Tud

FALSAB - Kengevread c'hoarioù ha sportoù hengounel Breizh

Ur rouedad a c'hoari a-stroll

« C'hoarioù e-leizh a gaver e Breizh, rak miret hon eus ur sevenadur a blijadur, an hini da c'hoari holl asambles, bras ha Bihan. »

Peggy Liaigre
renerez ar FALSAB

Vidéo

Kefridioù

Da Veurlarjez war blasenn an iliz e Gwerliskin, etre an Arvor hag an Argoad, en em gav gwazed ar gumun da gemer perzh e kampionad ar bed Bouloù pok. Krouet e oa bet an tournamant-se gant person ar barrez e 1656 evit habaskaat an darempredoù etre ar baotred. Diwar neuze, da lavarout eo abaoe tri c’hantved, e vez aozet bep bloaz ar c’hampionad-se. Daou skipailh a stourm an eil enep egile : re an norzh– ar re a sko dor o zi eus tu an norzh - enep re ar su – a sko dor o zi eus tu ar c’hreisteiz. Gant ar c’hoarierien e vez stlapet un hanter granenn graet e beuz, enni un tamm plom teuzet, hi da gouezhañ an tostañ ar gwellañ eus ar « mestr ». Hag evel-just e vez farsadennoù ha c’hoarzhadegoù forzh pegement !

Ar c’hoari-se, hanterhent etre ar bouloù hag ar paledoù, a zo bremañ unan eus ar c’hoarioù hengounel renablet gant kengenrouedad ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel e Breizh.

Ar paledoù hag ar bouloù breizhat plaset mat Lenn da heul

« Renket eo bet c’hoarioù hengounel Breizh e pevar rummad : ar c’hoarioù nerzh, kilhoù, bouloù ha paledoù, » a zispleg Peggy Liaigre, renerez ar FALSAB.

Ar c’hoarioù bouloù ha paledoù a ra berzh e Breizh. « Ar c’hoari paledoù war ur plankenn a zeu eus korn-bro Roazhon ; skignet eo bet kazi holl gleuboù Breizh ha plijout a reont d'ar re vihan koulz ha d'ar re vras. Ar c’hoari bouloù breizhat a zo evel ar petank e Marsilha, c'hoariet e vez dreist-holl e Mor-Bihan hag e Aodoù-an-Arvor hag ivez war harzoù  departamantoù Ill-ha-Gwilen ha Penn ar Bed, » eme ar renerez.

Doareoù heñvel, met reolennoù disheñvel Lenn da heul

Evit bezañ anavezet evel ur c’hoari hengounel ez eo ret diskouez e berzhioù-mat: « Pleustret a gozh, un hanter-kant vloaz d’an nebeutañ ». Ur poent all : « Ne ijiner reolenn nevez ebet , met treuzkas a reomp ar reolennoù  a-benn lakaat anezho da badout evit chom hep koll talvoudegezh ar c’hoari, zoken ma vezont cheñchet gwech ha gwech all e diabarzh ar c’hleuboù, » a zispleg ar renerez.

Evelato ma chom heñvel doareoù diavaez ar c’hoarioù e c’hell o reolennoù bezañ disheñvel hervez al lec’h ma vezont c’hoariet, hag a-wechoù etre ar c'humunioù nesañ zoken. Da bep lec'h e c’hoari ! C’hoarioù zo a zo aet da heul an amzer. Gwechall da skouer, e veze c’hoariet paledoù war al leur gant mein plat hag hiziv an deiz e vez c’hoariet gant paledoù potin. » Kement-se a ziskouez mat pinvidigezh ur pleustr birvidik-kenañ, a verz ar renerez.

Treuzkas ur pleustr a blij d'ar re gozh koulz ha d'ar re yaouank Lenn da heul

Alies e vez goulennet digant ar FALSAB, ur pol a bled gant  ar c’hoarioù hag ar sportoù breizhat, alioù evit kompren c'hoari-mañ c'hoari : «  tud hag a zo en o c’herz ur c’hoari  kozh-tre ha n'anavezont ket an anv nag ar reolennoù, pe tud n'anavezont nemet an anv  ha netra ken, peogwir e veze treuzkaset ar reolennoù dre gomz nemetken. Ober a reomp neuze enklaskoù  e-touez hon izili. » Setu aze un doare da zizoleiñ  eilstummoù ankounac'haet hag a zeuio da vezañ glad an holl.

« Ar c’hoarioù-se n’int ket deomp-ni hepken ! Evit ledanaat o zachenn e reomp   abadennoù kehentiñ gant hon izili, e savomp raktresoù pe e aozomp abadennoù, » a zispleg deomp ar renerez. Kas war-raok pleustr ar c’hoarioù hengounel-se da geñver emgavioù plijus hag evit tud a bep oad, harpañ an holl gengevredigezhioù ha frammoù a bleustr warno, sed aze pal pezh ar c’hevredigezhioù ezel eus ar FALSAB.

 

 

Gant ar youl da dreuzkas d’ar re yaouankañ an doareoù hengounel da c'hoari e kemer perzh ar FALSAB er mareoù troskol hag en oberezhioù pedagogel ar skolioù… « pourchaset hon eus da skouer c’hoarioù breizhek da skolioù Diwan Breizh ha da unvaniezh sportel skolioù ar c’hentañ derez, an USEP. Kinnig a reomp ivez c’hoarioù da feurmiñ en un dek lec’h- eskemm bennak».

Ouzhpenn-se e vez embannet levrioùigoù gant ar FASALB, gwerzhet marc’had-mat. « Da skouer, un den tik gant c'hoarielloù diwar ar maez en deus goulennet sikour diganeomp.  Embannet hon eus ugent fichenn da ziskouez penaos fardañ  anezho gant ur gontell. A-bouez eo evidomp reiñ reolennoù ha ment ar c'hoarioù a-benn broudañ an dud dornet mat d'o seveniñ».

Un dachenn dudi gouestlet d’ar c’hoarioù breizhat Lenn da heul

Pal ha c'hoant ar FALSAB a zo reiñ buhez ha broudañ ar c’hoarioù hengounel, lakaat ar c’hoarioù da vezañ anavezet er bed a-bezh ; setu perak ez eus bet kaset da vinistrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ un teuliad da c’houlenn bezañ enskrivet war roll an oberezhioù-gwarediñ gwellañ an UNESCO.

Goude ur galv da raktres ha bet dibabet gant Rannvro Breizh hag evit  bezañ a-wel d’an holl,  eo aet ar c’hengevredad d’en em staliañ e ti-skluz Hilvern, war ribl ar Ganol Naoned-Brest, e Sant-Goneri : « E miz Mae 2017 e tigorimp un dachenn dudi gouestlet d’ar c’hoarioù breizhek gant ar youl da reiñ d’ar muiañ a dud an tu da zizoleiñ ar glad sevenadurel dizanvezel, glad ar stêrioù hag hini ar savadurioù ». A-hed ar bloaz a zeu e c'hello an dud a bep oad en em ziduañ en ur c'houdorenn a 2500m2. Da vezañ kendalc’het...

Istor

1930 : Krouidigezh ar FALSAB, Kevread mignoned ar gouren hag ar sportoù atletek breizhek.

Bloavezhioù 1990 : ar FALSAB a zeu da vezañ ur c’hengevread, pep strolladh war dachenn ar gouren hag ar sportoù atletek a zo en em vodet e kevredadoù.

1994 : emezeladur ar c’hoarioù ampartiz er c’hengevread.

2009 : Ar FALSAB a zo anavezet evel « Yaouankiz ha deskadurezh popl » gant Ministrerezh ar Yaouankiz hag ar Sportoù (Unvanded sokial).

2011 : gratadur evit ar sportoù.

2012 : anavezet eo gant an UNESCO evel aozadur e-maez-gouarnamant.

2017 : Digoradur un dachenn dudi evit ar c’hoarioù breizhek.

 

Diazezer : Charles Cotonnec.

Prezidant : Joseph Allio.

Skipailh : un implijad pad, emellerien diavaez ha dek den bennak a youl vat.

Arc'hantaouet eo gant

Rannvro Breizh, kuzulioù-departamant Mor-Bihan, Penn-ar-Bed ha Liger-Atlantel.