Koublet eo reizhiad an douaroù hag aozadur ar gevredigezh, ha studiet int o-daou el labour antropologiezh-mañ diwar-benn kumun Damgan a-raok adlodennañ ar bloavezhioù 1950. Ennañ ez eus anv ouzhpenn eus an ereoù a skoulm darempredoù an dud gant an natur ouzh darempredoù an dud etrezo. Sophie Laligant a ziskouez penaos e oa rannet an tiriad e div lodenn disheñvel-mat. Eus un tu edo an douaroù aret digor a veze meret a-stroll (graet e veze « rayage » anezho). Eus an tu all e oa parkeier kloz a veze labouret gant hiniennoù (graet e veze « clos » anezho). Enno e veze graet gounidoù padus (gwini, gwerjezoù, pradoù, lanneier).
Gant an doare-se da aozañ an douaroù e ranke ar beizanted en em skoazellañ hag en em guzuliañ evit ober divizoù. Met ar boblañs en he fezh eo a gemere perzh, pa vefe anv eus monedone ar madoù, eus reizhiad an hêrezh pe c'hoazh eus lidoù ar vuhez (badeziantoù, euredoù, obidoù) a gas selloù war an natur, al lec'hioù hag an amzer. Displegañ a ra an oberourez penaos eo deuet an douaroù da vezañ hiniennel da vat pa oa echu gant ar frammoù a-stroll a-wechall.
E Breizh-Izel e veze kavet seurt doareoù d'ober gant parkeier digor en arvor, dreist-holl, gant an anv « rayage » e Damgan ha « maezioù » e lec'h all.