Tud

Flora Armorica

An den, ar plant gouez hag ar plant gounezet

© Christine Barbedet

« Pa lakaer ar gaoz war ar plant e kizidikaomp al liamm a zo etre an den hag an natur »

Viviane Carlier
buhezourez a youl vat hag diazezourez ar gevredigezh Flora Armorica

Vidéo

Kefridioù

« Pa oan yaouank, kostez Montroulez, e veze frotet  sklañvesk pa vezemp flemmet gant linad, eme Sylviane e- kerzh un emgav aozet gant ar gevredigezh Flora Armorica. Hag Alain da lârat d'e dro : « Pa oan bihan, ha me eizh pe dek vloaz, e kemeren garenn sklañvesk gant bleuñv. Skoulmañ ar raen ar c'harenn ha teurel war ar ganfarded ». Ar sklañvesk a zo boutin e Breizh, anvet eo «louzaouenn-ar-pemp-roudenn » e brezhoneg eme Viviane Carlier, buhezourez, arbennigourez war ar plant gouez hag o implij. Setu ugent vloaz zo emañ er vro goude bezañ bet o chom en Alpoù-Uhel e lec'h m'he deus desket implij ar plant.  Un diplom e Skol ar Plant Clotilde Boisvert he deus tapet ha ganti eo bet savet Flora Armorica. “Pal hor c’hevredigezh”, emezi,”eo renabliñ, talvoudekaat ha treuzkas ar ouiziegezh, an implijoù hag an hengounioù diwar-benn ar plant e Breizh”.

An talvoudekaat graet gant al louzawourien Lenn da heul

Teurel evezh bras a ra ar gevredigezh ouzh anaoudadur ar spesadoù gant ar c'hoant da labourat en un doare skiantel . Talvoudekaat ar plant, o implij hag ar reizhskrivadur a vez graet gant Viviane Carlier ha gant ur strollad louzawourien evel Daniel Chicouène a ziviz da vat.

En tu-hont da se, pep ezel eus Flora Armorica a sin ur garta divezelezh hag a ouestl da skouer : « ez anavezont dilamadusted ar pezh a zo bev ha gouiziegezh an natur gant ar bobl, ha perc'henniezh hollek  disoc'hoù skiantel an enklaskoù kaset da benn ». Pep hini a ziskler ne c'hounezo gwenneg ebet diwar ar ouiziegezh tapet er gevredigezh. Hervez kendiviz etrebroadel Bern 1979 pep ezel eus Flora Armorica a zouj ouzh an endro, da lavarout eo : kaout doujañs ouzh ar plant hag ouzh an ekoreizhad en ur zastum en un doare fur hep morse kutuilh spesadoù plant rouez hag en arvar ».

 

C.B.

Enklaskoù war ar marc’hadoù Lenn da heul

«Desachet eo hon danvez titourerien gant an enklaskoù a reomp war ar marc’hadoù. Dont a reomp gant hor paneradoù bleunioù hag hor plant hag e teu an dud d’hor c’haout ken aes ha tra », a lavar Viviane Carlier o resisaat : « Evit kas da benn an argerzh dastum ha treuzkas e reomp labour e toleadoù dibabet ma ‘z eus a-walc’h a berzhidi evit sevel ur pol. « Pep hini a zo emren. Gant an dud a youl vat o-unan e vez aozet an emvodoù ». Tro a vez da gendivizout diwar-benn an enklaskoù a vezer oc’h ober, da dapout stummadur war an teknikoù enklask ha skrivadur stlennek  hag evit en em gavout ha bezañ souezhet gant kavadennoù nevez. « Evit sevel ur pol e ranker kaout ur mailh war al louzaouerezh hag ur mailh war ar stenneg, gouest da ebarzhiañ an dafar dastumet war hon diaz-titouroù stlennek. Kement-se a zo ur reizhiad savet a-drugarez da labour a youl vat Nolwenn Coïc hag Alain Gilfort », eme c’hoazh Viviane Carlier.

Meur a frapad dastum e-touez al louzaouerien Lenn da heul

« E Breizh, en un doare hengounel, n’eo ket bet implijet nemeur ar plant d’ober tizan, nemet en arvor marteze. Sur a-walc’h ez eus bet paouezet d’ober. Padal  int bet implijet kalz war ar c’horf ». Setu ar pezh a zezastum Viviane Carlier diwar an titour he eus tapet e-touez an testoù. “Peurliesañ omp bet o tastum e-touez ar bareourien. Treuzkas a reont ur ouiziegezh, tapet aliezik evel e pep lec’h e Bro-C’hall el levr Mezeg ar re baour, embannet e 1884”, eme al louzaouerez. Ha c’hoazh : « tapet hon eus gouzout traoù dedennus diwar-benn an implijoù hud. Da skouer, evit diwall al loened diouzh an daroued e lakaed uhelvarr pe gelenn er c’hrevier. Tantadoù a veze ivez da vare an euredoù. Ul lidadur ! ». 

Gouiziegezh a-gozh ha pleustradoù gounezerezh nevez Lenn da heul

Armor pe Argoad, gweledvaoù kerreg a-rez douar, kleuzioù, girzhier, pradoù, geunioù, lec’hidegoù, erinoù, taouarc’hegi, lanneier, koadoù ha koadegoù, dourioù-red, dourioù-sac’h pe dourioù-chag… Ur pemzek biotop bennak a zo e Breizh, meteier enno kalz a blant liesseurt. « An darempred etre an dud hag ar plant gouez pe gounezet eo a zedenn ac’hanomp e Flora Armorica. Koulz gouiziegezhioù an amzer dremenet hag ar re a-vremañ, ar pleustradoù gounezerezh nevez evel al labour-douar pad”, eme Viviane Carlier.

Istor

2009-2012 : tri bloavezhiad  rakstudi evit prederiañ war ar raktres kevredigezhel.

2012 : krouidigezh ar gevredigezh.

 

 Diazezourien : ur rouedad kevredigezhioù, lod anezho a zo divodet bremañ pe o deus kuitaet ar rouedad (Skol Louarnig, Jardins du monde, Herborescence, Mémoires du Kreiz Breizh…)  

 Prezidantelezh e dalc'h ur c'holaj kengred : Marie Rissel, Emma Oxenby-Wolhfart ha Daniel Vincent.

Arc'hantaouet eo gant

Arc'hantaouiñ : emezeladur an izili

Kevelourien : ekomirdi Sant-Degan e Brec'h (56)