Marie-Louise Baron - Plounévézel

MARIE-LOUISE BARON

Marie-Louise Baron, deus Plonevell, a gont deomp penaos 'veze aozet ur friko eured pa oa yaouank.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Marie-Louise : 'Ba 'r feurm on bet 'ba 'n eureujoù ...'ba 'ba 'ba 'r c'harrdi ahe

Lors : 'Ba 'r c'harrdi vize laket taolioù ha …

Marie-Louise : Ya ya ya ya !

Lors : Ha skaoñnnoù

Marie-Louise : Ya, o la an dra-se vize labour… hag 'vize lac'het ul loen bennek …

Lors : Ha lac'het ul loen ya

Marie-Louise : Ul loen ya

Lors : Peseurt loen … ur pemoc'h peotramant ur veuc'h ?

Marie-Louise : Ba me m'eus kle'et laret ma mamm pe 'oa... pe 'oa eureujet 'oa lac'het un annoar … un annoar hag ul leue pe daou … o me 'ouian ket ...ouian ket ped loen 'c'hat, 'oa met pemp kant den 'oa 'ba 'n eured

Lors : Pemp kant den

Marie-Louise : Ya pe 'oa, pe 'oa eureujet ma mamm

Lors : Ha penvare 'oa se neun, 'ba 'r blavezh

Marie-Louise : C'hwec'h … c'hwec'h … tri blâ ...tri blâ war 'n … tri war 'n ugent … tri war 'n ugent « mille neuf cent vingt trois »

Lors : Mil nao c'hant tri war 'n ugent.

Marie-Louise : Ya

Lors : Ha 'ba peseurt kêr ' oa

Marie-Louise : Amañ amañ 'ba Lambar' 'oa … oa ar friko ya

Lors : 'Ba Lambar'... pemp kant den

Marie-Louise : Ya pemp kant den

Lors : O la la …. 'benn neuhe 'oa ... plijadur mac'hat ... med

Marie-Louise : Gwir é han

Lors : Ya ya … ha kle'et m'eus lar't ga ' ga' tud kozh all hag... la an eureujoù 'bade 'pad tri devezh

Marie-Louise : O la la tri devezh … ya eisté

Lors : Eizh è

Marie-Louise : O ya … peus ket 'met sell … 'benn 'benn prepariñ toud an traoù-se … ha goude-se 'benn debarass' toud an traoù-se

Lors : Be' ' vize jistr d'an eured

Marie-Louise : Me ouian ket peseurt mod

Lors : Gwin 'vize è … gwin ruz

Marie-Louise : O me ' zo bet 'ba eureujoù war 'r maez ya ' vize gwin hin

Lors : Ha tom (rhum)

Marie-Louise : O ya 'hat traoù 'vize o ben me ' raen ket kement-se intansïon

Lors : Nann oac'h ket kustumet d'evañ

Marie-Louise : Nann nann o ya ya traoù ' vize

Lors : Ha set' …

Marie-Louise : A yéo ha pé vize ...pé vize ...pé vize mann 'bet 'ba 'r « bouteille » ken 'vize laket un tamm paper ha ha lar't : « 'Mañ an tan 'ba 'r vouteilh » … a ya

Lors : Un tamm paper ha laket tan 'ba

Marie-Louise : A ya vi'ent laket 'n tan 'ba 'n tamm paper « Ahe 'mañ an tan 'ba 'r vouteilh » kar lod deus an dud 'oa ...lod 'oa... 'oa 'oa 'n om okupiñ da servij ar boeson koa « ah mon vieux » 'n hain yaouank la vi'e sellet lak' an tan 'ba 'r vouteilh … med t 'wechoù vi'e laket tan 'ba 'r vouteilh memestra pé 'oa riñs't ...o ma lar dac'h … m'eus gwelet traoù memes tra ...ya

Lors : Ha pé 'oa riñset ar voutailhad

Marie-Louise : A ya

Lors : Un tamm paper 'barzh ha tan « O ahe 'zo tan … »

Marie-Louise : an tan 'ba 'r vouteilh O la la neuhe 'c'haloupe un' den da glask neï ha da gas un' ell war … war … 'ba he blas

Lors : 'Ba he blas war 'n daol

Marie-Louise : « voilà » o ya bep seurt traoù meump graet … plijadur mamp koa 'hat gwelet traoù a-mod-se

Lors : A bin ya ya ya … a bin se m'eus ket bet sellet

Marie-Louise : Ha pep hin' ' gane e son

Lors : Pep hin'

Marie-Louise : Pep hin' 'ouie e son … ha pé save un' da da… 'blam' da da ganañ koa ha med … ar re 'oa habituet 'ouie 'wac'h peseurt hin' peseurt son 'h ae eñ da ganañ koa a ya plijadur mi'emp

Lors : Set' mac'hat ma ouie … ma ouie an dud kanañ toud nê 'vize kle'et kanaouennoù 'pad an dé toud

Marie-Louise : A ba ya …'pad ar...'pad ar...'pad 'oamp … 'pad al lein tout 'vize tud 'kanañ … an eil warlerc'h egile ha pep hin' 'ouie ga' e … ga' e … ' gane e son koa o plijadur 'vize … o ya o ya an dra-se 'oa un amzer vad

Lors : Sertenamant ya

Marie-Louise : Ya

Lors : Ha c'hwi 'peus bet kanet è

Marie-Louise : O ya med pas kalz

Lors : Nann med ur son memes tra

Marie-Louise : O 'wechoù med me m'eus ket bet kanet med ma c'hoarezed 'gane

Lors : Med peseurt... peseurt son 'peus bet kanet gwechall c'hwi … pé 'vize eo ho tro da ganañ

Marie-Louise : A med ...me 'gane en galleg koa

Lors : Ya

Marie-Louise : Ya ur bern tud 'gane e galleg

Lors : Ha peseurt son 'oa... 'oac'h kustumet da ganañ

Marie-Louise : O med 'ouiec'h ket ar re-se … me 'gane … me 'gane … me ma 'giz-se « chuis l'moineau , chuis l'titi , chuis l'gamin de Paris , dans les rues je me faufile, chuis pas riche » m'eus ket soñj ken ...med me 'gane hou'zh alies

Lors : A ya

Marie-Louise : Ya ma geniter … un' deus ma geniterezed… geniter ' gane « les roses blanches »

Lors : A hon'zh 'zo brao

Marie-Louise : Ya ha 'n hin' ell hi 'gane « Les roses rouges »

Lors : « Roses blanches » ha « roses rouges »

Marie-Louise : « Oui » ya …. « les roses blanches » med me 'blije din kleo ar « roses blanches » ha ma bugale 'na prenet … ma ...ma merc'h ma merc'h 'na prenet un disk din a zo ar « roses blanches » … ar mod-se … ' wechoù … beb ar mare ppffff pas gwall alies … bin ' lakan an diskoù bin m'eus …

Lors : C'hoazh bremañ

Marie-Louise : Ya … ha mè plijadur 'kleo ar « roses blanches »

Lors : Ha piou 'gan neï war ...war an disk … n'é ket Berthe Sylva

Marie-Louise : M'eus ket soñj piou 'gana nê

Lors : Nann tanpir … ha peseurt … war

Marie-Louise : Med re brezhoneg me 'lak... m'eus nê è

Lors : Ya med just 'wac'h peseurt hin' brezhoneg ' oac 'h kustumet da ganañ pé 'oa pé 'oa doc'h da ganañ 'benn ar fin

Marie-Louise : Kousk Breizh-Izel

Lors : Humm

Marie-Louise : Ya

Lors : Soñj 'peus un tamm deus hounzh

Marie-Louise : A a ya un tamm

Lors : Lar ' ta deomp

Marie-Louise : Hin

Lors : Lar … lar ' ta deomp un tamm ...

Marie-Louise : Ya med me m'eus ket mouezh kar e'o (erru) on re gozh

Lors : Ya med bon …

Marie-Louise : « An heol a zo kuzhet... setu echu an dé... me 'glev ar c'hloc'h an tintal an ave ... kousk kousk Breizh-Izel bro dispar setu an noz o tont war an douar kousk Breizh-Izel Bro ken mad … trouz ar mor bras a sav da luskellad ! »


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Marie-Louise : E-barzh ar feurm on bet e-barzh an euredoù… e-barzh… e-barzh… e-barzh ar c'harrdi aze

Lors : E-barzh ar c'harrdi e veze lakaet taolioù ha

Marie-Louise : Ya ya ya ya

Lors : Ha skaon(enn)où

Marie-Louise : Ya ! Ola, an dra-se a veze labour … hag e veze lazhet ul loen bennak…

Lors : Ha lazhet ul loen ya

Marie-Louise : Ul loen ya

Lors : Peseurt loen … ur pemoc'h pe ur vuoc'h

Marie-Louise : Ba me am eus klevet laret ma mamm pa oa … pa oa eureudet e oa lazhet un annoar … un annoar hag ul leue pe ...pe daou … o me ne ouian ket ...ne ouian ket pet loen moarvat a oa mes pemp kant den e oa e-barzh an eured

Lors : Pemp kant den !

Marie-Louise : Ya pa oa … pa oa euredet ma mamm

Lors : Ha pevare e oa se neuze e-barzh ar bloavezh

Marie-Louise : C'hwec'h … c'hwec'h ...tri bloaz … tri bloaz war an … tri war an ugent … tri war an ugent …. « mille neuf cent vingt-trois »

Lors : Mil nav c'hant tri warn-ugent.

Marie-Louise : Ya

Lors : Hag e-barzh peseurt kêr e oa

Marie-Louise : Amañ amañ e-barzh Lambard (Lamprat ?) e oa… e oa … e oa ar friko ya

Lors : E-barzh Lambard… pemp kant den

Marie-Louise : Ya pemp kant den

Lors : O la la … a-benn neuze e oa … plijadur moarvat … mes

Marie-Louise : Gwir eo hin

Lors : Ya ya … ha klevet am eus laret gant … gant tud kozh all hag … la an euredoù a bade e-pad tri devezh

Marie-Louise : O la la tri devezh … eishteiz

Lors : Eizh ivez

Marie-Louise : O la … n'ho peus ket nemet sellet … a-benn … a-benn prepariñ toud an traoù-se ha goude-se a-benn debarasso toud an traoù-se

Lors : Bez e veze chistr d'an eured

Marie-Louise : Me ne ouian ket peseurt mod

Lors : Gwin a veze ivez … gwin ruz

Marie-Louise : O me a zo bet e-barzh euredoù war ar maez ya a veze gwin hin

Lors : Ha rom (rhum)

Marie-Louise : O ya moarvat traoù a veze o bin me ne raen ket kement-se intansïon (evezh)

Lors : Nann ne oac'h ket kustumet d'evañ

Marie-Louise : Nann o ya ya traoù a veze

Lors : Ha setu

Marie-Louise : A eo … pa veze … pa veze … pa veze mann ebet e-barzh ar « bouteille » ken e veze lakaet un tamm paper ha … ha laret « emañ an tan e-barzh ar " vouteille " » … ya

Lors : Un tamm paper ha lakaet tan e-barzh

Marie-Louise : A ya e vezent o lakat e-barzh ar paper ha laret « aze emañ an tan e-barzh ar " vouteille " » kar lod diouzh an dud a oa ...lod a oa … a oa en em okupiñ da servijiñ ar boeson koa ha « mon vieux « an hini yaouank a veze sellet a veze tan e-barzh ar « vouteille « … mes a-wechoù e veze lakaet an tan e-barzh ar « vouteille » memes tra peogwir pa oa riñset … o me a lar deoc'h ...am eus gwelet traoù memes tra ya

Lors : Ha pa oa riñset ar voutailhad

Marie-Louise : A ya

Lors : Un tamm paper e-barzh hag « O aze a zo tan … »

Marie-Louise : Ya an tan e-barzh ar voutailh o la la neuze e c'haloupe un den da glask anezhi ha da gas unan all war … war … e-barzh he blas

Lors : E-barzh he blas war an daol

Marie-Louise : « voilà » o ya … a bep seurt traoù hon eus gwelet … plijadur hon doa koa moarvat gwelet traoù ar mod-se

Lors : A bin ya ya ya … a bin se n'am eus ket bet sellet

Marie-Louise : Ha pep hini a gane e son

Lors : Pep hini

Marie-Louise : Pep hini a ouie e son … ha pa save unan da da … abalamour da... da ganañ koa ha mes … ar re a oa abituet a ouie a-walc'h peseurt hini peseurt son yae eñ da ganañ koa a ya plijadur hon beze

Lors : Setu moarvat ma ouie … ma ouie an dud kanañ toud anezho e veze klevet kanaouennoù e-pad an deiz tout

Marie-Louise : A ba ya … e-pad ar … e-pad ar … e-pad e oamp … e-pad al lein tout e veze tud o kanañ … an eil war-lerc'h egile ha pep hini a ouie gant e … gant e … a gane e son koa o plijadur a veze ...o ya an dra-se e oa un amzer vad

Lors : Sertanamant ya

Marie-Louise : Ya

Lors : Ha c'hwi ho peus bet kanet ivez

Marie-Louise : O ya mes pas kalz

Lors : Nann mes ur son memes tra

Marie-Louise : O a-wechoù mes me ne'm eus ket bet kanet mes ma c'hoarezed a gane

Lors : Mes peseurt … peseurt son ho peus kanet gwechall c'hwi … pa veze erruet ho tro da ganañ

Marie-Louise : A mes … me a gane e galleg koa

Lors : Ya

Marie-Louise : Ya ur bern tud a gane e galleg

Lors : Ha peseurt so e oa … e oac'h kustumet da ganañ

Marie-Louise : O mes n'ouzoc'h ket ar re-se … me a gane … me a gane … me am boa e-giz-se « 'ch'ui l'moineau, 'ch'ui l'titi, 'ch'ui l'gamin d'Paris, dans les rues je me faufile, 'ch'ui pas riche » n'am eus ket soñj ken … mes me a gane honnezh alies

Lors : A ya

Marie-Louise : Ya ma geniterv ...unan eus ma genitervezed … (ma) geniterv a gane « Les roses blanches »

Lors : A honnezh a zo brao (brav)

Marie-Louise : Ya hag an hini all … hi a gane « Les roses rouges »

Lors : « Roses blanches » ha « Roses rouges »

Marie-Louise : « Oui » ya … « les roses blanches » ...mes me a blije din klevout ar « roses blanches » ha ma bugale o doa prenet … ma … ma merc'h ma merc'h he doa prenet un disk din a zo ar « roses blanches » … a-mod-se ...a-wechoù … bep ar mare … pppfff pas gwall alies bin a lakan an diskoù bin … am eus

Lors : C'hoazh bremañ

Marie-Louise : Ya … hag am bez plijadur o klevout ar « roses blanches »

Lors : Ha piv a gan anezhi war … war an disk … n'eo ket Berthe Sylva

Marie-Louise : N'am eus ket soñj piou (piv) a gan anezho

Lors : Nann … tanpir … ha peseurt … war

Marie-Louise : Mes re brezhoneg me a lak … am eus anezho ivez

Lors : Ya mes just awalc'h peseurt hini brezhoneg e oac'h kustumet da ganañ pa oa … pa oa deoc'h da ganañ a-benn ar fin

Marie-Louise : « Kousk Breizh-Izel »

Lors : Hummm

Marie-Louise : Ya

Lors : Soñj ho peus un tamm eus honnezh

Marie-Louise : A a ya un tamm

Lors : Lar 'ta deomp

Marie-Louise : heñ ?

Lors : Lar… lar 'ta deomp un tamm

Marie-Louise : Ya mes n'am eus ket mouezh kar e'o (erru) ... erru on re gozh

Lors : Ya mes bon

Marie-Louise : « An heol a zo kuzhet, setu echu an deiz, me glev ar c'hloc'h o tintal an Ave … kousk, kousk, Breizh-Izel bro dispar, setu an noz o tont war an douar, kousk, Breizh-Izel bro ken mad, trouz ar mor bras a sav d'az luskellat ! »

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh