Tud

Gouelioù Breizh - Kenvoad gouelioù ha gouelioù-meur sevenadurel breizhat

Heklev an arvestoù breizhat

« Ur 80 leurenn vreizhat bennak, 5 departamant hag ur Vreizh… a-drugarez d’ar gouelioù ha d’ar gouelioù-meur e chom bev glad sevenadurel ha difetis Breizh, gwelet pe vevet gant arvesterien a Vreizh peotramant a vroioù all. »

Gwennoline Salaün
kasourez-kenurzhierez Gouelioù Breizh

Vidéo

Kefridioù

Darvoudoù holl-vrudet evel « Gouelioù Etrekeltiek an Oriant », « Gouelioù-meur Kerne » e Kemper, « Les Celtiques » e Gwenrann… pe c’hoazh emgavioù bihanoc’h evel « Merc’hervezhioù Kelt » en Erge-ar-Mor, pe en Thabor e Roazhon… pe c’hoazh e « gouelioù ar c’hrampouezh » e Gourin pe « an Anduilh » er Gemene… da lavarout eo, ur 80 gouel ha gouel-meur sevenadurel a Vreizh bennak en em gav e lec’hienn kenrouedad internet Gouelioù Breizh ha war ur pleg-follenn boutin etrezo embannet 300 000 skouerenn anezhañ.

Diazezet eo bet Kenvodad Komiteoù Gouelioù Gwerin Breizh e 1967, e bal o vezañ « kendastum gouelioù ha gouelioù-meur hengounel dre Vreizh, kevreiñ anezho, selaou anezho ha skoazellañ anezho dreist-holl gant un deiziataer da vrudañ abadennoù an izili hag o zreuskas d’an dud dre-vras », hervez statudoù ar c’henvodad. Kement-se lavaret, kement-se graet hag a chom gwir : « Bez’ ez eo hon c’hefridi brudañ sevenadur Breizh, forzh peseurt doare arz a vije, eus Breizh ar pemp departamant, met ivez aliañ hon izili », eme Wennoline Salaün, kasourez kenurzhierez Gouelioù Breizh.

Un hanter-kant kevredigezh bennak ezel Lenn da heul

Un hanter-kant kevredigezh bennak a aoz ur pevar-ugent darvoud bennak, e-kerzh an hañv, a vez sikouret gant Gouelioù Breizh. Evit dont da vezañ ezel e vez ret diskouez kaout ur spered breizhat, hag embann e klasker dre an darvoud-se diskouez an tu mat eus sevenadur Breizh hag ivez en ur badout ouzhpenn evit un devezh. Bep ma klask ur gevredigezh dont da vezañ ezel e vez studiet ar goulenn gant ar c’huzul-merañ. Ur wech degemeret, e rank ar gevredigezh nevez paeañ he skodenn a zo div lodenn enni, unan difiñv hag unan fiñvus hervez an niver a vagadoù hag a gelc’hioù breizhek implijet e-kerzh ar gouel, ar pezh a oa bet votet sklaer pa oa bet savet ar c’henvodad, pe a zo nevezoc’h, hervez budjed pep gouel-meur.

 

Ur wech degemeret er strollad kenvodet, e vo roet dezho binviji brudañ o gouel pe gouel-meur dre ar c’henurzhiadur hag an deiziataer, met ouzhpenn gant skoazell alioù lezennel kinniget gant ur burev avokidi arbennikaet paeet gant ar c’henvodad. « Kefridi hon eus da vuhezekaat rouedaad an izili dre ginnig dezho heuilh ar c’heleier a zere ouzh ober pep kevredigezh, al lezennoù nevez da gentañ hag ivez studiañ doareoù an stroll an arvesterien dre aozañ sontadegoù », eme ar vuhezourez-kenurzhierez.

 

Kenaozañ Kenstrivadeg rannvroel al Liseoù Lenn da heul

Ur wech ar bloaz, e vez bodet aozerien gouelioù ha gouelioù-meur evit prederiañ war darvoudoù an hañv tremenet ha lakaat war-wel kinnigoù hag alioù nevez. « Bodadegoù a vez aozet e pep takad-bro, e pep departamant, war-bouez unan hepken en Aodoù-an-Arvor hag Il-ha-Gwilun dre ma ’z eus nebeutoc’h a izili eno », a ziskler ar gasourez-kenurzhierez. Ur c’houlz a vez da gomz eus poent pe boent resis, evel ma oa ar « surentez » en 2016.

Kefridi all Gouelioù Breizh a zo brudañ arzourien nevez a sevenadur breizhat, dre reiñ da gompren d’an izili « pegen pouezus ez eo krediñ brokañ un tammig e roll o abadennoù », met ivez oc’h aozañ abadennoù evit ar re yaouank : kenstrivadeg rannvroel etre-liseoù ar sonerezh hengounel e Lannuon. Gant an darvoud-mañ e c’hell al liseidi yaouank diskouez o dedenn evit sevenadur Breizh dre ar muzik a-vremañ o son gant o strollad. Sonerien ar strollad a c’hounez a vezo profet dezho un droiad a seizh abadenn e-kerzh ar gouelioù-meur hag ouzhpenn un devezh « master class » kaset en-dro gant sonerien pe sonerezed a-vicher. Pa n’eus bet nemet dek strollad ken o tont eus ar memes takad bro, « hon eus c’hoazh da wellaat ha reiñ ar gouel-se da anavezout d’ar re yaouank », a laka war-wel ar vuhezourez-kenurzhierez. « Skoazellañ ar re a zo nevez savet a zo lakaat da badout hon sevenadur war hir dermen hag e ziskouez er gouloù gant sikour hon gouelioù ha gouelioù-meur ».

 

Istor

 1964-1967 : krouidigezh kenvodad komiteoù gouelioù hengounel Breizh.

2001 : 1añ implijad

2001 : kemmet e voe an anv hag anvet adalek neuze Kenvodad Komiteoù Gouelioù Hengounel Breizh, hag ivez Gouelioù Breizh.

2005 : aozadur ar reolennoù emezelañ, « ret-mat eo d’an darvoud diskouez sevenadur Breizh en e gaerañ ».

 

Diazezerien-erezed : Fañch Begot, M. Geffray, Joseph Jaffre, M. Kermorgant, Robert Le Grand, ao. Le Pape hag itron Senechal.

Prezident : Hervé Sanquer.

Strollad : 1 c’hopradez

Arc'hantaouet eo gant

Rannvro Vreizh, Kuzul Departamant Aodoù-an-Arvor.

MadoberourienCrédit Agricole, Le Finistère Assurance, Espace culturel E.Leclerc.

KevelerienTourisme en Bretagne, An Tour Tan.

Rouedad: : Kuzul Sevenadurel Breizh, Marque Bretagne, Kevre Breizh (kenurzhiadur kevredigezhioù sevenadur Breizh), Kenvodad Broadel ar C’henvodadoù, Meurlarjezoù hag ar Gouelioù e Bro-Frañs (FCF France).