Marie Thérèse Le Gal - Plourin-Gwitalmeze/Plourin

Marie Thérèse Le Gal - Plourin-Gwitalmeze/Plourin

Désirant être enseignante très tôt, les sœurs de l'école catholique où allait Marie-Thérèse, vinrent conseiller à son père de la laisser poursuivre dans cette voie. Elle enseignera à Ploudaniel et Plouider pour se retrouver ensuite durant cinq années en pleine brousse en Côte-d'Ivoire où elle exercera son métier et apprendra le « Baoulé » tout en continuant à former les enfants de là-bas, en Français. Elle nous livre des souvenirs de la façon de vivre et de travailler, dans une école au cœur d'un pays au climat très sec, où tout le monde attend la saison des pluies, à 300 Kilomètres au Nord  d'Abidjan.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Hag a hend-all peseurt souñj 'peus deus ar « c'hôte-d'Ivoire «  neun

Marie-Thérèse : Sonjoù mat

Lors : Beñ lavar din 'ta neun...peseurt...un neubeud doc'houto

Marie-Thérèse : Beñ ur vuhez... ur vuhez disheñvel ...ni ' ioa e choum en er ...en er gêr vihan tri c'hant kilometrad e... e Norzh «  Adidjan » ...setu ...ya ...an dud ...an dud e ioa digemer … digemeret mat edomp gant an dud atao hag ...kalz ...kalz a c'hoarz ...tud laouen

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Tud paour med laouen ...o ya … ar skolidi … ya ar skolidi 'laboure ...a laboure muioc'h 'gav din eget ar skolidi e... e Frañs amañ

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya ...ha koulskoude 'doa ket ...'doa ket aesamant heñ pe'gwir  ar peb brasañ n'e doa ...' doa ket nentra evit ober o labour skol er gear

Lors : A nann

Marie-Thérèse : Ya farsus eo e teuent d'ar skol ga'd er c'haier hag el leor 'barzh en … er « foulard «  skloumet ahe war ar penn hag alies er ...er voutailhad liou war-c'horre

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Hag ec'h 'n im ga'ent  mod-se 'tañsal ha nen'...nentra ne goueze

Lors : A nann

Marie-thérèse : A ya … a  nann 'fiñ er skol ...er skol 'ioa bras er skol seurezed med d'am meno e ioa tri glas ...teir c'hlas eus peb leve ...live

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Setu 'rae  tud heñ

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Hag setu al leurenn a ioa bras ha pa ...pa groge ar skol an holl a deue d'ar skol gant ur ...'z eus ket er ger brezhoneg da lavarout an dra-he «  la machette « 

Lors : «  La machette «  ya

Marie-Thérèse : Ya setu al labour kentañ 'oa trouc'hañ ar yeot...

Lors : War al leurenn...

Marie-Thérèse : War al leurenn … evit kaout al leurenn evit ...hag ar yeot a ioa ar mod-se heñ...

Lors : A ya

Marie-Thérèse : A ya ...setu beñ un dra dicheñvel memes tra koa

Lors : Ya ya

Marie-Thérèse : Hag vije great 'n er ganañ ...'n er ...bon ha da c'houde pe'gwir beñ eveljust pe'gwir e vehe … e vehe bresset e teue da ve'a'  …ya penaos 'vé laret « euh »

Lors : ' Giz foenn koa...

Marie-Thérèse : Heñ

Lors : 'Giz foenn pe …

Marie-Thérèse : «  Non , non «  al leurenn ...al leurenn mem'...  penaos ' vez  laret deus an … an tiez amañ a-raok...

Lors : A ya ...ya ya ya  'vel ul lor-zi koa

Marie-Thérèse : Ya ...ya ya setu da c'houde e c'hallemp c'hoari war an dra-he hag... 'blamour ar glao 'pase meur a vichad a vehe hep glao koa setu ar yeot ne...ne  boulze ket

Lors : A nann

Marie-Thérèse : Ha pa 'c'h  im gave vakañsoù ...vakañsoù poent an hañv ahe poent ar vakañsou bras 'giz ma vez lavaret ...'oa poent ar glao i'é setu ar yeot a boulze  'pad an hañv

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya

Lors : A ya sete 'oa ret dê  adtroc'ha' tout goude...

Marie-Thérèse : Ya bep bloaz bep bloaz ya

Lors : Bep bloaz hag amzer ar glao e ioa e peseurt mizioù

Marie-Thérèse : An dra-he zo ...an dra-he zo eat kuit

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya ... 'm eus ke' joñj ... »euh » soñj am eus an dud a c'hortoze an dra-he

Lors : Ya

Marie-Thérèse : 'Blamour skuizh...skuizh gant ar ...ar sec'hor hag diês ar vuhez 'vito heñ ... ar parkeier ahe...pa vehe ket a c'hlao eveljust an traoù ne boulzont ket kalz ha forzh penaos 'vel laran deoc'h an dud e ioa paour evit labourat n'o doa ket nemet ar ...an treñch hag ar bal ha setu 'doa ket ...'doa ket kalz devezh-arad ...'doa ket nemet kornioù parkeier ahe evit...

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Liorzoù koa

Marie-Thérèse : Ya... liorzoù med ... »euh » e... e-touez er … er c'hoad ...ar gêr ma edon-me a zo etre ma kerez ar c'hoad bras «  la forêt vierge « 

Lors : Ya

Marie-Thérèse : hag «  la brousse «  a zo  a 'anve'ez moarvat yeot elefant

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Hag a zo ...setu « euh » evit labourat e rankont kempenn kornioù bihan e-touez an dra-he hag … 'n 'ra-he  « euh » …

Lors : Ha kaout dour koa

Marie-Thérèse : Heñ

Lors : « Euh » matehe toulla' puñsoù

Marie-Thérèse : « Non « 

Lors : «  Non »

Marie-Thérèse : «  Non ...non «  hag eva' dour lous o la la la la

Lors : Dour lous ya

Marie-Thérèse : Ya poullou dour ...poullou dour « euh » hag a 'z ae ...ar merc'hed a'z ae da gerc'hat ga'd o sailh da glask ...da gerc'had an dour ...ar sailh war ar penn « euh » evit ...ha koulskoude tud ...an dud ma m'eus-me anavezet eno ...tud prop kenañ koa

Lors : A ya

Marie-Thérèse : A ya gwalc'het bemdez « euh » … pa welez ar vugale gant ...ga'd ar vasin (« bassine «) gant ar savon (soavon) ahe  ...med gant neubeud a zour memes tra

Lors : Hmmm

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Hag a-hend-all peseurt soñj ho peus deus ar « C'hôte-d'Ivoire » neuze

Marie-Thérèse : Soñjou mat

Lors : Beñ lavar din eta neuze… peseurt… un nebeut diouto

Marie-Thérèse : Beñ ur vuhez… ur vuhez disheñvel… ni a oa o chom en ur… en ur gêr vihan tri c'hant kilometrad e... e Norzh « Abidjan »… setu… ya… an dud… an dud a oa degemer... degemeret mat edomp gant an dud atav hag… kalz… kalz a c'hoarzh... tud laouen

Lors :A ya

Marie-Thérèse : Tud paour met laouen … o ya… ar skolidi… ya ar skolidi a laboure… a laboure muioc'h a gav din eget ar skolidi e… e Frañs amañ

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya… ha koulskoude n'o doa ket… n'o doa ket aezamant heñ peogwir ar pep brasañ n'o doa… n'o doa ket netra evit ober o labour skol er gêr

Lors : A nann

Marie-Thérèse : Ya farsus eo e teuent d'ar skol gant ar c'haier hag al levr e-barzh en… ur « foulard » skoulmet aze war ar penn hag alies ar... ar voutailhad liv war-c'horre...

Lors : A ya

Marie-Thérèse : hag ec'h en em gavent  'mod-se o tañsal ha ne... netra ne gouezhe

Lors : A nann

Marie-Thérèse : A ya… a nann anfiñ ar skol… ar skol a oa bras ar skol seurezed… met d'am meno e oa tri glas... teir c'hlas eus pep leve... live

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Setu a rae tud heñ

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Hag setu al leurenn a oa bras ha pa… pa groge ar skol an holl a deue d'ar skol gant o… n'ez eus ket ur ger brezhoneg da lavarout an dra-se : « la machette »

Lors : « La machette » ya

Marie-Thérèse : Ya setu al labour kentañ a oa troc'hañ ar geot

Lors : War al leurenn...

Marie-Thérèse : War al leurenn… evit kaout al leurenn evit… hag ar geot a oa ar mod-se heñ...

Lors : A ya

Marie-Thérèse : A ya... setu beñ un dra disheñvel memes tra koa

Lors : Ya ya

Marie-Thérèse : Hag e veze graet en ur ganañ… en ur... bon ha da c'houde peogwir beñ evel-just peogwir e veze… e veze breset e teue da vezañ… ya penaos e vez lâret « euh »

Lors : E-giz foenn koa...

Marie-Thérèse :  Heñ

Lors : E-giz foenn pe...

Marie-Thérèse : « Non, non »… al leurenn… al leurenn « même »... penaos a vez lâret deus an… an tiez amañ a-raok...

Lors : A ya… ya ya ya evel ul lor-zi (leur-zi) koa

Marie-Thérèse : Ya… ya ya setu da c'houde e c'hallemp c'hoari war an dra-se hag abalamour ar glav pase meur a viziad a veze hep glav koa setu ar geot ne... ne boulze ket

Lors : A nann

Marie-Thérèse : Ha pa en em gave ar vakañsoù...vakañsoù poent an hañv aze poent ar vakañsoù bras e-giz ma vez lavaret… e oa poent ar glav ivez setu ar geot a boulze e-pad an hañv

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya

Lors : A ya setu e oa ret dezho adtroc'hañ tout goude...

Marie-Thérèse : Ya bep bloaz bep bloaz ya

Lors : Bep bloaz hag amzer ar glav e oa e peseurt mizioù

Marie-Thérèse : An dra-se a zo… an dra-se a zo aet kuit

Lors : A ya

Marie-Thérèse : Ya... ne 'm eus ket soñj… « euh » soñj am eus an dud a c'hortoze an dra-se

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Abalamour skuizh… skuizh gant ar… ar sec'hor ha diaes ar vuhez evito heñ… ar parkeier aze… pa ne veze ket a c'hlav evel-just an traoù ne boulzent ket kalz ha forzh penaos evel a lâran deoc'h an dud a oa paour… evit labourat n'o doa ket nemet ar… an treñch hag ar bal hag setu n'o doa ket… n'o doa ket kalz devezh-arat… n'o doa ket nemet kornioù parkeier aze evit...

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Ya

Lors : Liorzhoù koa

Marie-Thérèse : Ya… liorzhoù met… « euh » e… e-touez ar… ar c'hoad… ar gêr ma edon-me a zo etre, ma karez, ar c'hoad bras « la forêt vierge »

Lors : Ya

Marie-Thérèse : hag « la brousse » a zo… a anavezez moarvat geot elefant

Lors : Ya

Marie-Thérèse : Hag a zo… setu « euh » evit labourat e rankont kempenn kornioù bihan e-touez an dra-se hag… an dra-se  « euh »…

Lors : Ha kavout dour koa

Marie-Thérèse : Heñ

Lors : « Euh » marteze toullañ puñsoù

Marie-Thérèse : « Non »

Lors : « Non »

Marie-Thérèse : « Non… non » hag evañ dour lous o la la la la

Lors : Dour lous ya

Marie-Thérèse : Ya poulloù dour… poulloù dour « euh » hag ez ae... ar merc'hed az ae da gerc'hat gant o sailh da glask… da gerc'hat an dour… ar sailh war ar penn « euh » evit… ha koulskoude tud… an dud ma m'eus-me anavezet eno… tud prop kenañ koa

Lors : A ya

Marie-Thérèse : A ya gwalc'het bemdez « euh »… pa welez ar vugale gant... ar vasin ( bassine) gant ar savon (soavon) aze… met gant nebeut a zour memes tra

Lors : Hmmm

 

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.

 

 

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh