Ar riboul

Aozer : Thierry Fillaut / Mezheven 2017

Riboul, ribouler(ien), mont da riboulat… Er bloavezhioù 1970-80 e oa krog ar gerioù-se d’ober berzh, goude bezañ en em ledet eus Breizh-Izel davet bed ar studierien, strevet gant ar mediaoù, ken brav ken e oa bet roet lañs er vro d’ur c’houlzad ofisiel a-enep ar riboulat e 1985 er stumm-mañ : « Je choisis la bonne piste ». Dres da goulz azginivelezh sevenadurel Breizh e oa deuet ar riboul, da lâret eo ur mod en em vezviñ diouzh an noz o sachañ e skasoù eus an eil chapel d’eben, da vezañ, evit lod, un arouez a vreizhadelezh hag ur mod da nac’hañ skouer-vat ur serten reizhted.

« Tortadoù lies (teir gwech ar bloaz d’an nebeutañ) e Bro-Frañs eus 2005 da 2010 ». Atlas implijoù an danvezioù predoberiant, 2010

Hervez Martial Menard e teu al lavarenn « aller en piste » war-eeun eus ar stumm brezhonek « mont da riboulat / mont e riboul ». N’eo nevez nag al lavarenn nag ar boaz avat pa gaver meneg eus « la virée de ribouldingue » gant peizanted ar Vro vigoudenn e levr gallek Pêr-Jakez Helias « Le Cheval d’orgueil ».

Aet eo al lavarennoù se diwar ar c’hiz bremañ, pa gomzer kentoc’h eus « la biture express ». C’hoari las avat a ra bepred koulz ar re yaouank hag an dud koshoc’h ivez e Breizh, muioc’h evit e forzh pe lec’h all er C’hwec’hkogn. Dishañval eo an doareoù avat ha pa c’hallfer soñjal zo un henvoaz anezhañ. Ul lid dezhe o-unan eo ar vezventi evit ar re yaouankañ hiviziken, kement ha bezañ degemeret er strollad, pell eus bed an dud deuet. Ne oa ket ar memes kont e deroù an XIXvet kantved avat pa veze roet e gentel mezventi kentañ d’ar frilouz gant kerent un tamm koshoc’h evitañ, kement hag ober « ur gwaz » dioutañ. Da goulz ur gouel pe ur pred familh, ar pask kentañ peurliesañ, an hini e vije tapet e bifad kentañ gant an unan betek ar bloavezhioù 1970.

« Alcoolisme. La « piste » bonjour les dégâts ! », Ouest-France, embannadenn Penn-ar-Bed, 27 a viz Even 1986 (pennad kazetenn bet miret e dielloù ANPAA, Pariz)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Fillaut, « Ar riboul », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/06/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-riboul

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù