Ar « pinard »

Aozer : Thierry Fillaut / Mezheven 2017

Evit gwellaat tailhenn bemdeziek ar soudarded, e-pad ar Brezel Bed Kentañ, e voe divizet gant ar gouarnamant paskañ gwin dezhe evit netra, ur c’hard-litrad da gentañ, hag un hanter goude-se. E 1918 e voe daougementet an dailhenn win pa voe roet tu d’ar soudarded da brenañ un hanter-litrad ouzhpenn. Evit abegoù yec’hed an hini e voe graet kement-se, dre ma oa diaes kaout dour mat er fosoù-difenn ha dre ma soñje da galz a vedisined e oa ar gwin ul louzoù efedus a-enep an alkol, gant ma ne vije ket evet re dioutañ, hervez an alioù fur bet embannet gant Akademiezh ar Vezegiezh e 1916, da lâret eo ul litrad bemdez d’ar muiañ.

« Un litre de vin par jour aux poilus », L’Ouest Éclair, 16 a viz Genver 1918

« Bécherel. Création d’une section d’anciens combattants », L’Ouest Éclair, 17 a viz Mae 1932.

Dic’hortoz e oa an dalc’hen gwin-se evit soudarded Breizh. Hag int, everien chistr betek neuze, da evañ gwin ingal keit ha ma padas ar brezel. Gwin trenk an hini oa met ne rae forzh ! Terriñ o sec’hed a rae, broudañ ar gaoz hag ar c’han, kuit a valañ soñjoù du ha pa c’halle lakaat ar gwad da virviñ ivez.

Kerkent ha distroet er vro ez adstagas soudarded Breizh gant ar chistr war ar pemdez. Douget e veze bri bras d’ar gwin afer-se. Ne veze emvod soudarded-bet ebet kuit a chopinad na banvez ebet e lec’h na veze ket kanet La Madelon pe Vive le pinard a-bouez-penn holl asambles. Tregont vloaz war-lerc’h e teuas ar gwin ruz, gwin kreñv eus Aljeria hag eus broioù Kumuniezh Europa diwezhatoc’h, da vezañ tad e Breizh Izel koulz hag e Breizh-Uhel.

War dreuzoù o stal emañ implijidi Stal Normand e Gwened, emporzhiañ gwin a-vras ha strilherezh - Cartolis

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù