Tud

La Liètt

« Plantennoù evit grouiñ liammoù »

« En etno-louzaouerezh ne reer ket a ziforc’h etre ar gouiziegezhioù, lod anezho e-liamm gant an natur, hag an doareoù-ober evel m’eo graet e kenemglev an UNESCO. Ar c’hantennerezh, da skouer, a vez sellet outañ evel ur chemet,pafdal e c’houlenn un anaoudegezh eus an natur,ha neuze ur ouiziegezh. »

Maëlle Mériaux
ken-atebeg lezennel ar gevredigezh La Liètt

Vidéo

Kefridioù

« Petra zo er c’hleuz hag a c’hell bout debret ?

_ Ar polos…

_ Anv an irin ez eo, frouezh an irin, pe ar spern du a vez kutuilhet goude rev gwenn kentañ ar goañv evit ma ne vefent ket ken garv. Lakaet e vezont el lambig evit sevel ul likor.

_ Evel ma vez graet gant ar struj, mesket gant gwin ha lambig evit ober pezh a reer «epinette».

War gwagennoù Radio Plum 102.1 FM, radio kevredigezhel ar Mor-Bihan, ez a buan en-dro kronikennoù La Liètt da  geñver Smèn du gallo, Sizhunvezh ar Gallaoueg. Abadennoùigoù radio peder munutenn int, savet diwar tennadoù enrolladennoù bet dastumet, ha displegadennoù tro-dro d’un tem a etno-louzaouerezh bet dibabet gant izili ar gevredigezh. « Kaset eo bet ar savadennoù gant ur stajiad zo studier e Skol uhel ar sevenidigezh kleweled, an SUSK (ESRA) », a zispleg Maëlle Mériaux, dileuriadez ar gevredigezh La Liétt. Ouzhpenn-se e fell dezhi lakaat war-wel pegen dedennet eo an izili a youl-vat d’en em vodañ evit selaou an enrolladennoù bet dastumet, ha d’ober un dibab eus ar pennadoù da vezañ skignet, hag alese da reiñ e dalvoudegezh d’ar glad dre ar son, dre ar gomz. Un doare-ober evit ar gevredigezh he deus bet kaset he holl enrolladennoù da zDastum.

Talvoudekaat ar c’hejadenoù Lenn da heul

Ma n’eo ket sevel ur roll abeg pennañ ar gevredigezh, e kav da dud ar gevredigezh e ranker mont da gejañ gant an dud evit goulenn diganto rannañ o anaoudegezh eus al louzaouennoù ar parkeier pe re al liorzhoù e bro-C’hallo, « louzoù gwrac’hed » pe « gizioù ar re gozh » eme lod eus ar an dud goulennataet. « Tud kejet ganeomp da geñver ar standoù etre-oberiant a vez dalc’het ganeomp e-doug gouelioù bras diwar-benn sevenadur bro-C’hallo pe diwar-benn an endro », a zispleg Maëlle Mériaux. Hag ouzhpenn-se: « E gallaoueg e talvez la liètt an aozilh, met ivez an droellenn a-wechoù : div blantenn o treiñ hag o sevel liammoù. Ar mennozh a oa evidomp al liammoù gant an en-dro hag al liammoù etre ar rummadoù ».   

Palioù o tiorren Lenn da heul

« En tu all d’ar gouiziegezhioù o-unan, pezh a zo pouezus evidomp an deiz hiriv eo talvoudekaat anezho, dre an darempredoù etre an dud. Forzh pehini doare an dastum, pezh a lakaer war-raok etre izili La Liètt eo an darempredoù a c’heller skoulmañ war an dachenn hag tre an dud a youl-vat », eme Maëlle Mériaux. Ur raktres kevredigezhel kaset en-dro gant a plac’h yaouank ha gant Laurent Gall, pa oa ar pal kentañ kas dastumadegoù etno‑louzaouerezh e Breizh-Izel, war un dachenn ma vanke titouroù eviti, ha da sevel ur roll gouiziegezhioù ha chemetoù etno-louzaouerezh. « A-raok ma vefemp bet savet en ur gevredigezh e oamp ur rouedadig etno-louzaouerien dastumerien bodet e-kreiz ur gevredigezh studierien kizidikaet ouzh kudennoù an endro, Ar Vuez, lec’h ma vezen oc’h ober ma servij keodedel », a zispleg Maëlle Mériaux. Kemet eo bet ar palioù, eus ar c’hizidikaat, er penn-kentañ, d’an dastum etno-louzaouerezh ambrouget gaman adskoulmañ liammoù sokial tro-dro d’an dastumadennoù hag o zalvoudekaat, an deiz a hiriv.

 

C.B.

Istor

Miz Even 2012 : savet eo ar gevredigezh La Liètt, e Roazhon.

 Diazezer.ezed.ien : Maëlle Mériaux, Laurent Gall, Fabien Le Nouvel.

Ken atebeien lezennel ar gevredigezh : Maëlle Mériaux et Julien Chapelain.

Skipailh : ur strolladig oberiant a  den a youl-vat, hag ur pemzek bennak a ezel kenduad.

Arc'hantaouet eo gant

Kêr Roazhon (evit ar mont-en-dro).