Ar golaborasion e Breizh

Aozer : Christian Bougeard / Genver 2019
Daou zoare zo bet da genlabourat gant an ac’huberien alaman : kolaborasion ar Stad, bet aozet dre gaer gant ar marichal Pétain ha renad Vichy da heul an emgav a oa bet etrezañ ha an Alamanted e Montoire (d’ar 24 a viz here 1940), ha luskad ar genlaborouriezh, da lâret eo emzalc’h ul lodenn dister awalc’h eus ar Frañsizien, bet choazet gante mont a-du gant an nazied diwar abegoù politikel, ideologel pe evit o interestoù bihan o-unan. Kement-mañ a dalvezas e Breizh evel e lec’h all, kerkent hag ac’hubet ar Vro, d’an 18 a viz even 1940, betek 1944 ha betek miz mae 1945 zoken, keit ha ma talc’has an Alamanted gant o argaeoù diwezhañ, en Oriant hag e Sant-Nazer.

Kolaborasion ar Stad c’hall

Lakaat politikerezh Petain hag e c’houarnamantoù e pleustr a voe graet gant kannaded ar Stad c’hall – anv ar renad-se end-eeun, ar brefeded hag ar velestradurezh (polis, jañdarmiri, boueta, deskadurezh-stad), a oa dindan urzhioù an Alamaned war-eeun, ha dindan reoù Vichy pelloc’h.
Ha pa glaske ar re-se doujañ da urzhioù an Alamaned gwellañ m’hallent, e veze diaesoc’h-diaesañ kontantiñ anezhe (enrollañ labourerien, tailhoù war produennoù al labour-douar). Gant ar brefeded e veze lakaet ar politikerezhioù kenlabour-se e pleustr war an dachenn - darn anezhe o souten an Dispac’h broadel – prefed rannvro Roazhon (da heul krouidigezh rannvro Breizh he fevar departamant e miz even 1941) ha hini rannvro Angers (al Liger-Izel enni) koulz ha merourien ar polis.

Kement ha frealziñ un tamm ar re o devoa taolet kred war gomzoù brav Vichy diwar gwirioù ar proviñsoù kozh e savas Quenette, prefed rannvro Roazhon, Komite Kuzuliañ Breizh (CCB) e miz here 1942, da blediñ gant yezh ha sevenadur ar Vro, 22 ezel anezhañ, pennoù-bras anezhe-tout, evel Yann Fouere, kuit a zen ebet eus tu pellañ SBB/PNB.

Komite Kuzuliañ Breizh e 1943. Lusc’hskeudenn ofisiel Komite Kuzuliañ Breizh, bodet e kastell Josilin.<br />
A gleiz da zehou : Francis Even, Pierre Mokaer, an abad Mary, an abad Yann-Vari Perrot,<br />
Cornon (Tisavour ar savadurioù istorel), Taldir, ar senedour Roger Grand, ar prefed Marage,<br />
R. de l’Estourbeillon, Jean Quenette, prefed rannvro Breizh, A. Dezarrois (koachet a-dreñv ar prefed),<br />
an Dugez a Roc’han, ar person Souriau, Prosper Jardin, Yann Fouere, James Bouillé,<br />
ar profesor Gwegen, an Itron Galbrun, Leon ar Berr, René Daniel, an dug a Roc’han,<br />
Joseph Martray (troet e fas), Florian le Roy – Diazezadur Yann Fouere

E Breizh evel e lec’h all e voe lakaet e pleustr ar politikerezhioù c’hwennat (ar c’huzulioù-kêr eus an tu-kleiz peurliesañ) ha skarzhañ (kargidi yuzev, komunour pe frañmason). Diskouez a ra kement-mañ ar c’henlabour splann a oa gant an ac’huberien, koulz war dachenn ar politikerezh ha reoù ar velestradurezh hag ar polis. Adalek 1940, diwar goulenn an Alamaned e voe renablet gant Vichy ar yuzevien c’hall hag estren, deuet darn anezhe da glask repu da goulz an dec’hadeg vras. E 1942 e voent lakaet dindan evezh ar velestradurezh c’hall (ur steredenn velen gwriet ouzh o dilhad) a gasas an harzadegoù bras ivez.
Gant ar polis hag ar jañdarmiri ivez, eus 1940 da 1942, e voe bac’het ar gomunourien bet savet ur fichenn warne, ha heskinet ar rezistanted kentañ (PCF, Front national, FTP). Souten politikereh Vichy a reas ar c’helaouennoù rannvroel (L’Ouest-ÉclairLe Phare de la LoireLa Dépêche de Brest) koulz ha La Bretagne, bet krouet e miz meurzh 1941 gant ar « rannvroelour » Yann Fouéré (en devoa darempredoù stank gant tu pellañ an Emsav e gwirionez) a lakaas e grabanoù war La Dépêche de Brest ivez e miz meurzh 1942.

Talañ a reas kevredigezh Breizh avat, pa vagas heug ouzh an ac’huberien alaman kerkent : muioc’h-mui e veze talet ouzh kolaborasion ar Stad dre nerzh an diegi hag an nac’hañ. En em enrollañ er Rezistañs a reas darn eus ar sternidi, ken e rankas polisoù an nazied hag ar Wehrmacht ober o-unan war-dro ar gwaskañ (harzet e voe daou brefed e 1943 hag e 1944 e Aodoù-an-Hanternoz) ha derc’hel an urzh en e sav.

Ar golaborouriezh

Ar golaborouriezh, speredel, politikel pe polisour (polisourien o kenlabourat gant an enebour da heskinañ ar rezistanted) eo ar choaz, bet graet gant nebeud a dud, servijout an urzh « nevez » nazi evit abegoù ideologel (ar faskouriezh c’hall pe hec’h adstumm breizhat) pe evit an arc’hant a-wechoù.

Meur a aozadur hag a strollad, bet aotreet gant an ac’huberien e 1941 hag arc’hantet gante, a veze kevezerezh etreze o klask sachañ ar boblañs pep hini war e du, en aner da gentañ, en enebiezh muioc’h-mui. Ken treut e oa roll o izili e gwirionez ken e oa mat d’an eil kement mestaol ouzh egile : emsilañ, kenkizañ ha lies-emezelañ.

Embann a rae ar strollad Collaboration bezañ war un dro penn-a-raok an Dispac’h broadel hag ul liamm etre ar strolladoù pellaourien. Aozet e voe prezegennoù sevenadurel pe arzel gantañ er c’hêrioù ha sachañ a reas evel-se, e 1942-1943, un tamm mat a bennoù bras eus an tu dehou, dedennet mui pe vui gant ar renad nevez (ur mil bennak anezhe el Liger-Izel, eus 250 da 300 en Aodoù-an-Hanternoz).

Daou strollad faskour o devoa un tamm muioc’h a bouez evit ar strolladigoù kolaborour a veze o tifretal neuze : ar PPF (Parti populaire français), renet gant Jacques Doriot, un enep-komunour daonet (skarzhet e oa bet eus ar PCF e 1934) hag an RNP (Rassemblement national populaire) renet gant Marcel Déat (bet kuitaaet an SFIO gantañ e 1933). Ne rae an MSR ha strollad franciste Marcel Bucard nemet diskouez beg o fri gwech-ha-gwech all, nemet er Morbigan hag el Liger-Izel evit a sell ouzh ar frañsisted… ha pa gustume ar re-se ober kalz a deilh gant nebeut blouz e Roazhon hag e Naoned. Ar strolladoù-se ne oa nemet un toullad bihan a izili dezhe e Breizh, war-bouez el Liger-Atlantel e lec’h e oant niverusoc’h (war-dro 2 000 anezhe o kontañ ar strollad Collaboration, 80% anezhe e Naoned)
Ar PPF a oa 140 ezel dezhañ e Penn-ar-Bed e 1942 hag eus 150 da 300 el Liger-Izel, da lâret eo koulz hag an RNP en daou zepartamant-se. Taget e voe burevioù-kêr ar strolladigoù-se gant ar rezistanted, ar gomunisted dreist-holl, hag o renerien kement-all, evel Doriot e Roazhon. Lazhet e voe lod anezhe zoken e fin ar bloavezh 1943 hag e 1944. E 1944 e savas yaouankizoù ar strolladoù kolaborour bezenoù hag a roas harp d’an Alamaned da heskinañ ar rezistanted. An enrollañ en LVF (Légion des volontaires français contre le bolchevisme) da vont da vrezeliñ war dalbenn Rusia ne reas ket kalz a verzh e Breizh avat (war-dro 300 den, 170 anezhe eus al Liger-Izel).

Broadelourien Breizh

Tennañ a reas renerien SBB, bet divodet e 1939, o mad eus an dec’hadeg vras da zistreiñ e Breizh da heul an ac’huberien nevez. En o zouez e oa Olier Mordrel ha Frañsez Debauvais, o devoa kavet repu e Berlin. Hag int neuze o klask boulc’hañ hent dizalc’hidigezh Breizh, en despet da enebiezh an Alamaned, evit abegoù strategiel splann awalc’h. D’an 3 a viz gouere 1940 e voe savet Kuzul Broadel Breizh gante e Pondi, danvez ur gouarnamant breizhat d’o meno. D’an 29 a viz gouere avat e tibunas miliadoù a Bondiviz (6 000 ?) a-enep donedigezh Célestin Lainé hag e wazed bet lakaet o c’hrabanoù war gastell ar Roc’haned. Hag an disrannerien vreizhat da sevel L’Heure bretonne neuze, kelaouenn sizhuniek SBB nevez,e lec’h Breiz Atao. Ur gelaouenn enep-yuzev, enep-komunour ha gouennelour a oa anezhi, o tagañ koulz Vichy, de Gaullle hag ar Saozon, o kanañ meuleudi da « Europa nevez » an nazied hag o vroudañ ar c’henlabour gant an alouberien. E deroù ar bloavezh 1941 e voe savet gant SBB, hag-eñ urzhiet-strizh a grec’h d’an traoñ, maneet hag arc’hantet gant an Alamanted, ar Bagadoù Stourm, ur servij-urzh renet gant ar c’hizeller Yann Goulet.

Un ugent bennak a izili eus ar Bagadoù-Stourm (servij-urzh ar strollad) a-renkenn, da goulz kendalc’h SBB/PNB e Kêrfeunteun e-tal kichen Kemper d’an 10 a viz kerzu 1941. Dastumadeg prevez Kristian Hamon

An Alamaned, bet komprenet mat gante enebiezh ar bobl ouzh disrannerien Breizh a intrikas un taol-skub diabarzh e 1940, da skarzhañ an daou rener ha da lakaat ar vreudeur Delaporte en o flas, tost eus metoù katolik an abad Perrot. Hag int ha derc’hel gant politikerezh ar golaborasion neuze. E 1942-1943, pa oa SBB ar vreudeur Delaporte en e varr, a oa eus 1 200 da 1 500 a izili dezhañ, 300 anezhe oberiant da vat, hag un tamm mat a genduidi ouzhpenn, da lâret eo brasañ strollad kolaborour Breizh.

Koulskoude en doa ranket ar strollad-se, kerkent ha ma oa bet savet, talañ ouzh enebiezh ar Vretoned (kunujennoù pa veze gwerzhet L’Heure bretonne). Un nebeud eus e izili, gopret gant polisoù an Alamaned a gase o reuz a-enep ar Rezistañs e Breizh, koulz ha Kommando Landerne, kaset gant an Alaman Herbert Schaad. Ober o mad eus stourm ar brezhoneg a glaskas metoù alaman keltgarour ober ivez oc’h implijout ar yezhoniour brestat Louis Nemo (Roparz Hemon) a gase abadennoù brezhonek (diaes o c’hlevout e Breizh-Izel abalamour da mankoù teknik) war Radio Roazhon-Breizh, dindan renerezh ar profesor Leo Weisgerber. E miz here 1941 e savas Weisgerber e Roazhon Emsavadur Keltiek Breizh (ICB / Institut celtique de Bretagne) renet gant Roparz Hemon. Lakaet e voe dezhañ da bal sachañ pennoù meur Breizh war-zu ar Reich. E 1942 e yae, hervez kont, « 350 tudenn a-bouez » d’ober an ICB. Stank e oa an darempredoù etre Komite Kuzuliañ Breizh (KKB/CCB) hag EKB/ICB dre ma oa meur a hini ezel an eil hag egile.

Kendalc’h sternidi SBB/PNB Bro-Gemper d’an dek a viz kerzu 1941, ar Bagadoù-Stourm e foñs ar sal ha Raymond Delaporte er gador-vrec’h. Dastumadeg prevez Kristian Hamon.

Adalek 1943 e klaskas SBB Delaporte pellaat diouzh e warezourien ken e tisrannas tu pellañ ar strollad da heul Célestin Lainé a felle dezhañ sevel un arme breizhat (al Lu Brezhon). A-benn ar fin e voe krouet gant Lainé ar strollad Cadoudal e Roazhon, a voe anvet Bezen Perrot da heul muntr an abad Perrot gant an FTP e Skrignag. Mont a reas eus 70 da 80 gwaz eus ar bezen Perrot betek penn-pellañ ar golaborasion, enrollet er Waffenn SS, bet gwisket lifreoù an arme alaman gante, da heskinañ ar rezistanted en hañvezh 1944 kent tec’hout kuit en Elzas hag en Alamagn ha mont da glask repu en Iwerzhon.

Doareoù all ar golaborasion

Rikouret e voe renad Vichy hag an ac’huberien gant ar flatrerien rezistanted hag enebourien an urzh nevez. Niverus eo bet ar re-se, a bep seurt abegoù gante. Ken bras all e voe ar golaborasion ekonomik : sentiñ ouzh urzhioù-prenañ an Alamaned a ranke an embregerezhioù ober, evit chom en o sav paneveken. Ur c’hras e oa da lod anezhe avat, tennañ gounid diwar preizherezh ekonomiezh Bro Frañs gant ar Reich.

Gant ar marc’had du (disheñvel diouzh ar marc’had gris a c’helle ar broduerien hag ar genwerzhourien tennañ o mad dioutañ hep mont re bell ganti) e tapas lod pinvidikaat buan hag aes diwar goust ar bobl en dienez. Labourat a rae an drafikourien vrasañ evit an ac’huberien ha gwarezet e oant gante. An tavarnioù, an ostalirioù hag ar pretier e oa splann d’an holl ar gounid a dennent diwar o fratikoù alaman.

Micherourien o sevel diazlec’h dindan-vor Sant-Nazer. Dastumadeg Luc Brauer – Mirdi ar Blockhaus Bras

Ken gwir all e oa evit chanterioù bras an arme alaman (an aerborzhioù, diazlec’hioù al listri-spluj ha Moger bras ar Meurvor atlantel adalek 1942) a roas ul lañs bras da embregerezhioù Breizh, bihan pe kenn, hag a laboure evit an Aozadur Todt. En embregerezhioù diavaes avat e veze fiziet ar chanterioù pennañ, asambles gant embregerezhioù alaman. Kastizet e voe an holl rannoù-se eus an ekonomiezh pa sonas eur ar c’hwennadeg ekonomik da heul an Dieubidigezh. Micherourien ar vro, dilabour pe sachet gant goproù gwelloc’h, bet war ar roll er chanterioù-se e 1940-41, a voe lakaet muioc’h-mui a labourerien eus kornioù all Bro-Frañs pe eus broioù estren en o lec’h.

Ne yeas ket kalz a Vretoned da labourat dre gaer en Alamagn e deroù ar brezel ha pa oa kreñv ar propaganda ha kaer ar goproù prometet. Ken dister all e oa bet niver ar re a yeas da heul Pierre Laval pa c’halvas d’ar Relève, e 1942. Dre hek (Relève hag STO goude-se) an hini e voe enrollet ar re a rankas mont kuit e 1942 hag e 1943. Ur golaborasion all zo bet ivez avat : hini ar c’halonoù tener. Ker e koustas, alies, d’ar merc’hed brudet, e gwir pe dre gaou, evit bezañ bet o tommañ o c’halon d’ur soudard alaman, pan erruas eur ar c’hontoù (merc’hed bet lazhet kuit a brosez ebet, reoù all bet touzet o blev dezhe war ar blasenn bublik).

Mezekaat ar re a nac’he mont da labourat en Alamagn eo kefridi ar skritell-mañ. Dielloù Departamant an Arvor – 25 FI 54

Dallañ ar mammoù a glaske propaganda an Alamaned ober evit ma vroudfent o gwazed da vont da labourat en Alamagn. Dielloù Departamant an Arvor – 25 FI 88

E-pad pevar bloaz he deus ranket Breizh, ac’hubet gant an arme alaman, talañ ouzh gwirvoud pemdeziek ar politikerezhioù kenlabourat gant an enebour, a veze kaset gant renad Vichy. Dister-tre eo bet niver an dud zo bet engouestlet er golaborasion bolitikel, pe war dachenn ar polis hag an arme, war-bouez ul lodenn strizh eus an Emsav he deus rivinet e vrud betek en deizioù a-vremañ. Diaes eo muzuliañ pouez ar golaborasion ekonomik avat. Chom a ra merket don eñvor ar brezel-se gant skeudenn SBB, e wel d’an holl, dre e gazetenn L’Heure bretonne paneveken, dre e badusted a-hed prantad an ac’huberezh, sko ouzh ar strolladigoù kolaborour gall berr pe verroc’h o fad, ha dre enrolladur bezen Perrot Célestin Lainé er Waffen SS.
Arabat eo ankouat memestra heug ar Vretoned ouzh an ac’huberien, hag int tomm d’ar Saozon ha da de Gaulle na pegen niverus e oant bet oc’h en em enrollañ en FFL (Forces françaises libres / Lu gall diac’hub), e rouedadoù hag e luskadoù ar Rezistañs.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Ar golaborasion e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 31/01/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-golaborasion-e-breizh

Bibliographie

  • Hamon Kristian, Les nationalistes bretons sous l’Occupation, Le Relecq-Kerhuon, An Here, 2001.
  • Bougeard Christian, La Bretagne de l’Occupation à la Libération (1940-1945), Rennes, PUR, 2014.
  • Carney Sébastien, Breiz Atao ! Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré : une mystique nationale (1901-1948), Rennes, PUR, 2015.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité