Darvoudoù

Festival Yaouank

Sevenadur Breizh e kalon ar sonerezh a-vremañ

«Birvidik, sebezus, breskenn, souezhus, pe c’hoazh gwirion, distroñset, luskellet, trehontet… » : ne vank ket a c’herioù en dud evit taolenniñ gouel Yaouank. E-doug teir sizhun e miz Du e klever heklev pazioù dañs milieroù a festivalourien.  Niverus eo ar baotred hag ar merc’hed hag en em gav tro-dro d’ur banne evit tridal ouzh sonioù ha tonioù awenet gant hengoun ar vro, sonet gant strolladoù niverus pedet e tavarnioù ar gêr, koulz hag e salioùigoù abadennoù a gaver e Roazhon. Meur a abadenn, meur a emgav a ya d’ober gouel «Yaouank», deuet da vout « un diverradenn a ijinadennoù», « lec’hiet en e amzer », o kinnig « tonioù ha sonioù o vont war-raok bepred ». Sklaer eo bet dibabet gant e aozerien Yaouank e vefe « lec’hiet sevenadur Breizh e kalon sonerezhioù a-vremañ, gant ur roll abadennoù liesseurt evit ma kavo pep hini e lod ! ».

Bamus : brasañ fest-noz Breizh, war roll ar MusikHallParcEXPO e Roazhon, eno eo kaset dañserezed ha dañserien kozh ha yaouank e-doug an noz. «Ha da c’houloù-deiz ne chomo ken met beg ho treid hag hiboud an ton-dañs en ho tivskouarn evit degas soñj deoc’h eus an noz!»  setu pezh a c’heller klevet lâret gant paotred ha merc’hed skipailh Skeudenn Bro Roazhon kevredigezh an aozadur.

An aozerien

Skeudenn Bro Roazhon
8, Straed Hoche, 35000 Roazhon
Pgz. 02 99 30 06 87 / postel : skeudenn@orange.fr

Sell an dud ouzh an darvoud-mañ

« « Gourc’hemennoù da Yaouank : un nozvezh kaer-tre, brav eo gwelet kement a dud bodet evit ur gouel ! Sonerien ha strolladoù eus ar c’hentañ, dispar ! » »

« « Ar wech kentañ eo din, eus bro-Arvern on deuet ken ’met evit un nozvezh dañs eus an dibab ... » »

« « Keit ma ne gouezho ket an oabl war hor pennoù e chomo bev ar festoù-noz evit pell amzer c’hoazh ! » »