Annick Le Bris - Laruen

ANNICK LE BRIS

Annick Le Bris, deus a Laruen, a gont deomp diwar-benn he bugaleaj e Laruen.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

 Lors : Bon Annick

Annick : Ya

Lors : Digoue'et 'omp 'ba Laruen fenoz

Annick : Ha Traou ru

Lors : Traou ru ?

Annick : Ya Trefirioù oe amañ  gwechell

Lors : Pete ?

Annick : Ar vilajenn oe amañ gwechell ….Trefirioù

Lors : Trefirioù

Annick : « Ouais »

Lors : A ya

Annick : Ya

Lors : Ha c'hwi 'zo ahe 'baoe pell 'zo ?

Annick : Tri-ugent vlâ 'zo

Lors : Ha 'ba p'lec'h 'oec'h raok ?

Annick : 'Ba … un tamm bian pelloc'h daou pe dri gilomet 'ba Kerbeleg

Lors : Kerbeleg … moaien 'zo dac'h... heu ... lar' domp un tamm peseurt ano 'peus dre dout ha pelec'h ha penvare oc'h ganet ?

Annick : P'lac'h on ganet ? 'ba Kerdreign on ganet Kerber on ganet ha neuhe 'omp deit da Laruen «  en 1937 »  ...ha 'ba «  1940 »  oa reit din mont da skol da Gerber war ma c'hiz pugur ma eontr 'oe aet d'ar brezel … ha me 'oa laket dont da di ma moereb 'c'houle ket chom hec'h onon ...ahe 'oa ur bern kilometoù d'ober war dreid «  hein »gant boutoù koed

Lors : Ped 'oe ?

Annick : O peustost da dri 'gredan ha hent vall ...ya … sé 'oa bet stard ...ya … neuhe oen deit war ma c'hiz da Laruen … ha m'eus graet ma c'harierenn skol med pas hir « hein » beta perzeg vlâ … bet ma sertifikad ha neuhe 'oan chom' 'ba 'r feurm gant ma zud ya

Lors : Ha peta 'oe 'ba 'r feurm ? Peseurt loened ?

Annick : Saout, kezeg ha moc'h koa … vel...'oa ket lojeris na mann 'bet gwechell goar' a rit

Lors : Set' med 'ba pelec'h 'loje an dud ?

Annick : Ba' 'n ti, toud an dud 'ba'r memes ti

Lors : Hag al loened ?

Annick : Hag al loened 'ba un tamm loch bennek …'oa 'oa ket kalz a greier « hein » 'oa ket stabulasionoù na traoù giz-sen « hein », nann na hangarioù, mann 'bet

Lors : Hag an douar da biou 'oe ?

Annick : O d'ar « propriétaire »  'oe ket dimp 'oamp ket « propriétaire »  « hein »  ...

Lors : Set' ho tud 'oa 'oe merourien koa ?

Annick : Ya … ya

Lors : Ha ped devezh-arad 'oe gante ?

Annick : O ugent marse 'oe ket bras neuhe goar' 'rit ...'oa ket … 'vije ket labouret 'med gant kezeg … dija 'vije stard «  hein »

Lors : Soñj 'peus deus an amzer-se

Annick : Ya soñj m'eus pe vije reit troc'ho foenn… 're gozh 'oa kourajus «  hein » valc'hadeg... med sé 'ra sé 'oa un afer ell pé vije reit … ma vije … vije ket brao an amzer ha red ober toud gant ar rastell ...ya … ha wejaoù tae glao ha vije red adkomañs … 'giz-se 'oa kont

Lors : Giz-se 'oa kont ga' 'r foenn … hag an eost ?

Annick : An eost «  pareil  »  'vije reit serrezh warlerc'h an droc'herez koa … vije … da gomañs 'vije graet gant ar valc'h 'benn 'fin

Lors : Gant peta ?

Annick : Gant ur valc'h … hag ar foenn 'vije graet gant ur valc'h goar' 'rit, valc'hadegoù ' vije … med 'r re gozh 'vije kontant gant sé … hag an ed 'vije graet 'benn 'fin gant un droc'herez … ha 'vije reit herienn an ed ha sav' pempennoù ur bern traoù … petramant beta ped eur deus an noz … 'c'honiemp ket kalz dra ...med bopred bevo 'raemp ya

Lors : Ha breudeur 'peus

Annick : Ya

Lors : Ha c'hoarezed ?

Annick : M'eus ket 'met ur c'hoer ken … ma breudeur 'zo maro o-daou ma c'hoer m'eus 'ba 'r «  maison de retraite »  'ba Sant Brieg

Lors : Set' ped 'jom …. un' 'jom

Annick : «  hein »

Lors : ' jom ken 'met un'

Annick : Nann, giz-se 'mañ kont

Lors : Ya, c'hwi 'zo bet dime'et eu

Annick : Ya ya

Lors : Da biou, penvare ?

Annick : Da Jean Connan 'zo ahe

Lors : Jean Connan

Annick : Ya

Lors : Ha 'ba pelec'h 'pa bet rankontret nañ

Annick : Bin oamp ket pell pugur ma feurm mimp oa chouk d'ar machin neuhe vi'e re yaouank toud war an dro goar' rit, ya 'ba «  1923 «  meump menajet nann « 53 »  n'om dromp' 'ran

Lors : A ya

Annick : Ha m'eus c'hwec'h a vugale

Lors : C'hwec'h

Annick : Stard desevel bugale hag ober ur feurm «  hein »

Lors : Memes amzer ya

Annick : O la la la ! ya zur

Lors : Soñj 'peus deus yaouankiz ho pugale … peseurt mod 'oa paseet yaouankiz ar vugale

Annick : 'r vugale

Lors : Ya

Annick : O ar vugale 'zo «  bien »  c'ha c'hwec'h m'eus bet ha n'on ket bet 'ba «  maternité »  'bet james, neuhe 'oamp kapap muioc'h

Lors : Ha c'hwi 'peus ar c'hwec'h 'ba 'r gêr

Annick : Ya

Lors : Ha peseurt mod peseurt mod ' vije graet neuhe dond a rae un amiegez

Annick : Ar medisin 'dae

Lors : Medisin

Annick : Ya ya

Lors : 'Oe ket un amiegez

Annick : O wejoù

Lors : Ha deus pelec'h 'tae ?

Annick : Deus Sant Nikolaz … med vije ket koñje «  maternité »  na mann bet neuhe goar a rit wac'h

Lors : Set' ' vije reit labourad …

Annick : Ya, ya bin ya

Lors : Ped devechoù warlerc'h ?

Annick : O daou pe dri mac'had, wejou an dé warlerc'h

Lors : A ya

Annick : Ya ya

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bon Annick

Annick : Ya

Lors : Degouezhet omp e-barzh Laruen fenoz

Annick : Ha Traoù ruz

Lors : Traoù ruz ?

Annick : Ya Trefirioù a oa amañ gwechall

Lors : Petra ?

Annick : Ar vilajenn a oa amañ gwechall … Trefirioù

Lors : Trefirioù

Annick : «  ouais » 

Lors : A ya

Annick : Ya

Lors : Ha c'hwi a zo aze abaoe pell zo ?

Annick : Tri-ugent-vloaz zo

Lors : Hag e-barzh pelec'h e oac'h a-raok ?

Annick : E-barzh ….un tamm bihan pelloc'h … daou pe dri gilometr e-barzh Kerbeleg

Lors : Kerbeleg, moaien a zo deoc'h … heu … laret deomp un tamm peseurt anv ho peus dre dout ha pelec'h ha pevare oc'h ganet ?

Annick : Pelec'h on ganet ? E-barzh Kerbêr on ganet... Kerbêr ha neuze omp deuet da Laruen «  en 1937 »  hag e-barzh «  1940 «  e oa bet ret din mont d'ar skol da Gerbêr war ma c'hiz peogwir ma eontr e oa aet d'ar brezel … ha me a oa lakaet da zont da di ma moereb, ne c'houle ket chom hec'h-unan … aze e oa ur bern kilometrou d'ober war dreid «  hein »  gant botoù-koad

Lors : Pet a oa ?

Annick : O peustost da dri, a gredan ha hent v/fall ...ya … se a oa bet stard ...ya neuze e oan deuet war ma c'hiz da Laruen ….hag am eus graet ma c'harierenn skol mes pas hir «  hein »  betek pevarzek vloaz … bet ma sertifikad ha neuze e oan chomet e-barzh ar feurm gant ma zud, ya

Lors : Ha petra e oa e-barzh ar feurm ? Peseurt loened ?

Annick : Saout, kezeg ha moc'h koa … evel ... ne oa ket loñjeris na mann ebet gwechall, goar' 'rit

Lors : setu mes e-barzh pelec'h a loje an dud ?

Annick : E-barzh un ti… tout an dud e-barzh ar memes ti

Lors : Hag al loened ?

Annick : Hag al loened e-barzh un tamm loch bennak … ne oa ket ne oa ket kalz a gre(v)ier «  hein »  … ne oa ket stabulasionou na traoù a-giz-se «  hein »  nann na hangarioù, mann ebet

Lors : Hag an douar da biv e oa ?

Annick : O d'ar «  propriétaire »  ne oa ket deomp, ne oamp ket «  propriétaires hein » 

Lors : Setu ho tud a oa merourien koa

Annick : Ya ya

Lors : Ha pet devezh-arat a oa... a oa ganto ?

Annick : O ugent marteze ne oa ket bras neuze goar' 'it ...ne oa ket … ne vije ket labouret nemet gant kezeg … dija e veze stard «  hein »

Lors : Soñj ho peus eus an amzer-se ?

Annick : Ya soñj am eus pa veze ret troc'hañ foenn… ar re gozh a oa kourajus «  hein » ar v\falc'hadeg … mes se a ra ... se a oa un afer all pa veze ret … ma ne veze ….veze ket brav an amzer ha ret ober tout gant ar rastell … ya … hag a-wechoù e teue glav ha e vije ret adkomañs …e-giz-se e oa kont

Lors : E-giz-se e oa kont gant ar foenn… hag an eost ?

Annick : An eost « pareil »  e vije ret ereenniñ (eren) war-lerc'h an droc'herez koa... vije … da gomañs e oa graet gant ar falc'h a-benn ar fin

Lors : Gant petra ?

Annick : Gant ur v\falc'h ...hag ar foenn e vije graet gant ur valc'h goar' 'it … valc'hadegoù e vije … mes ar re gozh e vije kontant gant se … hag an ed a vije graet a-benn ar fin gant an droc'herez … hag e vije ret serrezh an ed ha sevel pempennoù. Ur bern traoù peotramant betek pet eur diouz an noz … ne c'hounezemp ket kalz dra … mes bepred bevañ a raemp, ya

Lors : Ha breudeur ho peus ?

Annick : Ya

Lors : Ha c'hoarezed ?

Annick : Me n'am eus nemet ur c'hoar ken … ma breudeur a zo marv o-daou, ur c'hoar am eus e-barzh ar « maison de retraite e-barzh Sant Brieg

Lors : Setu pet a chom ? unan a chom ?

Annick : «  hein »

Lors : Ne chom ken nemet unan

Annick : Nann, e-giz-ze emañ kont

Lors : Ya, c'hwi a zo bet dimezet ivez ?

Annick : Ya ya

Lors : Da biv ha pevare ?

Annick : Da Jean Connan a zo aze

Lors : Hag e-barzh pelec'h ho poa rankontret anezhañ ?

Annick : Bin … ne oamp ket pell peogwir ma feurm-me a oa chouk d'ar machin, neuze e vije ar re yaouank tout war an dro, goar' 'rit ! Ya e-barzh « 1923 »  hon eus emmenajet, nann « 53 »  en em drompliñ a ran

Lors : A ya

Annick : Hag am eus c'hwec'h vugale

Lors : C'hwec'h

Annick : Stard desevel bugale hag ober ur feurm « hein » 

Lors : Memes amzer ya

Annick : O la la ya zur

Lors : Soñj ho peus eus yaouankiz ho pugale … peseurt mod e oa paseet yaouankiz ar vugale ?

Annick : O ar vugale a zo «  bien «  moarvat, c'hwec'h am eus bet ha n'on ket bet e-barzh ar « maternité »  'bet james, neuze e oad kapapl muioc'h

Lors : Hag c'hwi ho peus bet ar c'hwec'h e-barzh ar gêr ?

Annick : Ya

Lors : Ha peseurt mod … peseurt mod neuze e vije graet, dont a rae un amiegez ?

Annick : Ar medisin a deue

Lors : Medisin

Annick : Ya ya

Lors : Ne oa ket un amiegez

Annick : Oh a-wechoù

Lors : Hag eus pelec'h e teue ?

Annick : Eus Sant-Nikolaz … mes ne vije ket koñje «  maternité »  na mann ebet neuze goar' a rit a-walc'h

Lors : Setu e vije ret labourat

Annick : Ya bin ya

Lors : Pet devezh war-lerc'h ?

Annick : O daou pe dri moarvat … a-wechoù an deiz war-lerc'h

Lors : A ya

Annick : Ya

 

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh