7 a viz Gwengolo 1811 : Boulc’h kentañ ar ganol eus Naoned da Vrest

Aozer : Jérôme Cucarull / Du 2016
Disoc’h un hir a breder, bet boulc’het pa oa bet kanolet ar stêr Wilun er XVIvet kantved, eo an dekred toullañ kanolioù Breizh, bet sinet gant an impalaer Napoleone e miz Even 1811, a roas lañs da labourioù ar ganol eus Naoned da Vrest. Ha pa oa bet adlakaet ar preder-se war ar stern war-dro 1780 e voe ret gortoz pell avat a-benn ma voe kaset ar raktresoù-se da benn. Ne voe ket kroget gant labourioù ar ganol a dreuzje Breizh a-raok 1808 ha ne voent achuet nemet e 1842.

Chanterioù kentañ fin ar XVIvet kanted

Dornskrid enlivet diwar ar merdeiñ war ar stêr Wilun er XVIvet kantved. Ur goulenn digant Stadoù Breizh sur-awalc’h, bet sevenet, war a seblant, gant Olivier Aulion, enlivour anezhañ. Diskouez a ra an dastumad 24 zaolenn-mañ red ar Wilun eus Redon da Roazhon.  Moulin le Conte B. –Apigné C., ul lodenn eus red ar stêt Wilun eus Redon da Roazhon, taolenn n° 23, 1543, BNF, rann ar c’hartennoù hag an tresoù, notenn : 40652558, daveenn an diell : GE EE 146 RES

Er XVIvet kantved, kerkent ha staget an dugelezh d’ar rouantelezh c’hall, e teuas ar soñj toullañ un hent dour a-dreuz Breizh evit kadarnaat he stagidigezh armerzhel koulz ha politikel. E 1538 e voe divizet gant Stadoù Breizh kanoliñ ar stêr Wilen evit ma c’hellje ar listri sevel ganti betek Mezeg. E 1585 e voe digoret ar c’hentañ hent dour eus Roazhon da Redon ha d’ar meurvor dre ar Wilen izelañ.


Abalamour da gronnoù dre vor ar Saozon da vare Loeiz XIV e fellas da Stadoù Breizh ma vije raktreset ur rouedad kanolioù e Breizh hag er Maine ivez. E 1627 e voe roet o asant gante da raktres ur ganol a gasje eus Brest da Garaez. Dilezet e voe avat dre ziouer a arc’hant, dre ma kave da Richelieu, ha da Vauban war e lerc’h, e oa pourvez arsanailh Brest dre ar mor ur pal strategiel hollbouezus.


Ne voe ket roet lañs en-dro da raktresoù kanolioù Breizh a-raok an XVIIIvet kantved. E 1746, o kemer harp hag oc’h astenn plañioù an ijinour Abeille e 1730, e raktresas ar c’hont a Gersaozon ur rouedad pemp kanol a vije digoret gante an hent dour eus ar Rañs d’ar Wilun ha d’al Liger, ha kempennet red an Oud hag ar Blañwezh evit ma c’hellje al listri merdeiñ warne a-hed ar bloaz. Dilezet e voe ar raktres-se ur wech ouzhpenn abalamour d’an diouer a arc’hant.

Er bloavezhioù 1780 e teuas ar raktresoù da wir

Mont a reas ar studiadennoù kentañ da benn er bloavezhioù 1780. E miz Genver 1783, war atiz Pêr-vari a Roznivinenn, kont a Bire, e voe savet ur gomision war ar verdeadurezh diabarzh evit studiañ ar raktresoù a zifluke a-vil-vern. D’an 31 a viz Here 1784 e kinnigas ar gomision ur gartenn a-vras d’ar roue Loeiz XIV. Skoazellet e oa ar gomision-se gant izili varrek Akademiezh Skiantoù ar Roue, an abad Alexis Rochon ha Nicolas de Condorcet en o zouez. A vann-da-vann ez eas an tresad a-vras war resisaat. Kemer a reas ar roue perzh ennañ rak ouzhpenn talvoudegezh armerzhel ha strategiel kanolioù Breizh e oa e c’halloud kreiz da vezañ kreñvaet gante.

Labourioù meur an XIXvet kantved

Distrujet e voe gant an Dispac’h an ensavadurioù a rae war-dro ar merdeiñ ha stanket e voe kement raktres a oa. Derc’hel a reas Rochon koulskoude da zifenn ar raktresoù a oa bet savet. En XIXvet kantved, a-benn ar fin, da vare sezis-mor Brest gant ar Saozon an hini e voe kendrec’het Napoleone 1añ war pouez strategiel an Argoad evit dic’hronnañ porzh Brest hag evit paskañ boued ha pourvezioù brezel  da arsanailhoù Brest hag an Oriant, asambles gant Naoned ha Sant-Maloù. E 1803 e voe fiziet da Gi Bouessel, pennijinour ar Hentoù ha pontoù, studiañ ar raktres-se. E 1805 e voe studiet ur raktres all dic’hronnañ Brest, disteroc’h anezhañ, eus Kemper da Vrest dre juntañ ar stêr Aon gant an Oded. Ne oa ket e interest armerzhel, dister awalc’h, a live gant e goust avat ha lakaet e voe ar raktres kentañ war ar stern en-dro : ur ganol eus Naoned da Vrest.

Divent e oa ar chanter rak juntañ diazadoù teir pennstêr dre dri kan-rannañ a oa d’ober. Klaz meur Groñvel a oa da vezañ toullet etre ar stêr Aon hag ar Blañwezh, kan Hilvern etre ar Blañwezh hag an Oud  ha kan Bout-de-Bois etre ar stêr Erzh hag an Isar. E 1808 e krogas al labourioù dre bep penn ar ganol, el Liger Izelañ hag e Penn-ar-Bed. D’ar 7 a viz Gwengolo 1811 e voe diazezet maen kentañ ar skluz kentañ war kan ar Gilli C’hlas, war harzoù komunioù Meilh-ar-Wern ha Kastellin. Aozet e voe ur gouel bras e enor an impalaer Napoleone, bet roet gantañ e asant evit ma vije kroget ganti da vat.
Evit ma ‘z afe buanoc’h an traoù e voe aotreet dre dekredoù da lakaat kondaonidi ha prizonidi-brezel war an trimard. E 1812 e voe toullet kan Bouts-de-Bois gant prizonidi-brezel a Vro-Spagn, lojet dindan ar seizh avel e kamp ar Jarriais, e-tal Saverieg. Goude bezañ bet tost dilezet etre 1814 ha 1822 e voe digoret an hentoù dour etre Naoned ha Redon hag etre Brest ha Karaez e 1836. D’ar 1añ a viz Genver 1842 e voe digoret an hent dour hed-ha-hed etre Naoned ha Brest : 360 km anezhañ, 237 skluz dezhañ kement ha dereziañ 555 metr a zinaou en holl.

Ur perzh armerzhel meur eo bet hini ar ganol e kreiz-Breizh. Aesaet he deus gwerzhañ an danvez produet eno, ar vein-sklent paneveken. Adalek fin ar bloavezhioù 1850 avat, dre ma oa bet gwellaet ar c’harrentoù ha diorreet an hentoù-houarn (digoradur an hent-houarn Karaez-Kastellin-Kamared e 1911) e koazhas ar fred war ar ganol ha dilezet e voe da vat e 1942.

Diaporama

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jérôme Cucarull , « 7 a viz Gwengolo 1811 : Boulc’h kentañ ar ganol eus Naoned da Vrest », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/7-a-viz-gwengolo-1811-boulc-h-kentan-ar-ganol-eus-naoned-da-vrest

Levrlennadur

  • Cucarull Jérôme, « La difficile naissance des canaux bretons », contribution à La Bretagne des savants et des ingénieurs 1750-1825, Roazhon, emb. Ouest-France, 1991, p. 222-239.
  • Cucarull Jérôme, « Le rôle des canaux dans le développement économique de la Bretagne », contribution à L’aventure intérieure... des canaux en Bretagne, Roazhon, emb. Apogée, 1995, p. 74-84.
  • Thomas Stéphane, La vie du canal de Nantes à Brest dans le Finistère (1826-1914), Speied, emb, Keltia Graphic, 2009.
  • Kergrist Jean, Les bagnards du canal de Nantes à Brest, la vie au camp de Glomel (1823-1832), emb. Keltia Graphic, 2003, 190 p.
  • Moreau Françoise, Eau-forte, emb. l’Escarbille, 1999, 123 p. 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh