Pouezus eo diforc’hañ an dra diouzh ar ger evit a-sell ouzh istor ar pardonioù e Breizh. Er XIVvet kantved e teu war wel ar ger «pardon» e Breizh, evel e lec’hioù all en Europa. Daveiñ a ra d’un digarez da c’hounit induljañsoù (un distaol a gastiz evit ar purgator), reoliet hervez ur builh aotreet gant ar Babelezh. Kement-mañ a c’hoarvez e-ser gweladenn un iliz pe ur chapel da zeiz e sant paeron (da ouel e batrom an unan, da hini ar Werc’hez pe da hini ur sant all), e Breizh-Izel dreist-holl. Berzh bras a ra, kement ha ken bihan ma vez degemeret builhoù induljañsoù gant degadoù a lec’hioù azeuliñ dindan un nebeud dekvloaziadoù. Alese e teu ur c’hemm ster d’ar ger «pardon» e Breizh : techet eo da dalvezout kement fest patrom a zo, pe a iliz pe a chapel e vefe, ha betek an holl ouelioù patrom n’o doa ket tapet degemer builh induljañs ebet betek hen. Heverk eo an dreist-implij-se ken abred hag ar XVIvet kantved war dakad ar brezhonegva, evit bezañ resisoc’h en tiriad yezhel a vod broioù Leon, Treger ha Kernev ; gwell eo gant peurrest Breizh, bro Gwened kontet, ober e-pad pell amzer gant ar ger «bodad», o tegemer ar ger «pardon» avat, en XIXvet hag en XXvet kantved pa zeu da vezañ heverk eus identelezh Breizh.
Gounit induljañsoù «er gêr»
Mard eo ken splann ar berzh a ra ez eo peogwir e oa kizidik-tre brezhoned dibenn ar Grennamzer ouzh kaoz ar bed all hag ouzh an doareoù da hastañ pep unan da vont-tre er Baradoz, anat eo (evit an unan pe evit an anaon kar-nes). Liested ar pardonioù lec’hel a aotree da c’hounit induljañsoù eus ar gêr pe dost, hep na vefe ezhomm mont da Roma pe da Sant-Jakez Kompostella. Diwar un hevelep doare war glask an induljañsoù e komprener penaos eo deuet kalz a bardonioù, e-pad kantvedoù, da gaout ur ster a-binijenn kreñv : troioù an iliz en o daoulin noazh, kofez hag absolvenn roet gant ur beleg da c’hortoz reseviñ ar gomunion ha gounit an induljañs, roadoù d’an Iliz ha d’ar glaskerien-boued... Ar pardonioù avat a seblante bezañ bet, divarteze, gouelioù anezho. Muioc’h c’hoazh e Breizh eget e forzh pelec’h all eo bet dreistlakaet klask an induljañsoù war an implijoù kevredik ha laouenek a oa anezho a-ziaraok. Abaoe un oadvezh diaes da dermeniñ, hag a dle bezañ kemm-digemm etre an eil lec’h hag egile, e tiskouez en un doare dibar ar gouelioù sent, re an ilizoù pe re ar chapelioù, identelezh ur boblañs espar : karterioù eeun savet diwar un nebeud kêriadennoù en-dro d’ur chapel (kêriadenn e ster ar vro), unvezioù tiriadel ar barrez en-dro d’an iliz, pe «peier» bihan o taremprediñ un hevelep santual a birc’hirinded.
Aner eo ober anv eus klannoù keltiek evit danevelliñ pouez an identelezhioù lec’hel peogwir n’eo ket bet biskoazh gwirvoud Breizh hini Bro-Skos pe hini Bro-Iwerzhon an amzerioù kozh. Bez e c’heller anzav avat o deus ar pardonioù neuz ur gevredusted kumuniezhel-kenañ : skouerius eo ar pardonioù evit bezañ devezhioù bodañ ha kevreañ an hollenn en-dro da levenez an emvodañ, e ankoua ar barradoù droukrañs en marteze, en unaniezh anadet rak ar c’humuniezhoù nes. Adalek ar XVvet kantved e teu war wel, en dielloù, pinvidigezh an arvezioù fest : kempred gant al lidoù relijiel e teu dañsoù, sonerezh, gouren, c’hoariva pobl ar misterioù, a-gevret gant gounid an induljañsoù, en ur gendeuziñ don-kenañ etre tra ar sakr ha tra an disakr. Pa n’eus ket a induljañs - da lavaret eo er braz eus ar chapelioù, dreist-holl ar re izelek - e chom da gentañ penn ar pardon ur fest a garteriad lec’h ma vez kenrannet lidoù relijiel, familh ha gouel gant ar gumuniezh.
Levezon ar Reizhadur katolik
Mard eo chomet bev framm diazez ar pardon betek an deiz a hiziv eo bet emdroet ar stummoù diavaez abaoe dibenn ar Grennamzer, anat, a-unan gant treuzkemmoù ar gevredigezh vreizhek. Da gemmoù pennañ e c’heller menegiñ levezon ar Reizhadur katolik adalek ar XVIIvet kantved. Klask a ra hiviziken ar gloer reizhadet e spered sened-iliz Trento reoliañ ar gouelioù, ha ma c’hellfe, krennañ war an dañsoù, war ar barradoù feulster korfel pe war ar regorfad a boeson ; broudañ a ra ivez ar bardonerien d’ober war zigarez gouel, ur bleustradenn a zeoliezh a zougfe ar feizidi, a-raok pep tra, etrezek ar gofez hag ar gomunion. Ez resisoc’h e tave ar pardon devod skouer-mañ d’ar gouelioù aozet abaoe 1625 e santual nevez Santez-Anna-Wened dindan evezherezh aketus ar c’harmezidi. A-unan ez a soubladur devod ar pardon gant ledanaat implijoù boaz al lidoù, seul vui mard oferenner dindan amzer a-wezhioù. Adalek an XVIIvet kantved e teu prosesionoù ar pardon da vezañ an urzhiadur anavezet ganeomp, gant liested ar c’hroazioù, ar bannieloù, ar relegoù, an arouezioù-gouestl. An dud o tont da c’houlenn pe da drugarekaat e santualioù ar birc’hirinded, en abeg d’ur pare pe d’ur gwarezadur, a ya d’ober ur strollad tud a-ziforc’h, bep a c’houlaouenn-goar en o daouarn (graet e vez prezesion ar burzhudoù anezhi). En hevelep spered, e red an XVIIIvet kantved, e c’hello un tantad enaouet war don ar solenniezh da-heul ar gousperoù bezañ perzh eus ar pardonioù, e bro Gwened, e Treger hag e Kerne-Uhel peurgetket. Peurvuiañ n’eo ket diwar ul lid pagan kristenaet met kentoc’h diwar pardonioù diwar ar maez oc’h adperc’hennañ gizioù goueliaouiñ drevezet diwar ar gouelioù ofisiel eus kêr.
N’eo ket ken heverk ar soubladur devod er mor a bardonioùigoù chapelioù. Eno e kemer e greñv ivez an oferenn-veur, ar gousperoù hag ar brosesion met na kofesaat na komuniañ ne ra ar bardonerien. Trec’h eo atav an doare gouel karter, en-dro da skeud ar sant, d’ar feunteun sakr leun a vertuzioù, a-wezhioù d’ar vaen-bez pe d’an toull-bez stag outañ hag a zo alies un aspadenn bagan kristenaet anezhañ. En hevelep lec’hioù, gourdrouzoù ar person a-enep d’an dañsoù, d’an daremprediñ yaouankizoù pe d’ar gourenadegoù a chom diefedus d’al liesañ, nemet e vefe e broioù heblekañ ouzh ar veleien evel e Leon.
Engroezioù desachet gant ar pardonioù
En XIXvet kantved eo dibar brud diavaez ar pardonioù a-drugarez da elfennoù nevez evel gweladenn ha dudi arvesterien a-ziavaez, skrivagnerien pe arzourien, war glask ur gwirionded keltiek. Hoalet int holl gant dibarded ar bodadegoù-se - meurdezus pe uveloc’h - a weler enno merkoù un identelezh dioutañ e-unan : ar yezh, ar gwiskamantoù (morse ne oant bet ken liesdoare hag en XIXvet kantved), ar bannieloù, an dañsoù hag ar gourenadegoù, ar ganerien-red, ar stalioù foran, ar glaskerien-voued.

Kresket adarre engroezioù ar pardonioù bras gant aezamantoù an hent-houarn, dreist-holl da vare kurunennadennoù delwennoù ar Werc’hez (kentañ santual o teraouiñ gant seurt largentez roet a-berzh ar pab, e 1857, a oa Gwengamp) pe Santez Anna (Santez-Anna-Gwened, 1868 ; Santez-Anna-ar-Palud, 1913). Savet Breizh da «vro ar pardonioù» (gouez da Anatol ar Braz, 1894) a-drugarez da zeskrivadurioù ar skrivagnerien (eus Cambry d’ar Braz), da zonezonoù al livourien (eus Jules Breton da Vaurice Denis pe Paul Sérusier), da awen ar sonaozerien (Saint-Saëns) ha zoken d’ar c’hanaouennoù pobl (La Paimpolaise gant Botrel).
Arabat eo da sked ar pardonioù bras, adalek dibenn an XIXvet kantved – Santez-Anna-Gwened, Ar Folgoad, Sant-Erwan Landreger, Santez-Anna-ar-Palud, Rumengol, Itron-Varia-Gelwenn, Josilin, Monkontour… – kuzhat ur wirionez liesstumm-tre : lidet e vez o fardon bloaziek gant an holl barrezioù ivez, e doareoù kalz didrouzoc'h met bevoc’h avat. N’eo ket ken splann planedenn ar chapelioù-karter adalek ar brezel 1914-1918 koulskoude. Kalz anezho ne vezont ket kavet ken talvoudus evit ar c’hult ken, dre ma vez aesoc’h mont da iliz ar vourc’h gant gwellaat an hentoù war ar maez. Alese gourdrouz an diseblant warno alies : n’eo ket ral e chomfe a-sav ar pardonioù bihan pa ne venn ket ar veleien derc’hel anezho, pa lez d’ober an amezeien, pa ya war fallaat ar chapel. Nebeut a dra a zo trawalc’h koulskoude, a-wechoù, evit ma krogfe pardonioù en-dro. Adalek 1980 e teu war wel ur souezhusat lañs a-stroll oc’h enaouiñ en-dro d’ar chapelioù diwar an tammoù glaou-tan a chome amañ pe ahont : kreskiñ a ra niver ar c’hevredigezhioù hag ar savadurioù, en arvar da vont da get, a sav en-dro. E meur a lec’h e vez lidet ar pardonioù adarre, un digarez plijus evit annezidi ar c’harter d’en em dolpañ, da zegemer ar vugale hag an dud nevez-erruet, da welout en-dro ar re, aet da lec’h all, distroet a-ratozh evit an drovezh.
Kenderc’hel a ra ar pardonioù bras gant o emdroadur en XXvet kantved. N’eus dislavar ebet d’ar berzh a reont pa zegasont engroezioù, un dregantad bras a douristed enno, dreist-holl e-kerzh an hañv hag en arvor. Trec’h eo lodenn ar gouel war ar spered pinijennel, pa vez kendalc’het evezhiek gant hemañ el lec’hioù-meur (beilhadegoù, kerzhadegoù e tarzh an deiz...). Splannoc’h a-se e vez embannet merkoù an identelezh vreizhat (ar yezh, ar gwiskamant, ar c’hantikoù, an dañsoù...) a-hed an XXvet kantved, dre ma n’int ket, evit ar bras eus ar berzhidi, gizioù ar pemdez ken. En desped da zigresk fetis an niver a barrezianiz e tiskouez nevezadurioù lies e teu a-benn arvez relijiel ar pardonioù da sachañ tud nevez : pardon islam-ha-kristen ar Seiz Sant, er C’houerc’had (abaoe 1954), pardon ar vlenierien moto e Porzh-Karozh (abaoe 1978), pardon ar surferien e Tronoan hag e Kameled… Evit a-sell ouzh lodennoù disakr ar pardonioù, chomet int talvoudus e deiziataerioù an abadennoù lec'hel : friko, sonerezh, festoù-noz, redadeg war varc'h-houarn an deiz pe hini antronoz...
En abeg da gement-se holl e c’heller lavarout penaos, dre istor ar pardonioù, eo bet kavet gant ar gevredigezh vreizhat unan eus al lidoù gronnusañ ken a-fed niver ar berzhidi hag a-fed liested an endalc’hioù ha talvoudegezh o ster.
