Al lennegezh dre gomz : ar c'hontadennoù

"Il était une fois... en Bretagne, Contes, collectes et conteurs."
Sed aze titl an diskouezadeg emañ ar gevrevredigezh Bretagne Culture Diversité o paouez lakaat en-linenn.
Un diskouezadeg niverel an hini eo, da lâret eo lakaet en-linenn, war ar web.
Un digarez evidomp da lakaat ar gaoz war ar marvailhoù e kompagnunezh Herri an Aod eus Purid-Kintin.
Gouestlet eo an abadenn-mañ da Albert Poulain, konter meur eus Piperia aet d'an aon d'ar 6 a viz Here.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité