An Ankoù justisour

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2017

Ankoù Plouilio a hañval bezañ bet skoet ar speredoù kreñvoc’h eget ar skeudennoù all eus an Ankoù e Breizh-Izel. Unan a ziv skwer kizellet e koad eo ar skeudenn-mañ, an hini nemeti a zo c’hoazh e-barzh un iliz d’an deiz hiziv. Ur relegenn grignet anezhi, a zo bet savet diwarni ul lavar anavezet kaer gant Tregeriz : « treut evel Ankoù Plouilio ». Nested ar Vretoned d’ar marv a-gentoù, ha denelezh an Ankoù, kement-mañ a vez prouet c’hoazh gant al lesanv a vez roet d’e skeudenn dre ar vro : Erwanig Plouilio. N’eo ket dre zegouezh eo. Lakaat a c’heller anezhañ keñver ouzh keñver gant unan all anvet heñvel, Sant-Erwan-ar-Wirionez, bet savet un delwenn anezhañ ivez en ur chapelig e Tredarzeg gwezhall. Du-hont, pellik eus ar vourc’h, e-skeud al lid da Erwan veur, sant patrom an dud a lezenn e Landreger, e veze lidet ar sant-mañ. Evit goulenn dic’haou ez ae an dud d’e gaout, goude ma vije bet graet gaou bras dezho. Grevus e oa ar setañs goulennet peogwir e oa ar marv evit an enebour, na mui na maez : « gouestlañ », tro ma veze lavaret e brezhoneg. Pa ouie an hini kablus e oa bet « gouestlet » evel-se, e kroge da zisec’hiñ en e sav. Skoet gant ur c’hleñved langis, setu ma’z ae war fallaat a zeiz da zeiz, da vervel a-nebeudigoù. Arabat tamall unan bennak e gaou avat, rak a-benn neuze e tistroe ar c’hastiz war du an hini en doa drouktamallet e nesañ. Ankoù Plouilio a c’hoarie un hevelep roll justisour ivez, gant an hevelep efedoù da heul.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « An Ankoù justisour », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/01/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/an-ankou-justisour