Buhez sant Gwenole bet skrivet gant Gurdisten eo an testeni koshañ diwar-benn orin ar manati. War enezennig Tibidi (Ti-pediñ), e oa ar venec’h en em staliet da gentañ-penn. Dindan ar seizh avel o c’hwezhañ war gerreg an enezenn-se e oa savet c’hoant enne dilojañ war glann ar stêr Aon a welent a-fas dezhe. Eno e oa « gwisket an duchenn gant ur goadeg eus ar re vravañ, ur wantenn en he c’hreiz, troet war-zu ar Sav-heol ». Hag int treuziñ genou ar stêr Aon en he dazre neuze, war skouer Moizez.
![Vue sur la nouvelle abbaye et l’ancienne vers le nord est. Vallon en pente douce à l'est où l'ancien monastère s'est implanté [la nouvelle abbaye est au milieu de la colline] Ur sell ouzh an abati nevez hag ouzh an hini kozh war-zu Biz. Ar wantenn ledan ma oa bet savet ar manati kozh er Reter anezhi [E-kreiz an duchenn emañ an abati nevez]](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/landevennec-le-plus-ancien-des-monasteres-bretons/encart%20%20fondation/abbaye%20et%20estuaire%2C%20300dpi.jpg)
Troet gant Jean-Dominique Robin