Armand Pichon - Motrev

ARMAND PICHON

Armand Pichon a zo bet marichal, o terc'hel ur c'hovel e Motrev 'pad e vuhez. Bremañ 'mañ war e leve.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Petra 'blij doc'h 'mod-all, pesketa pe chaseal ?

Armand : 'Mann 'bet è !

Lors : Nann ?

Armand : Nann nann … nann nann

Lors : Brikoliñ ha labour'd 'ba 'r feurm ?

Armand : A ya ya sepet d'ar sul... d'ar sul 'ran mann ebet !

Lors : D'ar sul ret 'mann...

Armand : O yo yo

Lors : Ha n'et ket d'an avern ?

Armand : O yao, pe vé avern 'ba Moter ha 'c'h amp hon daou

Lors : Ho daou 'c'h et d'an avern ?

Armand : Med matren vé avern diou wech ar miz … ur wech ar miz ?

Annick : Diou wech !

Armand : 'Wechoù 'vé d'ar sa'rn....

Lors : Ya

Armand : Ha gou'-se wechoù 'vé d'ar … d'ar sul neun

Lors : A 'blam n'eus ket personed 'wac'h ?

Armand : Bin n'eus ket tud eu matren 'vemp …pe vemp ' asistiñ d'an avern a-c'hiz-se ugent den

Lors : A ya

Armand : ha wech' ta … 'ta dac'h Sant Hern pe Keraes c'hoazh

Lors : A ya

Armand : Mmm 'ta ket … 'ta ket tud d'an avern... ar re gozh naint ket kap d'hont ken, ar re yaouank taint ket !

Lors : Nann

Armand : Nann … lar't … lar't 'vé 'ba 'ba Keraes n'eus ket 'met tri berson 'vi 'vi c'hwec'h pe seizh barrez 'm'nneg

Lors : A bin

Armand : Nann nann nann

Lors : ' Ra ket kalz hin

Armand : Nann justam'nt

Lors : Dao dê galoup'd koa partoud

Armand : Ya 'wechoù 'raint diou avern d'ar sul koa

Lors : A ya memes devezh koa

Armand : Ya ya un' da unneg eur 'benneg ha un' ell deus div eur hanter pe un dra m'nneg a' mod-se koa

Lors : Ya ya ya ha pe 'vé interamañchoù vé tud 'ba 'n ilis memestra

Armand : O ya o ya, 'n interamañchoù 'vé tud !

Lors : Ya

Armand : O yao … an dra-he … an dra-he 'chom

Lors : An dra-he 'chom papred

Armand : Ya ya ya

Lors : Hag eureujoù 'vé è ?

Armand : O vé ket 'c'hat o un ' diou wech ar blâ matren … badeañchoù matren vé muioc'h

Lors : A badeañchoù 'vé

Armand : Ya, be'... be' 'vé ur pardon 'm'nneg

Lors : Ya ur pardon

Armand : Ya aze 'meump ur chapel hanter hent deus alem' da Blevin « Sainte … Sainte Brigitte »

Lors : Santez Berc'het ?

Armand : « Sainte Brigitte » é

Lors : Peseurt mod lar't in brezhoneg Santez Berc'het n'é ket

Armand : Eu... Sant Alar

Lors : A Sant Alar

Armand : « Saint Eloi » Sant Alar é bet 'vi ar c'herzeg

Lors : A 'vi ar c'herzeg, ya Sant Alar, peseurt mod larit in brezhoneg Sant Alar

Armand : Sant Al'r

Lors : Sant Alar ha neun … med 'blam beta 'vé lar't « Sainte Brigitte » in galleg ?

Armand : Ouian ket 'dam beta 'vé laret « y'a deux saints» neun matren

Lors : Matren 'zo daou sant ya

Armand : Ya ha 'oamp bet deg vlâ ado'r ar chapel

Lors : O me 'ma lenn't se wa' 'r journal

Armand : « Ah voilà » ya

Lors : Ha c'hwi 'oa barzh è

Armand : Ya ya me m'eus … me 'ma … n'oun ket b'lec'h 'mañ ar foto dac'h ar groaz

Lors : O med gwel't 'vo war-lerc'h

Armand : Me … me 'ma g'aet … ur groaz 'oa war beg an tour

Lors : Mein greun

Armand : ha 'oa brein hi

Lors : Ya

Armand : ha 'n hain' 'n om okup' 'lar din … « o kap oc'h d'o'r ur groaz a' mod-se ?», « ya ha » eñ 'lare din « 'vel é g'aet-hi hin », lar-eñ, « ya ya », laren dañ neb « soudure » na mann 'bet … toud ga' 'ba 'r c'hoï

Lors : A ya

Armand : A ya ya

Lors : Ha 'peus graet neï ka

Armand : A ya ya ya …

Lors : Ur groaz hou'rn koa

Armand : Ur groaz hou'rn ya

Lors : Ha 'vé ket gwel't …

Armand : A nann nann nann nann nann nann nann … gwechell 'ba 'r c'hoï (govel) 'vize graet toud... bon un tamm hou'rn rond lakaer nañ « carré », ma vé un tamm « carré » lakaer nañ rond, 'vel 'pa c'hoant d'o'r

Lors : Ha penvar' 'peus graet ar groaz nê ?

Armand : O brem ' 'zo deg... o n'eus ket deg vlâ 'zo … nann n'eus ket deg vlâ 'zo 'c'ha !

Lors : Set' ar c'hoï 'zo amañ c'hoazh ?

Armand : « hein » ?

Lors : 'Ba 'ba pelec'h 'peus labouret neï ?

Armand : 'Ba amañ, 'ba 'r c'hoï … med 'benn neun 'benn neun me 'oan ket ahe ken 'naon ' koa me 'ma feurm't med me oa vet d'o'r memestra koa

Lors : Hag é chomet ar c'hoï ?

Armand : A ya ya

Lors : A ya

Armand : Ya

Annick : « mais la forge, y'a plus, si ? »

Armand : « hein ? »

Annick : « y'a plus de forge là »

Armand : « Non non non si le ventilateur et tout … »

Lors : Ya med 'benn neun...

Armand : An anne', 'n anne' m'eus kaset da di ma merc'h, hag ar morzholed 'zo chomet neun...

Lors : A ya, med 'benn 'peus graet ar groaz 'oa ar c'hoï ?

Armand : Ya ya ya ya ya !

Lors : Med … mond a rin d'o'r ur gwel deus ar groaz ahe

Armand : Yao gwel't 'wac'h a ri neï 'ba beg... 'ba beg an tour 'vé gwel't neï ha neun é a-mod-se koa ur « machin » a' mod-se ha ur « droite »

Lors : A ya

Armand : A ya c'hwi 'dap un tamm hou'rn ha ga' … ga' ur gizell c'hwi ' faout nañ ha ronteet nañ 'ba 'r penn 'n d'dan !

Lors : Ya

Armand : Ha gou'-ze neun 'cheñchet an daou … an daou du

Lors : Ya

Armand : A ya med hhhh

Lors : Ha 'benn 'oa-hi echuet peus … peus livet neï

Armand : A nann nann « euh » tommañ neï 'vé graet ha lak... lak … ru ha lak't neï 'ba 'n eoul

Lors : 'Ba 'n eoul ?

Armand : Ya

Lors : A ya

Armand : Ha neun 'ta hi du

Lors : A du

Armand : Ha war-lerc'h ' verked' ket neï

Lors : A bon

Armand : Nann

Lors : A 'ouien ket se 'c'ha

Armand : Yao … ha lak' neï gou'-se war … war 'r min

Lors : Ya

Armand : Ha lak' … ha fiks' neï ga' … ga' « du plomb »

Lors : A, plomm !

Armand : Ya

Lors : A' mod-se 'vouj' ket, koa

Armand : A nann nann … med 'n hain goz 'ma tennet kuit a' mod-se è … 'oan vet ga' 'r « chalumeau » ha tommet ar « plomb » ha cheñchet neï 'maez

Lors : A ya

Armand : Ar re-he 'ouie ket nê p'seurt mod 'oa … me 'lare 'ouian ket pet' é an dra-he, n'é ket siman' na mann 'bet lar'nt-hè med nann nann nann 'laren dê

Lors : Ha c'hwi … c'hwi 'ouie ?

Armand : Ya … me 'lare dê ma 'zec'het d'o'r c'het da dorr' ar min damaïck 'laren dê

Lors : A ya

Armand :Ha 'met tommet neï … « klak », ha cheñchet neï 'maez

Lors : Ha dioustu...

Armand : « Ah bin dis donc » ' lare-è

Lors : Ha 'oaint chom't soue'et, koa

Armand : Ya … bon gou'-se neun 'lak' an hain' ell, neun lak neï blomm ha tomm' « plomb » ha lak' neï eu

Lors : Ha neun 'oa …. ha brema' 'vich ' ket, koa

Armand : A ya ya

Lors : Ha neun … bid 'zo ur pardon 'michañs ?

Armand : Ya ya 'ba « fin … fin » fin miz eost pe

Annick : « juillet »

Lors : ' Fin miz gouer' ?

Armand : Ya justam'

Annick : « Fin juillet » miz ar foen

Armand : « non »

Lors : N'é ket … miz ar foen 'zo « juin »

Armand : « juin »

Lors : Miz gouer' ?

Armand : Miz kouer' !

Annick : A ya

Lors : Miz gouer' 'zo « juillet », a ya

Armand : Ya ya

Annick : A

Armand : Yao yao gast Annick

Lors : Yao yao yao … set' fin miz gouer' 'zo ur pardon koa

Armand : Ya ya … ahe vé « d'habitude » diou pe deier bade'ian pe 'n dra 'benneg a' mod-se bewech

Lors : An devezh-te koa

Armand : Ya ya, 'brofitain dac'h ar pardon 'vi'...

Lors : Ha neun … neun ' zigas tud, koa

Armand : Ya ya

Lors : A ya ha bez 'vé … bez 'vé ur « buvette » petram'

Armand : A ya ya ya, « un vin d'honneur » 'vé warlerc'h koa

Lors : A ya, ha bez 'vé ur fest-noz petram'

Armand : A 'vé ket … « euh » 'raog 'raemp ur … ur … ur pred

Lors : Ya

Armand : Ha bez ' vize sonerien brezhoneg ha traoù, med brem' 'vé ket ken

Lors : Brem ' 'vé ket ken ?

Armand : Nann nann, brem' 'vé ket just 'met an aver'n « oh oui »

Lors : Ha 'vé ket pred 'bet ken

Armand : Nann nann nann pppfff hain ebet 'c'houla 'n om okup' ken na mann 'bet

Lors : A, d'o'r ar boued ha toud ?

Armand : Ya justam'

Lors : Ha peseurt … pet'a 'viz kinniget ...roet d'an dud 'pad ar pred-ma', friko prun petram'...

Armand : O un tamm dac'h toud 'vize, hin

Lors : A ya

Armand : Ya

Lors : Un antree ' vize eu ?

Armand : 'Raog ya ya ya

Lors : A ya

Armand : Ya ya

Lors : Ha pato warlerc'h

Armand : Ha pato ha... alies

Annick : « gratin »

Armand : « ouais ouais » pato « ouais »

Lors : « Gratin » ya ya ha kig … kig eu

Armand : Ya alies … 'wechoù 'viz' komañd't an dra-he 'ba Kerahes … 'vize ket 'met adtomm' nañ d'o'r, koa, hin

Lors : A, 'ba ti Manac'h ?

Armand : Ya justam', ya !

Lors : A ya, med an dra-he 'goust ker ?

Armand : Justam' … « eu » ' c'houniaent mann 'bet nê !

Lors : A nann

Armand : Ar « chapiteau » 'vi'e dao feurm'

Lors : Se 'zo ker eu...

Armand : A justam' ya ha neuhe mond da glask kadorioù …d a glask bankoù ha

Lors : O la la

Armand : Nann nann nann nann nann 'chome mann 'bet gate mann 'bet

Lors : Med pe vize graet 'raog mod kozh neun 'jome arc'hant ?… kalz ?

Armand : A ya ya ya ya ya ya …

Lors : A ya pe ' vé red pren' toud ha feurm' toud a bin

Armand : A nann nann nann ha gou'-se neun viz' g'aet 'ba' 'r « salle polyvalente » amañ 'giz-ma'

Lors : Ya

Armand : Mem' brem' vé g'aet c'hoazh è

Lors : Ar pred

Annick : 'Vé ket ...' vé ket « repas » ken

Armand : 'Vé ket « repas » ken è

Annick : « Ça coûte trop cher »

Lors : A goust re ger ya … a ya 'vé ket pred 'bet ken brem'

Armand : Nann nann nann

Lors : A an dra-he 'zo drol … med trist é memestra pugur pe vé ur pred bras a-mod-se 'vé...

Armand : An dud ' chom !

Lors : Bin ya, hag é joaüs koa !

Armand : Ya

Lors : Ya, 'michañs vé kanet ha toud ?

Armand : O ya ya, ha dañs, ha traoù...

Lors : A ya, bon matren 'teuï en dro ?

Armand : Bin ya ya, med dao é kaout tud da 'n om okup' eu !

Lors : Just 'wac'h !

Armand : Ha an dud 'c'houlant ket ken ….

Lors : Nann brem'

Armand : Nann nann

Lors : Nann nann

Armand : Me 'zo bet matren izhpenn tregont vlâ 'ba 'r « c'homite des fêtes » 'ba Moter', benn neuhe 'viz' koursoù ha traoù !

Lors : A ya

Armand : O iao « cyclocross » ha « lutte bretonne » ha traoù a' mod-se

Lors : Toud an traoù

Armand : Ha tud, pegem' 'viz', oiaou ahe 'viz tud !

Lors : Ya med ahe ahe … d'ar mare-se an dud 'oa prest da labour'd 'vi nintra !

Armand : Justam' ya … o ya tud, ahe 'viz' tud 'labour'd !

Lors : A ya ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Petra a blij deoc'h mod-all, pesketa pe chaseal ?

Armand : Mann ebet ivez...

Lors : Nann

Armand : Nann nann ….nann nann

Lors : Brikoliñ ha labourat e-barzh ar feurm ?

Armand : A ya ya … sepet d'ar sul … d'ar sul ne ran mann ebet !

Lors : D'ar sul ne rit mann …

Armand : O io io

Lors : Ha n'it ket d'an oferenn ?

Armand : O eo pa vez oferenn e-barzh Motrev hag ez eomp hon-daou

Lors : Ho-taou ez it d'an oferenn...

Armand : Mes marteze a vez oferenn div wech ar miz ...ur wech ar miz

Annick : Div wech...

Armand : A-wechoù e vez d'ar sadorn.

Lors : Ya

Armand : Ha goude-se a-wechoù e vez d'ar … d'ar sul neuze

Lors : A, abalamour n'eus ket personed a-walc'h ?

Armand : Bin n'eus ket tud « euh » marteze e vezomp … pa vezomp oc'h asistiñ d'an oferenn ar c'hiz-se, ugent den ?

Lors : A ya

Armand : Hag a-wechoù a zeu … a zeu diouzh Sant Hern pe Keraez c'hoazh

Lors : A ya

Armand : Humm ne zeu ket ...Ne zeu ket tud d'an ofern … ar re gozh n'int ket kap da zont ken, ar re yaouank ne zeuont ket

Lors : Nann

Armand : Nann … Laret … laret e vez e-barzh … e-barzh Keraez n'eus ket 'met tri berson evit … evit c'hwec'h pe seizh parrez bennaket

Lors : A bin

Armand : Nann nann nann

Lors : Ne ra ket kalz « hein »

Armand : Nann justamant

Lors : Dav dezho galoupat, koa, partout !

Armand : Ya, a-wechoù e reont div oferenn d'ar sul koa

Lors : A ya, memes devezh koa

Armand : Ya ya, unan da unneg-eur bennaket, hag unan all diouzh div eur hanter, pe un dra bennak ar mod-se koa

Lors : Ya ya ya, ha pa vez interamantoù e vez tud e-barzh an iliz memestra ?

Armand : O ya o ya, en interamantoù a vez tud !

Lors : Ya

Armand : O eo … an dra-se a chom

Lors : An dra-se a chom bepred

Armand : Ya ya ya

Lors : Hag euredoù a vez ivez ?

Armand : O na vez ket moarvat … o unan div wech ar bloaz marteze … badeziantoù a vez muioc'h

Lors : A, badeziantoù a vez ?

Armand : Ya pa ...pa vez ur pardon bennak

Lors : Ya, ur pardon

Armand : Ya, aze hon eus ur chapel hanter hent diouzh alemañ da Blevin, « Sainte … Sainte Brigitte »

Lors : Santez Berc'hed ?

Armand : « Sainte Brigitte » eo

Lors : Peseurt mod a larit e brezhoneg, Santez Berc'hed n'eo ket ?

Armand :Euh, « Sant Alar »

Lors : A, Sant Alar ?

Armand : « Saint Eloi », Sant Alar eo bet evid ar c'hezeg

Lors : A evid ar c'hezeg, ya, Sant Alar ...peseurt mod a larit e brezhoneg … Sant Alar...

Armand : Sant Talar

Lors : Sant Talar ha neuze … abalamour da betra e vez laret « Sainte Brigitte » e galleg ?

Armand : Ne ouian ket abalamour da betra e vez laret, « y'a deux saints » neuze marteze ?

Lors : Marteze a zo daou ... sent ya... daou sant

Armand : Ya, hag e oamp bet deg vloaz oc'h adober ar chapel

Lors : O, me am boa lennet se war ar journal !

Armand : « Ah voilà » ya

Lors : Ha c'hwi a oa e-barzh ivez ?

Armand : Ya ya me am eus … me am boa … n'ouzon ket da belec'h emañ (aet) ar foto diouzh ar groaz...

Lors : O, mes gwelet e vo war-lerc'h

Armand : Me … me am boa graet … ur groaz e oa war beg an tour

Lors : … mein greun

Armand : Hag e oa brein hi

Lors : Ya

Armand : Hag an hini en em okupe a lar din … « o, kap oc'h d'ober ur groaz ar mod-se ? » ya, hag eñ a lare din … « evel eo graet-hi, "hein" » a lar-eñ... « ya ya », e laren dezhañ, « hep "soudure" na mann ebet … tout gant … e-barzh ar c'hovel (hoï) »

Lors : A ya ?

Armand : A ya ya !

Lors : Hag ho peus graet anezhi, ya ?

Armand : A ya ya ya !

Lors : Ur groaz houarn koa

Armand : Ur groaz houarn ya

Lors : Ha na vez ket gwelet …

Armand : A nann nann nann nann nann nann nann ... gwechall e-barzh ar c'hovel e veze graet tout, bon un tamm houarn ront e lakaer anezhañ « carré », ma vez un tamm « carré » e lakaer anezhañ ront evel ho poa c'hoant d'ober...

Lors : Ha pevare ho peus graet ar groaz nevez ?

Armand : O bremañ a zo dek … n'eus ket deg-vloaz a zo … nann, n'eus ket deg-vloaz a zo moarvat

Lors : Setu ar c'hovel a zo amañ c'hoazh ?

Armand : « Hein » ?

Lors : E-barzh … e-barzh pelec'h ho peus labouret anezhi ?

Armand : E-barzh amañ, e-barzh ar c'hovel … mes a-benn neuze … a-benn neuze me ne oan ket aze ken ac 'hanon koa … me am boa feurmet … mes me a oa bet d'ober memestra koa

Lors : Hag eo chomet ar c'hovel ?

Armand : A ya ya

Lors : A ya

Armand : Ya

Annick : « Mais la forge y'a plus... si ? »

Armand : « Hein » ?

Annick : « Y'a plus la forge, là »

Armand : « non non non si le ventilateur et tout ... »

Lors : Ya mes a-benn neuze...

Armand : An annev … an annev am eus kaset da di ma merc'h, hag ar morzholed a zo chomet neuze

Lors : A ya mes a-benn ho peus graet ar groaz e oa ar c'hovel

Armand : Ya ya ya … ya ya

Lors : Mes … mont a rin d'ober ur gwel d'ar groaz aze

Armand : Eo … gwelet a-walc'h a ri anezhi e-barzh beg … e-barzh beg an tour a vez gwelet anezhi … ha neuze eo ar mod-se koa ur « machin » ar mod-se hag ur « droite »

Lors : A ya

Armand : A ya … c'hwi a dap un tamm houarn ha gant … gant ur gizell c'hwi a faout anezhañ hag e rontait anezhañ e-barzh ar penn en dan

Lors : Ya

Armand : Ha goude-se neuze e sachit an daou … an daou du

Lors : Ya

Armand : A ya mes hhhhh

Lors : Hag a-benn e oa-hi echuet ho peus … ho peus livet anezhi

Armand : A nann nann « euh », tommañ anezhi a vez graet ha laket ...laket … ruz ...ha laket anezhi e-barzh an eoul

Lors : E-barzh an eoul ?

Armand : Ya

Lors : A ya

Armand : Ha neuze a ta-hi du

Lors : A du

Armand : Ha war-lerc'h ne vergl ket anezhi

Lors : A bon

Armand : Nann

Lors : A ne ouien ket se moarvat

Armand : Eo … ha lakat anezhi goude-se war ...war ar maen

Lors : Ya

Armand : Ha laka ...ha fiks anezhi gant « du plomb »

Lors : A, plomm !

Armand : Ya

Lors : A ya, ar mod-se ne vouja ket koa

Armand : A nann nann … mes an hini gozh am boa tennet kuit ar mod-se ivez, e oan bet gant ar « chalumeau » ha tommet ar « plomb », ha sachet anezhi maez

Lors : A ya

Armand : Ar re-se ne ouie ket anezho peseurt mod e oa … me a lare « ne ouian ket petra eo an dra-se », « n'eo ket simant na mann ebet » a larent-int mes « nann nann nann » a laren dezho

Lors : Ha c'hwi … c'hwi a ouie ?

Armand : Ya … me a lare dezho ma zalc'hit d'ober ez it da dorriñ ar maen bremaïk a laren dezho

Lors : A ya

Armand : Ha nemet tommet anezhi … klak … ha ha sachet anezhi maez !

Lors : Ha diouzhtu...

Armand : « Ah ben dis donc ! » a lare-int

Lors : Hag e oant chomet souezhet, koa

Armand : Ya … bon goude-se neuze lakat an hini all neuze, lakat anezhi 'blomm ha tommañ « plomb », ha lakaad anezhi ivez

Lors : Ha neuze e oa … ha bremañ ne fich ket koa

Armand : A ya ya

Lors : Ha neuze … bez a zo ur pardon emichañs

Armand : Ya ya e-barzh « fin … fin » fin miz eost pe …

Annick : « Juillet »

Lors : Fin miz gouere

Armand : Ya justamant

Annick : « Fin Juillet » miz ar foen ?

Armand : « non »

Lors : N'eo ket … miz ar foen a zo « juin »

Armand : « Juin »

Lors : Miz gouere ?

Armand : Miz gouere

Annick : A ya

Lors : Miz gouere a zo « Juillet », a ya

Armand : Ya ya

Annick : A

Armand : Eo ! eo gast, Annick !

Lors : Eo eo eo … setu fin miz gouere a zo ur pardon koa

Armand : Ya ya … aze a vez « d'habitude » neuze diou pe deier badeziant pe un dra bennaK ar mod-se bewech

Lors : An devezh-se koa

Armand : Ya ya, e brofitont eus ar pardon evid …

Lors : Ha neuze a zegas tud koa

Armand : Ya ya …

Lors : A ya ha bez e vez … bez e vez ur « buvette » peotramant

Armand : A ya ya ya « un vin d'honneur » a vez war-lerc'h koa

Lors : A ya ha bez e vez ur fest-noz peotramant

Armand : A ne vez ket « euh » araok a raemp ur … ur … ur pred

Lors : Ya

Armand : Ha bez e veze sonerien brezhoneg ha traoù mes bremañ ne vez ket ken

Lors : Bremañ ne vez ket ken ?

Armand : Nann nann, ne vez ket just nemet an oferenn, « oh oui »

Lors : Ha ne vez ket pred ebet ken ?

Armand : Nann nann nann pppffff, hini ebet na c'houll en em okupiñ ken, na mann ebet !

Lors : A d'ober ar boued ha tout...

Armand : Ya justamant

Lors : Ha peseurt...petra a veze kinniget ... roet d'an dud e-pad ar pred-mañ ...friko prun peotramant....

Armand : O un tamm eus toud a veze « hein »

Lors : A ya

Armand : Ya

Lors : Un antre a veze ivez ?

Armand : A-raok, ya ya ya

Lors : A ya

Armand : Ya ya

Lors : Ha pato war-lerc'h ?

Armand : Ha pato hag alies

Annick : « Gratin »

Armand : « ouais ouais » , pato ,« ouais »

Lors : « Gratin » ya ya ha kig … kig ivez

Armand : Ya, aliez e veze komañdet an dra-se e-barzh Keraez … ne veze ket nemet adtommañ anezhañ d'ober koa « hein »

Lors : A e-barzh ti Manac'h ?

Armand : Ya justamant ya

Lors : A ya, mes an dra-se a goust ker...

Armand : Justamant … « euh » ne c'hounezaent mann ebet anezho

Lors : A nann

Armand : ar « chapiteau » a veze dav feurmiñ

Lors : Se a zo ker ivez

Armand : A justamant ya ha neuze mont da glask kadorioù … da glask bankoù ha...

Lors : O la la

Armand : Nann nann nann nann nann, ne chome mann ebet ganto, mann ebet !

Lors : Mes pa veze graet ar-aok mod kozh neuze e chome arc'hant... kalz

Armand : A ya ya ya ya ya ya …..

Lors : A ya pa vez ret feurmiñ tout ha prenañ tout, a bin ....

Armand : A nann nann nann ha goude-se neuze e veze graet e-barzh ar « salle polyvalente » amañ e-giz-mañ

Lors : Ya

Armand : Memes bremañ a vez graet c'hoazh ivez

Lors : Ar pred ?

Annick : Ne vez ket … ne vez ket « repas » ken

Armand : Ne vez « repas » ken ivez

Annick : « Ça coûte trop cher »

Lors : A goust re ger ya … a ya ne vez ket pred 'bet ken bremañ

Armand :Nann nann nann

Lors : A an dra-se zo drol … mes trist eo memes tra peogwir pa vez ur pred bras ar mod-se a vez …

Armand : An dud a chom

Lors : Bin ya, hag eo joaüs koa !

Armand : Ya

Lors : Ya, emichañs e vez kanet ha tout...

Armand : O ya ya ha dañs ha traoù

Lors : Ya bon, marteze a deuio en dro

Armand : Bin ya ya, mes dav eo kaout tud d'en em okupiñ ivez

Lors : Just a-walc'h

Armand : Hag an dud ne c'houllont ket ken

Lors : Nann bremañ

Armand : Nann nann

Lors : Nann nann

Armand : Me a zo bet marteze ouzhpenn tregont vloaz e-barzh ar c'homite « des fêtes » e-barzh Motrev hag a-benn neuze e veze koursoù ha traoù

Lors : A ya

Armand : Oyao « cyclo-cross » ha « lutte bretonne » ha traoù ar mod-se !

Lors : Toud an traoù

Armand : Ha tud, pegement a veze, oiaou ! Aze a veze tud !

Lors : Ya mes aze aze ... d'ar mare-se an dud a oa prest da labourat evit netra

Armand : Justamant ya … o ya tud aze a veze tut o labourad

Lors : Ya ya ya

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh