An emlazh

Aozer : Thierry Fillaut / Genver 2019

Ken stank m’eo e Breizh feur an emlazh, pe niver an dud o deus klasket en em lazhañ, m’o deus ranket koulz an dud a vicher hag ar galloudoù publik en em c’houlenn ar perak eus ar gudenn. Kemer e karg an emzalc’hioù a gas d’an emlazh, ha diarbenn an emlazh, setu hag a oa ger-stur ar yec'hedouriezh er bloavezhioù 1990. Gwir eo ez eo Breizh ar rannvro ma kaver enni ar muiañ a emlazhioù, gant tro 850 den marvet bep bloaz er bloavezhioù 2010, hag ur feur marvelezh eus 25 den war 100 000 annezad. Gwazed eo a glask o marv, evit an 2/3 anezho, gwazed en o oad gour kentoc’h (40 % outo etre 35 ha 54 bloaz e 2012).

Nevez a-walc’h eo ar feur uhel-se a emlazh. Ne veze ket stank an emlazhioù e 1850, dindan 120 en ur bloavezh, reprouet ma veze gant an Iliz, pa ne roe ket aotre da zouarañ korfoù ar re o doa en em zistrujet e douar sakr ar vered. Met goude-se ez eo aet war-gresk niver an emlazhioù, daougementet etre 1910 (15 emlazh diwar 100 000 den) ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Met mont a ra kontrol diouzh ar feur broadel dreist-holl : ma veze dindan 20 % e 1936, e ya en tu all da 70 % dek vloaz ha tri-ugent war-lerc’h.

Ma n’eo ket aes displegañ an emdroadur-se, pa c’heller kaout meur a zisplegadenn d’ar seurt darvoudoù, ne c’heller nemet tostaat diouzh ar cheñchamantoù sokial-ekonomikel (en teknikoù labour-douar, rouesaat ha koshaat ar boblañs war ar maez), ha sevenadurel (boazioù relijiel, plas ar Brezhoneg) a zo bet er vro, ha gant ar c’holl a spisverkoù hag a zarempredoù a zo deuet d’o heul. Pa c’hoarveze kentoc’h er c’hêrioù gwechall (e Brest e veze ur c’hard eus an emlazhioù Penn-ar-Bed e 1907), eo deuet da vout un darvoud a gaver stank war ar maez, e Kreiz-Breizh ha kornôg Aodoù-an-Arvor dreist-holl.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Fillaut, « An emlazh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/01/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/an-emlazh

Documents

Documentaire

  • Dépressifs - 21 avril 1990 06min 34s. Extraits sur traitement de la dépression à Pont l'Abbé en Bretagne, à l'Hôtel Dieu (le témoin est dans le service suite à une TS) : http://www.ina.fr/video/CAB90016214

Ouvrages et rapports

  • Broudic Jean-Yves, Suicide et alcoolisme en Bretagne au XXe siècle (sociologie, histoire, psychanalyse), Rennes, éditions Apogée, 2008, 237 p.
  • Barbançon Yannick, La sursuicidité en Bretagne - Contribution à une explication socio-culturelle, Rapport pour la DRASS, Mutualité Bretagne, 2002, 130 p.
    [En ligne]
  • Observatoire national du suicide, Suicide : connaître pour prévenir. Dimensions nationales, locales et associatives - 2e rapport, février 2016, 476 p.
    [Synthèse Bretagne, p. 291-300]
  • Observatoire régional de la santé de Bretagne, Observation du phénomène suicidaire en Bretagne et dans les pays de Guingamp et du Trégor-Goëlo, Rennes, ORSB, 2015, 16 p.
    [En ligne]
  • Piquet Odile, Épidémiologie du suicide. Données disponibles en Bretagne et en France, Rennes, ORSB, 2007, 12 p.
    [En ligne]

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité