Ar Birvidoù

Aozer : Jean-Christophe Fichou / Gwengolo 2020

Divrudetañ tour-tan evit hennezh n’eus ket moarvat, abalamour n’eo bet biskoazh annezet sur-awalc’h. Unan eus ar re gerañ ha diaesañ e sevel eo bet koulskoude, war ur baz maen etre Enez Groe hag ar Gerveur, e Gevred ar vro. Ouzhpenn tregont vloaz e oa padet ar chanter-se, an hini hirañ-tout eus ar re bet kaset gant melestradurezh ar Pontoù hag an Hentoù. E fin an XIXvet kantved n’halled nemet eoriañ boueoù eno hag e miz kerzu 1875 e voe aotreet en ober.

Evit gwellaat ar bonnañ e voe klasket staliañ ur valizenn houarn eno e-doug an hañvezh 1880 met dilezet e voe al labourioù-se e 1888 rak re ziaes e oa. E 1901 e voe adkroget ganti o klask sevel un dourell vañsonet. N’ez eas ket gwall vuan ar chanter war-raok avat ha paouezet e voe gantañ da vat pa c’hoarvezas ar Brezel bras. E 1921 e staged ganti adarre ha d’ar 26 a viz eost 1935 e voe graet taolioù esae kentañ an enaouiñ. D’an 8 a viz du, a-benn ar fin, e voe embannet d’ar verdeidi e oa lakaet da vat war enaou eno ur c’houlaouenn wenn lum-dilum bep peder segondenn. Ken bras dale, a-benn hanter-kant vloaz labour, ne oa bet biskoazh, a-dra sur ! Chomet eo dianav ar chanter-se koulskoude gant ar pep brasañ eus an dud !

Memestra e talv ar boan teurel evezh bras outañ, pa ne vije nemet doujañ ouzh an nerzh bet lakaet ouzh e sevel : 7 rener-chanter, 8 penn-ijinour, 8 ijinour all, splujerien, martoloded (un ugent bennak d’an nebeutañ da bep koulzad) ha mañsonerien (ur pemzek bennak da bep hañvezh)… hag ur voujedenn ramzel bet lonket gant an dro-gaer-se, an hini brasañ-tout bet postet e Bro-Frañs evit sevel un tour-tan en donvor. Tennet en doa chanter ar Birvidoù e vad eus teknikoù ha dafar bet amprouet war chanterioù kent, ken brav ken ne oa marvet den ebet eno, na gwallzarvoud ebet, na diaezamant na vije bet plaenet a-benn ar fin. Un trec’h evit Servij an Tourioù-tan, ken plaen ha ken splann moarvat ken n’eus ket eus ar Birvidoù ur vojenn evel ma zo eus Kereon hag Ar-Maen, tourioù-tan hollvrudet Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Christophe Fichou, « Ar Birvidoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-birvidou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité