Ar c’hlasoù-mor : un nevezinti vreizhat

Aozer : Malo Camus-Le Pape / Eost 2021
Perzh eus bed ar skolioù eo ar c’hlasoù-mor hiviziken, bet ijinet ha lakaet war o sav e Breizh er bloavezhioù 1960. Ur wir nevezinti e voe koulskoude dilec’hiañ klasoù war vord ar mor, ur mod nevez da zaremprediñ an aodoù a voe Breizh ar penn-a-raok anezhañ

Un nevezinti douget gant an istor (1850-1960)

En XIXvet kantved e oad krog da aozañ devezhioù skol er menezioù kement hag aveliñ un tamm buhez randonus ar c’hlasoù. Diwar an achapedennoù-se e savas ar soñj aozañ ur reizhad sevel ar vugale a vefe ennañ kement a bouez gant ar yec’hedoniezh ha gant an deskadurezh. D’ar memes koulz, douget gant an hevelep preder, e kreske menozhioù dispac’hel an Deskadurezh Nevez, a roe pouez da perzh ar vugale o-unan en o deskamant, diazezet war an ober. Evel-se e kejas Max Fourestier, mezeg ar skolioù ha Maurice David, ur pedagogour meur anezhañ, kendrec’het o-daou ez eo ereet start diorroadur ar c’horf ha hini ar spered, a grouas ar « c’hlasoù-erc’h » kentañ e 1950.

Dispak hag anaoudegezh ar c’hlasoù-mor gant an Deskadurezh-Stad (1964-1971)

Gant an endro araokour-se e oa bet awenet ar skolaer Jacques Kerhoas pa savas ar c’hentañ klas-mor e 1964, c’hoant gantañ demokratelaat ar sportoù war ar maez ha war vor. Div sizhunvezh-pad eta e vevas 24 faotr bihan en ur c’hlas-dizoleiñ eus ar seurt nevez-se.

Ken splann e oa bet d’an aozourien ha d’ar skolaer ar gounidoù bet serret neuze ken e voe divizet gante adober hag astenn an taol-arnod-se. Pevar c’hlas-mor a voe aozet e Penn-ar-Bed er bloavezh-skol 1964-65, 32 e e 1967-1968 ha 150 e 1971-1972. Alese en em ledas ar c’hlasoù-mor e Breizh a-bezh : er Morbihan e 1966, en Aodoù-an-Hanternoz hag en Il-ha-Gwilun e 1967 ; hag e 1970 e Pornizh el Liger-Atlantel, ha neuze e Préfailles, e Saint-Brévin hag e Sant-Varc’harid. E 1972-73 e kemeras tost da 8 000 bugel perzh er c’hlasoù-mor bet aozet war aodoù Breizh.

Prest da loc’hañ war-zu Porzh-ar-Veilh-Vor. Aotre gant P. Bénard / Finistère 360°

Seul souezhus e oa berzh brasoc’h-brasañ ar c’hlasoù-mor ma oa bet roet urzh gant an Deskadurezh-Stad, dre ar c’hentañ kelc’hlizher bet embannet diwar o fenn e 1967, ma vije « bevennet-strizh o niver, evit ma vije dalc’het gant ar studi anezhe ar spisañ ma c’halled ». Rak taolioù-arnod ne oant ken evit c’hoazh, dindan evezh spis ar ministrerezh a nac’he o c’hadarnaat hag o c’hemer e kont keit ha ne vije ket bet priziet resis o disoc’hoù.

Ne voe ket ofisielaet ar c’hlasoù-mor eta ac’hann d’ar bloavezh 1971, seizh vloaz goude aozadur ar c’hentañ hini anezhe, dre ur c’helc’hlizher hag a oa e bal « termeniñ, dre vras, doareoù aozañ ha mont en-dro » ar c’hlasoù-mor. Ne voent anavezet ez-ofisiel a-benn ar fin nemet a-drugarez da strivoù Kevredigezh Penn-ar-Bed evit diorren ar C’hlasoù-mor (AFDCM) bet krouet e 1966 evit sevel, frammañ hag arc’hantiñ ar c’hlasoù-se, gant sikour ar strollegezhioù lec’hel da gentañ.

Ur c’hresk ingal ha dalc’hus (1971-1990)

Dindan veli an Deskadurezh-Stad e talc’has ar c’hlasoù-mor d’en em ledañ ha d’en em wriziennañ war aodoù Breizh bep m’ac’h ae rouedad ar c’hreizennoù-bageal gouestlet d’ar skolidi war vicherelaat. E 1971 e voe krouet kreizennoù gouestlet d’ar c’hlasoù-mor renet gant skolaerien distaget diouzh o skolioù. Betek un 30 bennak anezhe a voe e Penn-ar-Bed paneveken !

Ken bras ha ken prim e voe graet berzh gante ken ne c’helled ket derc’hel d’o c’has gant danvez-skolaerien a youl vat nemetken. Stajoù stummañ kasourien war ar bageal dre lien a voe krouet neuze e deroù ar bloavezhioù 1970, gant ar pal micherelaat an traoù ingal. Diwar neuze e c’hellas aozourien ar c’hlasoù-mor degas dour bras d’o milin, un arguzenn armerzhel gante, en tu all d’ar re a denne d’ar yec’hedoniezh ha d’an deskadurezh : pinvidigezh ha labour an hini a veze degaset gant ar c’hlasoù-mor d’an toleadoù e lec’h ma vezent aozet. Rak en tu all d’an hañv hag a-hed ar bloaz zoken an hini e c’helle ar c’hreizennoù bageal dre lien mont en-dro diwar neuze.

A-hed ar bloavezhioù 1980 e talc’has ar c’hlasoù-mor da vont war-raok ha d’en em ledañ. Aotre gant P. Bénard / Finistère 360°

Bep ma veze gwellaet o frammoù e talc’he niver ar c’hlasoù-mor da vont war-gresk hag o zachenn d’en em ledañ. Eus pep lec’h e teue bugale a bep seurt orin sokial enno. Bro Bariz a oa war ar renk kentañ avat, betek 50% eus ar vugale, bloavezhioù oa bet. Stardet mort e voe war ar c’hresk reoliek-se koulskoude e deroù ar bloavezhioù 1990.

An taolioù-harz kentañ, an azasaat hag al lañs nevez (eus 1990 betek bremañ)

Ar reolennoù strishoc’h-strishañ war ar c’hlasoù-dizoleiñ un nozvezh enno zo pennkaoz da digresk bras ar c’hlasoù-mor. O gwern koulz hag o c’houc’h a voe lakaet diaes gant ar reolennadur-se : ar skolaer, bet brasaet e girriegezh, hag ar c’hreizennoù degemer, ret dezhe ober dispignoù bras evit ma vije o savadurioù hag o dafar a-skouer gant ar reolennoù surentez nevez. Serret e voe meur a greizenn diwar neuze, pa ne oa ket trawalc’h a arc’hant gante evit paeañ al labourioù. E keit-se e kerae da vat priz ar prantadoù tremenet er c’hreizennoù nevesaet, hag int o klask kaout un tamm digoll war an arc’hant o doa ranket dispignañ evit en ober.

Ecoute et concentration avant de prendre la mer. Crédits : P. Bénard / Finistère 360°.

Ar reolennoù strishoc’h-strishañ war ar c’hlasoù-dizoleiñ un nozvezh enno zo pennkaoz da digresk bras ar c’hlasoù-mor. O gwern koulz hag o c’houc’h a voe lakaet diaes gant ar reolennadur-se : ar skolaer, bet brasaet e girriegezh, hag ar c’hreizennoù degemer, ret dezhe ober dispignoù bras evit ma vije o savadurioù hag o dafar a-skouer gant ar reolennoù surentez nevez. Serret e voe meur a greizenn diwar neuze, pa ne oa ket trawalc’h a arc’hant gante evit paeañ al labourioù. E keit-se e kerae da vat priz ar prantadoù tremenet er c’hreizennoù nevesaet, hag int o klask kaout un tamm digoll war an arc’hant o doa ranket dispignañ evit en ober.

 

Troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Malo Camus-Le Pape, « Ar c’hlasoù-mor : un nevezinti vreizhat », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 7/08/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-c-hlasou-mor-un-nevezinti-vreizhat

LEVRLANNADUR : 

 

  • Doucet Jean-Christophe, De l’innovation éducative à la rénovation pédagogique, thèse de doctorat, Caen, Université de Caen, 1974.
  • Gutierrez Laurent, « État de la recherche sur l’histoire du mouvement de l’éducation nouvelle en France », Carrefours de l’éducation, n° 31, 2011/1, p. 105-136.
  • Laffage-Cosnier Sébastien, « Du sanitaire à l’interdisciplinaire : l’influence de l’Éducation nouvelle sur les classes de neige (1953-1981) », in Suchet André & Meyre Jean-Michel (dir.), Les activités sportives de nature à l’école, Montpellier, AFRAPS, 2018, p. 37-53.
  • Thépault Aurélie, « À l’école de la mer. L’invention des classes de mer en Bretagne », ArMen, n° 152, Mai-Juin 2006, p. 21-29.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité