Ar Venec’h ruz e hengoun Breizh

Aozer : Philippe Josserand / Genver 2021

Ne zeu ket ar pep brasañ eus ar c’hoñchennoù a glever e Breizh diwar ar Venec’h ruz eus ar Grennamzer. Eus ar XVIIvet kantved e teu lod anezho, evel an div goñchenn bet dastumet e 1636 e Dinan hag e Gwened gant Dubuisson-Aubenay e-kerzh e veaj e Breizh. En XIXvet kantved e oa bet krouet ar pep brasañ anezhe e gwirionez. D’ar mare-se e oa bet lakaet menec’h an Templ da dud fallakr, ar Venec’h Ruz anezho, bet skrivet kement a draoù war o c’hont e Breizh. Kaerañ danevell zo eo gwerz an Tri Manac’h Ruz, bet dastumet gant Kêrvarker en e Varzaz Breiz, digant ur glaskerez-vara eus Nizon.  Kaoz zo enni eus marv kriz Katellig ar Moal, bet gwallet gant tri Manac’h Ruz ha bet veñjet diwezhatoc’h gant ar c’hrouadur bet ganet diwar an torfed-se. C’hoarvezet e vije an darvoud-se e tro an XIIIvet hag ar XIVvet kantved pa oa Alan Morel eskob Kemper. Danevelloù a seurt-se a gaver e lec’h all estroc’h evit e Breizh-Izel. Bezañ zo dioute e Bro C’hallo ivez, evel an hini bet embannet gant Louis-Christian Gautier, diwar ar pezh a oa bet dastumet e Gwerc’h-Breizh (La Guerche) gant Michel Lascaux e 1974, diwar Menec’h Ruz, torfedourien ha falskredourien anezho, tonket da vezañ devet gant tan an ifern. Estroc’h evit brud fall a vez taolet war ar Venec’h Ruz gant mojennoù Breizh koulskoude, daoust d’ar pezh a greder alies.  Damgomprenet e oa bet kement-mañ gant Amédée Guillotin de Corson, e tro an XIXvet hag an XXvet kantved p’en doa treuzkaset ur goñchenn veuleudius diwar-benn mestr an Templ bet o sikour ul laer deuet morc’hed dezhañ, en doa savetaet e vuhez. Liv ur galloud dreistordinal an hini zo taolet war skeudenn menec’h an Templ gant an hengoun, forzh e vije heuzus pe meuleudius an daolenn. Displeg a ra kement-mañ petra zo kaoz eo chomet ken bev an hengoun anezho betek an deiz a hirie.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Josserand, « Ar Venec’h ruz e hengoun Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-venec-h-ruz-e-hengoun-breizh