Ur podskignad nevez a-benn nebeut !
En hañv 1982 e oa bet ur buhezour radio oc’h ober e atersadenn gentañ e brezhoneg, er vro vigoudenn, e enroller Nagra gantañ. Ar paotr yaouank-se a oa Daniel Jequel e anv. Brezhoneger arroutet anezhañ, sot gant sevenadur Breizh, n’en doa labouret biskoazh en ur radio en e vuhez. Met foetañ bro a reas dizale e Breizh-Izel a-bezh evit enrollañ brezhonegerezed ha brezhonegerien. E-pad un dek vloaz bennak e teuas mouezh Daniel Jequel da vezañ anavezet mat gant selaouerien Radio Breizh Kornôg, ar skingomz nevez-flamm digreizennet eus Radio Frañs e Kemper.
Mont a ra an enrolladennoù-se d’ober ur pennad espar eus memor klevet Breizh. Gant ur podskignad e 4 fennad, produet gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù, e vez kontet an avantur dibar-se, war-fed ar yezh hag an darempredoù etre an dud, gant dielloù, atersadennoù klaskerien ha testeni ar buhezour, 40 vloaz diwezhatoc’h.