Ar sport diouzh ar c’hiz, ar rugbi

Aozer : Sylvie Bossy-Guérin / Genver 2019

Kement a verzh a veze gant ar c’hoari rugi en Naoned a-raok ar Brezel Bed kentañ ma ranke ar c’hevredigezhioù sport sevel ur rummad rugbi ma felle dezho kenderc’hel da zesachañ tud, ha pa n’o defe tra da welet gant ar rugbi er penn-kentañ. Evel ma tispleg ar gelaouenn Le Phare de Loire : « E mod-se hor c’hevredigezh kozh, hini jimnastik «An Naonedadez», evit ober anv outi hepken, he deus bet savet ur skipailh melldroad a zeuio da vezañ buan-tre unan sur a-walc’h unan eus gwellañ skipailhoù ar c’horn-bro. Komprenet o doa renerien An Naonedadez e vefe arvarus eviti chom hep mont da heul giz an amzer». Kinnig a ra kentelioù rugbi teorikel e park Grand-Blottereau, a forzh peseurt ezel ar gevredigezh dont da heuliañ anezho, hep na vefe goulennet diganto ur c’hresk en o skodenn. Evel-se e c’hell ar c’hleub sevel daou skipailh. Ar Sport Lijer an Naoned, bet savet e 1892, a zo e bal «diorren c’hoant hag implij ar gazeg dir ha pleustr ar marc’h-houarn» met kinnig a ra rugbi ivez d’e izili, adalek koulzad 1912-1913. Hag ar c’hleub da ginnig ar bloaz goude tri skipailh gouest da dalañ ouzh re ar C’hSSN ar bloaz goude. E 1913 ez eo diskleriet en Naoned statudoù pemp kevredigezh nevez gouestlet d’ar rugbi. « En Naoned ne vez ket roet d’ar melldroad kevredet ar plas a zo dleet dezhañ dre e berzhioù dibar » eme gant keuz kazetenner ar gazetenn Phare de la Loire, hag abalamour m’eo ken « entanet atletourien hor bro » gant ar rugbi. Ar rugbi n’eo ket sport bourc’hizien kêr hepken, ha kreskiñ ‘ra niver e izili dre m’eo deuet poblekoc’h ar sport. C’hoarierien meur a vicher en em gav asambles war dachennoù an Naoned. Ar pep pouezusañ evit an arvesterien a vez feal bep Sul tro-dro d’ar stadoù rugbi eo re m’int engouestlet.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité