Galloud a reer kompren ar mennozhioù hag an doare m'int bet krouet pa seller a-dost ouzh ster al lavarennoù. E bro Kallag e vez graet gant gerioù kar evit ober anv eus al leziregezh, al loustoni hag ar fraost : fagn – leziregezh, loustoni – ha fagnouz – feneant – a zo gerioù kar da fagnach, a anv ul lec'h goloet gant struj, gant gwez pe gant geot n'haller ket implij. Hervez meur a desteni e veze diskouezet doareoù ha personelezh ur peizant gant ar mod ma kempenne ha ma c'houneze e barkeier. Kavout a rae d'an dud e teue digempouez er parkeier gant loustoni an natur, evel un dañjer a lakfe pep tra en arvar, betek ar c'hendalc'h war ar maez. Ne oa nemet al labour a enebe ouzh mennozh al « loustoni », evit peizanted gwechall. Evit labourerien-douar ha liorzhourien a-vremañ ez eus deuet produioù dilouzaouiñ e plas labour ar filzier hag ar c'hravelloù.
Urzhiet ar gevredigezh, urzhiet an natur
Da vare ar Sklêrijennoù e oa deuet ar sell da vezañ dismegañsus war ar beizanted a vefe didalvoud, warlerc'hiet, lezirek. Ar pennoù bras o doa implijet ar sell-se goude an Dispac'h evit freuzañ an douaroù boutin hag an douaroù distuz (lanneier, fraost ha geunioù), rak gorrekaat a raent mont war-raok al labour-douar, d'o soñj. Lakaat ar beizanted da vale moan a oa lakaat ar maezioù d'ober heñvel, neuze.
En 19vet kantved e oa deuet ar vourc'hizelezh da ren ar gevredigezh ha da glask lakaat ar Frañs da vezañ kreñv hag industrielaet. Ar yec'hederezh, diazezet war soñjoù moral, a yae asambles gant talvoud al labour lakaet da gentañ : ret e oa stourm ouzh an dud didalvez hag ouzh dañjer al loustoni, a veze kavet e pep lec'h. Mennozhioù ar "prop" hag an "nerzhus" a servijas neuze da fesoniñ ur soñj eus an urzh a dalveze evit an hiniennoù kement hag ar gevredigezh, evit ar plantennoù hag ar struzh (gounezet).