An treuzkas - 1

An treuzkas a zo dodenn bennañ an abadenn Sevenadurioù ar miz-mañ.
Lakaet eo bet ar gaoz war ar c'houlzad "Bazvalan" kaset da benn gant skipailh BCD ha Lena Catalan hag ivez war an treuzkas e Bro Gemperle gant Anne-Marie Colomer ha Fanny Chauffin.
Lec'hienn internet Taol Kurun : http://www.tiarvro-brokemperle.org

Pennadoù-komz diwar-benn ar c'houlzad "Treizherien soñjoù" aozet gant Kuzul-meur Penn-ar-Bed ha vo tu klevet ivez, hep disoñjal ar stummadurioù war ar yezh evit an dud deuet gant Clément Soubigou, paeron stajidi Stumdi ar bloaz-mañ.

http://www.bcd.bzh

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité