Aline Lédan - Kommana

Aline Lédan Commana Monté

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Aline : Beñ  pep hini  n'eus  n'eus … n'eus bet é é

Lors : E lod

Aline : E lod …hag bon a zo estimet pep hini n'eus bet e li'ur ...bremañ é aesoc'h de'o neuhe   hag  med bremañ … n'eus ket ne'o  ... n'eus e e e n'eus ar jouisañs deuc'houto ken ... pa vin-me ket kin

Lors : A

Aline : A beñ

Lors : A ya

Aline : bah neuhe lar   setu bremañ é … é 'm eus toud 'rankan  paea'  i'é  heñ an impojoù ha toud setu bon  bremañ pa  pa 'mez  em eus ..pet'a 'vez graet dac'h an dra-he dija... dac'h brem' ar ...mouniz dac'h ar …

Lors : Ar mouniz ya

Aline : ar mouniz dac'h   dac'h  dac'h an douar koa … dac'h … a me' beb bloaz

Lors : Ya

Aline : Nemet ' rankan paeañ  'laran dit toud ar … setu 'jom ket kalz ganin med bon

Lors : Med kalz douaroù 'jom ganit c'hoazh

Aline : Toud ar re … toud ar re a oa roe... … ma re... a zo … n'int ket din kin  nemet  pa da jouisañ  dac'houto 'tao ...'vint  ket gouest ... ken e vin partiet

Lors : A ya med memes tra é … é red dit paeo ar frejoù

Aline : A  med ya  beñ normal é pa pa  douchin  ar … pet'a  ar …

Lors : Ya … ar feurmaj koa

Aline : "voilà "

Lors : Ya setu te a douch ar feurmaj ha te a baef ar frejoù war-lerc'h koa

Aline : Ya

Lors : Beb blâ

Aline : Ya

Lors : Ya

Aline : Beñ  'mod-se 'oa konsailhet din «  hein »

Lors : Ya an noter  'na graet

Aline : Ya 'barzh e  Landi zo nao pé zek vloa' zo … n'oun ket... n'eus ket  dek vlâ ... dek vlâ 'zo 'mañ  'tao in  « période mois d'avril «   aï aï eo ya ya dac'h  « mois d'avril «  ya

Lors : Miz ebrel

Aline : Ya miz ebrelLors : Ya    ya ya ...hag me '  ane'ef la ur … ur mab 'peus ' zo ' terc'hen bistro amañ 'ba Koumanna

Aline : Ya

Lors : Hema'  'n hain' é heñ … hema' … hema'  'zo  'n hain' brasañ   'n hain' koshañ pé …

Aline : Ar verc'h é ar c'hoshañ hag hennezh  'zo 'n eil hag an hini  'zo amañ   neus loened 'zo an tride hag an hin' 'zo e Brest … ket … é chom 'mañ é Lampaul   é Lampaul neus graet un ti …

Lors : A zo ar bevare

Aline : A  a ya setu … «  euh «   beñ  neus é ... neus e lod i'é

Lors : Ya ya  set' ho mab 'n hain'  'zo  'terc'hen ostaleri amañ … bistro koa … hema' 'zo an eil koa

Aline : Ya  heñ'zh  'zo 'n eil

Lors : Ya ha pé oad é-eñ brema'

Aline : Beñ … ganet «  en soixante « 

Lors : A ganet e tri-ugent

Aline : Ya

Lors : A ya … sete ar... ar verc'h henañ

Aline : «  en soixante «  ha va merc'h 'zo ganet  «  en «  o m'eus …

Lors : Mil nao c'hant …

Aline : «  Attends «  … « euh «  beñ … o 'm eus ket joñj kin

Lors : Tri blâ  'raok

Aline : Heñ

Lors : Tri blâ ...

Aline : Daou pé dri blâ 'raok

Lors : Daou pé dri blâ 'raok

Aline : Ya

Lors : Ya set' mil nao c'hant «  euh «   seizh ha' hanter kant koa

Aline : Ya hmmmm

Lors : War-dro … apeupre

Aline :  'Peupre …ya  'peupre

Lors : Ya hag ar ré all pegoulz int …

Aline : An daou yaouankañ

Lors : Ya

Aline :Beñ é ...unan 'zo é 'laran dit  é Brest é labourad hag e neus konstruiset é …

Lors : Ya med … ya med pezavare é ganet

Aline : A pevare é ganet … an hin' yaouankañ 'zo ganet «  en soixante-quatorze «  hag an hin' 'neus amañ loened 'zo ganet «  en soixante-neuf « 

Lors : A

Aline : «  Voilà « 

Lors : Bon … ha te pezavare 'out ganet

Aline : E pelec'h 'on ganet

Lors : Pegoulz

Aline : Beñ  me 'zo ganet é é é …

Lors : Peseurt blavezh  peseurt bloavezh

Aline : Aaaaaa  «  mille neuf cent trente-cinq « 

Lors : Mil nao c'hant pemp ha tregont

Aline : Ya … hag un «  dimanche « c'hoazh

Lors : Ha peseurt devezh

Aline : «  Alors  là « keid 'vé ato neuhen

Lors : Peseurt miz

Aline : A dac'h a miz ar vFoenn

Lors : Miz ar foenn

Aline : Ya

Lors : Ha peseurt devezh

Aline : D'ar bevar a viz ar vFoenn

Lors : D'ar bevar a viz ar vFoenn mil nao c'hant … pemp ha tregont

Aline : Aaaaa  ya

---------------------------------------------------

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Aline : Beñ pep hini en deus… en deus… en deus bet e e e…

Lors : E lod

Aline : E lod… hag bon a zo estimet pep hini ‘n eus bet e levr… bremañ eo aesoc'h dezho neuze ha mes bremañ… n'o deus ket anezho… n'o deus e e e… n'o deus ar jouisañs diouto ken … pa ne vin-me ket ken

Lors : A

Aline : A beñ

Lors : A ya

Aline : « bah » neuze la… setu bremañ em eus tout a rankan paeañ ivez heñ an impojoù ha tout setu bremañ… pa… pa 'm bez… em eus… petra a vez graet eus an dra-se dija… deus bremañ ar… moneiz eus ar…

Lors : Ar moneiz ya

Aline : Ar moneiz eus eus eus an douar koa… diouzh…'m bez bep bloaz

Lors : Ya

Aline : Nemet e rankan paeañ a lâran dit tout ar… setu ne chom ket kalz ganin mes bon

Lors : Mes kalz douaroù a chom ganit c'hoazh

Aline : Tout ar re… tout ar re a oa roe... ma re… a zo… n'int ket din ken nemet da jouisañ diouto atav n'int ket gouest… ken e vin partiet

Lors : A ya mes memestra eo… eo ret dit paeañ ar frejoù

Aline : A mes ya beñ « normal » eo pa… pa douchin ar… petra… ar…

Lors : Ya… ar feurmaj koa

Aline : « Voilà »

Lors : Ya setu te a douch ar feurmaj ha te a bae ar frejoù war-lerc'h koa

Aline : Ya

Lors : Bep bloaz

Aline : Ya

Lors : Ya

Aline : Beñ ar mod-se e oa konsailhet din heñ

Lors : Ya an noter en doa graet

Aline : Ya e-barzh e Landi zo nav pe zek vloaz zo… n'ouzon ket… n'eus ket dek vloaz… dek vloaz a zo amañ 'tav e "mois d'avril" aïe aïe eo ya ya e « mois d'avril », ya

Lors : Miz Ebrel

Aline : Ya miz Ebrel

Lors : Ya… ya ya… hag me a anavez la ur… ur mab az peus a zo o talc'hen bistro amañ e-barzh Komanna

Aline : Ya

Lors : Hemañ an hini eo heñ… hemañ… hemañ a zo an hini brasañ… an hini koshañ pe…

Aline : Ar verc'h eo ar c'hoshañ hag hennezh a zo an eil hag an hini a zo amañ en deus loened a zo an trede hag an hini a zo e Brest… ket… o chom emañ e Lambaol… e Lambaol en deus graet un ti

Lors : A zo ar bevare Aline : Ya ...a ya setu « euh » beñ en deus… en deus e lod ivez

Lors : Ya ya setu ho mab an hini a zo o telc'hen ostaleri amañ… bistro koa… hemañ a zo an eil koa

Aline : Ya hennezh a zo an eil

Lors : Ya ha pe oad eo-eñ bremañ

Aline : Beñ ganet « en soixante »

Lors : A ganet e tri-ugent

Aline : Ya

Lors : A ya… setu ar… ar verc'h henañ

Aline : « En soixante » ha va merc'h a zo ganet « en » o o ‘m eus…

Lors : Mil nav c'hant

Aline : « Attends »… « euh » beñ … o o o ‘m eus ket soñj ken…

Lors : Tri bloaz araok

Aline : Heñ

Lors : Tri bloaz

Aline : Daou pe dri bloaz araok

Lors : Daou pe dri bloaz araok

Aline : Ya

Lors : Ya setu mil nav c'hant « euh » seizh ha hanter kant koa

Aline : Ya hmmmm

Lors : War-dro… apeupre

Aline : Apeupre ya… apeupre

Lors : Ya hag ar re all pegoulz int...

Aline : An daou yaouankañ

Lors : Ya

Aline : Beñ e… unan a zo a lâran dit e Brest o labourat hag en deus konstruizet e...

Lors : Ya mes… ya mes pevare eo ganet

Aline : A pevare eo ganet… an hini yaouankañ a zo ganet « en soixante-quatorze » hag an hini en deus amañ loened a zo ganet « en soixante-neuf »

Lors : A

Aline : « Voilà » Lors : Bon... ha te pevare out ganet

Aline : E pelec'h on ganet

Lors : Pegoulz

Aline : Beñ me a zo ganet e e e

Lors : Peseurt bloavezh peseurt bloavezh

Aline : Aaaaaa « Mille neuf cent trente-cinq »

Lors : Mil nav c'hant pemp ha tregont

Aline : Ya hag un « dimanche » c'hoazh

Lors : Ha peseurt devezh

Aline : « Alors là » e-keit e vez atao neuze

Lors : Peseurt miz

Aline : A miz ar Foenn

Lors : Miz ar Foenn

Aline : Ya

Lors : Ha peseurt devezh

Aline : D'ar bevar a viz ar Foenn

Lors : D 'ar bevar a viz ar Foenn mil nav c'hant… pemp ha tregont

Aline : Aaaaaa ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh