Emdroadur an arebeuri e Breizh

Aozer : Jean-Yves Le Bot / Ebrel 2019
Kemm zo bet degaset en arebeuri da heul gizioù nevez ar benntierned hag ar renkadoù uhelañ, ha diouzh ar c’hemmoù bet c’hoarvezet e buhez pemdeziek ar bobl. Abred pe abretoc’h ez eo c’horvezet ar c’hemmoù-se a-wechoù, dezho doareoù disheñvel eus an eil lec’h d’egile. Diaes eo goût avat pegoulz e oad krog d’ober gant an danvez-mañ-danvez pe gant ar mod-mañ-mod d’o strobañ pa n’eo ket bet kizellet o bloaziad war galz a bezhioù arebeuri ha p’eo dianav ar pep brasañ eus o c’halvezourien.

Er Grennamzer

Dister e oa an arebeuri d’ar mare-se (azezennoù, gweleioù, taolioù hag irc’hier) ha savet e oant evit ma vije aezet o divontañ hag o c’has eus an eil lec’h d’egile, dre ma tiloje an noblañsoù alies.
Ne taper goût hiroc’h war doareoù an arebeuri a-wechall nemet abalamour da perzhioù heverk zo adalek fin ar XIVvet pe deroù ar XVvet kantved zoken.
A-benn neuze e oa bet termenet-strizh ar modoù-sevel gant ar c’houchoù-micher ha strevet e oant bet er c’hêrioù hag er bourkoù gant ar gompagnuned ha dre stalioù arebeuri ar c’hêrioù bras.
D’ar c’houlz-se, sur-awalc’h, e voed krog da genstagañ o fezhioù dre steudennoù ha mortezoù garanet an eil en egile.

An irc’hier eo ar pezhioù-arebeuri kentañ

An irc’hier eo ar pezhioù-arebeuri kentañ.

Un arc’h, dezhi ur glozenn gromm, bet savet er XVIIvet kantved – Foto gant Jean-Yves ar Bod

Prenn-derv e oa irc’hier Breizh, dezho postoù ha treuzelloù ledan kenstaget gant steudennoù ha mortezoù ibilet, ha pastellennoù hag a c’helle mont ha dont a-hed garanoù. Gant ur glozenn, kromm peurliesañ, e vezent goloet. Mudurunet e oa ar glozenn-se ouzh gwalinier goveliet ha dalc’het kloz gant morailhoù-torzhell.
Diouzh an implij a veze dioute e oa o ment hag o c’henfeurioù. Talvezout a raent da serriñ greun, boued, liñselioù, dilhad hag all… Alies e veze fichet o zalbenn gant mouleürioù pe kizelladennoù bleunioù pe lunioù geometrek. Diouzh ar c’hlinkadurioù-se ez anavezer mod Breizh.

Talbenn un arc’h eus ar XVIIvet kantved. Levezonet gant Azginivelezh Italia e  prizie kalz kilvizien Breizh kizellañ gweadennoù warne – Dastumadeg Mirdi Breizh, Roazhon.

An irc’hier o vont da bresoù

War-dro kreiz ar XVIIvet kantved e teuas ar presoù war-wel. E deroù an XVIIIvet kantved avat e tegouezhas ar seurt arebeuri-se en tier war ar maez. Ha pa oant savet war framm diazez an irc‘hier e vezent digoret dre div dor war-went.

Postoù ledan ha treuzelloù mouleüret empret an eil en egile gant ivinennoù war riskl eo perzhioù heverk presoù ar c’houlz-se.

Ur savadenn dezhi un ivinenn war-riskl – stal-kalvezouriezh Caserotto
Bihan awalc’h e oa ar re-se (ken uhel hag 1,90m, ken ledan hag 1,30m ha ken don ha 0,60m pe war-dro). En traoñ e tiskenne o fostoù betek al leur da vont d’ober o zreid.
A-wechoù e veze empret an dreuzenn izelañ gant ivinennoù war-riskl. Gwechoù all, ha hi ledanoc’h, ec’h ae pastellennoù d’he ober.

Ur pres eus Kerne-Izel, stumm Loeiz XIII hag un dreuzell-draoñ ledan dezhañ - Foto gant Philipppe Lanoë
Postoù ha treuzelloù mouleüret a yae d’ober sternioù o dorojoù ivez, div pe deir fastellenn enno. Houarn e oa o zorzhelloù.
Alies e veze turgnet ar bastellenn-greiz, pa veze ar re all, a bep tu dezhi, eeun, liesranngelc’hiek, turgnet pe kizellet e stumm begoù-diamantoù.
Testenioù zo hag a ra meneg eus arebeuri liesliv pe livet gant mergl ruz plomm.

Arebeuri ar porzhioù-mor

D’ar c’houlz-se, just-awalc’h e tiorroas ekonomiezh Breizh dre ar genwerzh var vor kaset dre porzhioù bras Sant-Malo, Montroulez, ha Naoned gant kompagnuniezh an Indez. Gant ar baramantourien, ar varc’hadourien hag an arc’hantaourien e veze lakat sevel arebeuri dibar a vez graet « arebeuri ar porzhioù » anezho bremañ.

Gant koad (Akajou, ruz-flour, gaiak, miura-cataria ha seurtoù koad all a briz uhel) deuet eus an inizi a gustument ober kenwerzh enne e lakaas ar re-se sevel pezhioù-arebeuri evit o zier e kêr.

Moarvat e oa arebeuri kentañ Bro Sant-Malo kanastelloù bras, dezho peder dor klinket gant mouleürioù gwagennet pe gweet e stumm Flandrez.
D’o heul e voe savet burevioù war-zinaou, komodennoù, kanastelloù o tennañ da stumm Loeiz XIV pe levezonet gant arebeuri Breizh-Veur.
Arebeuri diwar stumm Loeiz XV an hini a voe savet peurliesañ gant kelvezourien kêr Naoned, bodet dre ul le-micher, pa voe diorreet he forzh-mor diwezhatoc’h.

Burev war-zinaou e prenn-akaoù a Vro Sant-Malo – Foto gant Jean-Yves ar Bod

Un armel a Vro-Naoned e prenn akajou – Foto gant Jean-Yves ar Bod

Lorc’h an toleadoù

Bep ma voe tapet ar pleg da staliañ ar priedoù nevez gant ur rummad arebeuri a yae ur pres, ur gwele, un daol ha bankoù d’e ober peurliesañ, e voe berniet dastumadegoù bras-tre a-wechoù, a bezhioù-arebeuri gant an tiegezhioù.
E kard diwezhañ an XVIIIvet hag e hanterenn gentañ an XIXvet kantved ec’h eas ar sevel-arebeuri war liesaat bep ma tifluke gizioù dibar eus an eil tolead d’egile. Dre lec’hiañ ar pastellennoù an eil e-keñver eben, dre ar mouleürioù, dre ar seurtoù koad implijet, dre ar skeudennoù kizellet war dremm an torzhelloù e teuas an dibarded-se war-wel.
Bleunioù pe lunioù geometrek stummet gant tachoù o lagad-ejen laton a zeuas da vezañ merk arebeuri ar Vro vigoudenn ha Kerne-Izel tra ma rae kalvezourien Bro-Wened gant garidadoù gwerzhidoù, war ar gweleoù kloz dreist-holl, ha gant marelloù koad a bep eil liv.

Ur gabared marellet a Vro-Wened – Foto gant Jean-Yves ar Bod

Ur gwele kloz kozh-tre (1750), gwerzhidoù tev outañ - Cartolis


Prenn kistin an hini a veze implijet kentoc’h e Su ar Vro (Kerne, Gwened) tra ma kaved gwell ober gant prenn-pabu er reter, betek Bro-Roazhon e lec’h ma teuas ar prenn-se da vezañ perzh heverk hec’h armelioù kizellet gant aked.

Un armel prenn-pabu a Vro-Roazhon (Plelann-Veur), stumm Loeiz XV dezhi eus diwezh an XVIIIvet kantved. Foto gant Philippe Lanoë

Gant ar greantiñ ha donedigezh an hent-houarn e cheñchas c’hoazh ar gizioù e eil hanterenn an XXvet kantved. Neuze e tegouezhas e Breizh orolajoù mod Bourgondia, gweleoù-korn, hag all, levezonet don gant ar stumm Louis-Philippe.
War voanaat ha war skañvaat ez eas an arebeuri ivez bep ma yae an teknikoù war-raok.

Eus ar gêr d’ar mirdi

Gant greanterezh an arebeuri, a voe diorreet en Alre paneveken, e voe roet un eil buhez da arebeuri mod Breizh oc’h azasaat o c’hlinkadur da binvioù ar c’halvezouriezh arnevez. Padout a reas ar stumm-se tost betek an eil brezel bed. Kemm a reas ar mod-bevañ e-doug an tregont vloaz war-lerc’h avat ha c’hoantaat a reas ar rummadoù yaouank « treiñ ar bajenn ». Sellet e veze gant kalz a dud ouzh an arebeuri gwechall pe neo-breizhek evel ouzh « kozh-traoù » ne oa plas ebet ken evite e diabarzh « modern » an tier nevez-savet. Taolet e voent neuze er pourpezioù hag er grignoloù pa ne gavent ket plas en ur mirdi bennaket.

Gant ar c’hentañ stalioù gwerzhañ arebeuri ez eas da get an amunuzerien hag ar galvezourien a ouie sevel pezhioù arebeuri unan-hag-unan, an eil war-lerc’h egile.
Gant azginivelezh sevenadur Breizh er bloavezhioù 1970 e voe roet priz da arebeuri kozh Breizh en-dro…. Ha kavet e voe plas da lod anezho er gêr en-dro, goude bezañ o renevezet hag o zreuzfurmiñ a-wechoù, kement ha reiñ tammoù gwrizioù da buhez an dud a-vremañ.

Bibliographie ‎

  • Gauthier J.‎, Le mobilier Bas Breton, Collection de l'art régional en France, Paris, Ch. Massin, 1927, 11 pages, 40 planches
  • Gauthier Joseph-Stany, Le mobilier Bas Breton. Ensembles et détails, Collection de l'art régional en France, Paris, Ch. Massin, 1947, 11 pages
  • Trotel René, Le mobilier breton - Histoire et splendeur d'un artisanat régional, Coop Breizh, 2009, 224 p.
  • Leroux-Paugam Marguerite, Témoins d’une prospérité, les coffres paysans du Léon et de haute Cornouaille (XVI et XVIIe siècle), 1976, 40 p.
  • Oliver Lucile‎, Mobilier breton‎, collection Mobilier régional, Paris, éditions Ch. Massin, 1977, 80 pages
  • Françoise Maillet, Le mobilier Nantais, l’Estampille, avril 1985 et Décor Nantais de l’armateur au XVIIIe et son mobilier en bois des isles, 1984.
  • Sur la production industrielle à Auray :
    L’ameublement français 850 ans d’histoire, p. 86-87 encart : la mode du style breton
  • Mobilier du pays de Rennes

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité