Arouezioù Breizh

Aozer : Divi Kervella / Here 2017
Du, ruz, aerouant, erminig, triskell, brug, n'eo ket an arouezioù o deus graet diouer da Vreizh a-hed ar c'hantvedoù. An holl anezho n'int ket kozh dre ret, ar pezh a ziskouez mat e oar ar Vretoned reneveziñ o arouezelezh. Darn a zo aet da get, met tomm e chom kalon ar Vretoned outo. O banniel da gentañ holl, a zo degemeret eus ar c'hentañ gant an darn vrasañ anezho, hep bezañ kollet e nerzh da gas ar stourmoù war-raok.

An du : “liv” ar Vretoned

Anavezout a reer skouerioù eus er groaz du er pemzekvet kantved, evel ma tiskouez an enlivadur a gaver e dornskrid  Compillations de Cronicques et Ystores des Bretons, ma weler Emgann an Tregont. Ur banniel e groaz du a weler ivez evit diskouez trec'h Paotred tuad Charlez Bleiz pa dapjont Kêr-Wened e 1342, e dornskrid Guillaume Fillastre (enlivadur eus ar 15vet pe ar 16vet kantved). Kred : BnF.
Skoedoù ront ha du a oa gant ar Vrezhoned enframmet en arme Roma gozh. E deroù an IXvet kantved ec'h eilgerias Morvan, roue ar Vrezhoned, da gannad Loeiz an Deol : “...gwenn eo ho skoedoù-c'hwi met outo e c'halljen enebiñ ur bern reoù ha goloet int gant ul liv teñval...” hag en Armes Prydein Vawr (Diougan bras Preden), un destenn gembraek eus an Xvet kantved, ez eus anv eus “armeadoù du Breizh Vihan”.
N'eus tamm prouenn avat e vije bet eus ur banniel gwenn e groaz du da vare ar C'hroaziadegoù. Sevel a ra kentoc'h, evel ar reoù all savet war ar memes patrom (kroaz ruz ar Saozon, kroaz wenn ar Frañsizien...) da vare ar Brezel Kant Vloaz. Kavet e vo diwezhatoc'h evel banniel-mor, gant brizhennoù erminig.

An aerouant hag ar ruz

A bep seurt traoù a ro da c'houzout dimp e veze graet gant an aerouant ruz gant pennoù bras ar Vrezhoned, koulz reoù an Douar-bras ha reoù an Enez, da vare ar Grennamzer uhel. Er penn kentañ e oa ur seurt mañch-aer danvez, gant ur genoù metal, a veze gwintet e penn ur vazh hir. Tres an aerouant ruz war ur banniel bras a voe eeunaet en ur bandenn ruz war ur foñs gwenn. Gwelet a reer ivez e kaver bandennoù ruz war ardamezioù an tiegezhioù nobl a lavar diskenn eus roueed Breizh.

An erminig : deuet eus an arallvro

En heraldik eo an erminig ur feur stilekaet, gwenn-holl eo (liv e feur e-pad ar goañv) gant beg lost al loen (du-pod) staget a-engroaz. Deuet eo an erminig en istor Breizh gant Pêr Dreux, lesanvet ar Brizhkloareg, anezhañ ur priñs kapesian deuet da vezañ pried Aliz, hêrez an dugelezh e 1214. Ar priñs kenseurt-se a rae gant ardamezioù e diegezh (echedaouet en aour hag en glazur).

Gwerenn niv. 122 dindan rozenn greisteiz iliz-veur Chartrez. Warni e weler Pêr Dreux gwisket gant ur sae echedaouet en glazur hag en aour e grennbalefarzh en erminig. Kred : Jean-Yves Cordier-www.lavieb-aile.com.

Evit dishañvalout diouzh tud all e diegezh e ra gant ur diforc'h, a zo ur c'hrennbalefarzh evitañ. Unan eus e ziskennidi, Yann III (1321-1341), eo a zivizas lakaat ar c'hrennbalefarzh-se da dalvezout evit ar skoed a-bezh, ar pezh a vez graet erminig plaen. Gant an dibab-se e kord livioù an dug, ar gwenn hag an du, gant al livioù a seblante bezañ reoù Vreizh c'hoazh. Diwar an amzer-se e teuas an erminig da vezañ unan eus an doareoù da gas war-raok brud politikerezh pennoù meur Breizh.

Un taol politikel e seblant bezañ. Tres ar brizhennoù war ur foñs plaen a laka duged Breizh da vezañ war ar memes live ha roueed Frañs gant o skoed en glazur e flourdiliz en aour. War ar memes tro e tilezont al livioù glas ha melen, reoù roue ar Frañs eta, evit diskouez ez int digabestr a-grenn.

Al lizherennoù L hag A evit Loeiz XII hag Anna Vreizh kurunennet hag eilet gant arouez pep hini, an hoc'h-dreinek hag an erminig. Ar sturiad Potius mori quam foedari (e brezhoneg : Kentoc'h mervel eget bezañ saotret ; e galleg : Plutôt la mort que la souillure) a zegas soñj eus ar vojenn a lavar e kav gwell an erminig mervel eget kailhariñ e feur gwenn-kann. Ur youc'h a zo ivez : Kentoc'h mervel, doare berraet ar sturiad, hag ivez Da viken, evit Breizh da viken. Kred : Eurioù, 15vet kantved, Teurgn, Levraoueg kêr, ds. 217. Mammenn : bvmm.irht.cnrs.fr.

Mojennoù a voe savet, ha kronikourien ’zo a embannas e voe degemeret arouez an erminig adalek penn kentañ istor Breizh. Tamm-ha-tamm e voe degemeret an arouez-se gant an dud, ha dont a reas an erminig, koulz an ardamezioù hag al loenig, da vezañ arouez pennañ Breizh.

Ar geltiegezh o tont war-wel

E-kerzh an XIXvet kantved e kav Breizh en-dro he gwriziennoù keltiek ha liammoù a vez graet gant ar broioù keltiek all, e-sigur emsav an drouized da gentañ penn.

An triskell

Tresadenn gant R.-Y. Creston evit Kan da Gornog skrivet gant Youenn Drezen.

Dont a ra ar ger triskell eus ar gresianeg triskelês (teir esker pe teir gar). Un arouez eo hag a vez kavet dre ar bed. Dre ma vez kavet kalz hag ingal en arz La Têne eo lakaet da vezañ arouez pennañ ar Gelted. Abalamour da gement-se e voe adkemeret gant arzourien Breizh etre an daou vrezel. Brud a dapo buan a-drugarez da luskad arzourien ar Seizh Breur, o doa lakaet da bal reneveziñ arz pobl Vreizh. Ul lusk nevez a dapo e dibenn ar bloavezhioù 1960 gant berzh ar sonerezh keltiek giz nevez e Breizh.

Ur c'han hollgeltiek

“Bro Gozh ma Zadoù, diwar Hen Wlad fy Nhadau, savet e 1856, a zo kan broadel Kembre. E-tro ar bloaz 1897 e voe savet an doare brezhonek gant ar barzh Taldir (Frañsez Jaffrennou, 1879-1956), a zeuy diwezhatoc’h da vezañ Drouiz Meur Breizh. Lakaet e voe da “gan broadel Breizh” e-kerzh kendalc’h Kevredigezh Vroadel Breizh, bodet e 1903 e Lesneven. D’ar mare-hont e klaske Kevre ar Gelted lakaat kan broadel Kembre da vezañ kan broadel an holl vroadoù keltiek. Met n’eus nemet ar broioù predenek (Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) a-gement o deus graet an dibab-se.

Ur blantenn pe ziv

Ar brug, arouez dalc’husted ar Vretoned, hag a c’halv da zihun Breizh gant o c’hleierigoù. Arouez Keltia eo ivez. Lakaet e vez al lann da arouez Breizh a-wechoù ivez. Berzh a raent en XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved met abaoe ne vezont ket lakaet nemeur war-raok.

Ur banniel d’ar pevar avel

Graet e vez ar “Gwenn-ha-Du” anezhañ. Deuet eo da vezañ arouez pennañ Breizh. Daoust da se n’eo ket ken kozh-se. Savet eo bet e-kerzh ar bloavezhioù 1920 gant an arkitektour Morvan Marchal, eilet gant Ronan Klec’h (lesanv René Rickwaert). O fal e oa reiñ da Vreizh un arouez modern da Vreizh, war skouer ar pezh a veze graet e lec'h all en Europa ma veze gwelet ar pobloù o tihuniñ (Iwerzhon, Katalonia, Finland, Bro-Vask...) o kemer bannieloù gant tresoù modern. Miret e voe al livioù hengounel, ar gwenn hag an du hag ar brizhennoù erminig, en ur ouzhpennañ bandennoù gwenn ha du evit diskouez pegen liesseurt eo Breizh. D'an ampoent e veze tamallet d’ar banniel a veze graet gantañ betek neuze — an hini erminigaouet, banniel an duged — e zoare mod kozh, blaz ar renad kozh gantañ ha diaes da welet, betek ma veze kemeret alies evit banniel ar roueelourien c'hall. D’an 20 a viz Gwengolo 1927 e voe dibabet ar banniel nevez da “vanniel broadel Breizh” e-kerzh emvod diazezañ Strollad Emrenerien Breizh a oa ennañ holl luskadoù an emsav breizhek eus an ampoent. Da gentañ ne veze graet gantañ nemet gant an emsaverien bolitikel ha sevenadurel, met tamm-ha-tamm e voe degemeret gant an holl e Breizh adalek ar bloavezhioù 1960.

N’eo ket ken ur banniel ken emsavel ha ma oa a-raok, met gwelet e vez alies-kenañ bremañ gwintet gant ar Vretoned o veajiñ dre ar bed-holl.

Un arouez da vont ha da zont

BZH eo doare krennet an anv BreiZH. Ijinet e voe da gentañ penn gant studierien vreton eus Pariz, pa oant izili eus ar MOB (Luskad evit Aozañ Breizh), e doare ur pegsun da begañ ouzh revr ar c’hirri-tan. Berzet e voe da gentañ penn ...ar pezh a zegasas muioc'h a vrud dezhañ c'hoazh ! Graet en deus e doull hag e 2014 e voe degemeret da vat evel astenn internet (.bzh), dek vloaz goude ma voe roet lañs d'ar raktres.

“Ofisielaet” eo bet banniel Breizh pa voe degemeret war ar plakennoù kirri. Nav bandenn a zo ouzh e ober : pemp du ha peder wenn, evit diskouez an 9 bro eus Breizh, ar re eus Breizh-Uhel e du (Dol, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg ha Sant-Maloù) hag ar re eus Breizh-Izel e gwenn (Gwened, Kernev, Leon, Treger) ; hag ur c'honk erminiget gant 11 brizhenn, a zegas soñj eus banniel an Duged. Kred : BCD/LBK/UPR (clichés bretons).


 

LEVRLENNADUR

  • Bodlore-Penlaez Mikael, Trilogie des symboles de Bretagne : Gwenn-ha-Du, Bro Gozh ma Zadoù, BZH, Coop Breizh, 2015.
  • Kervella Divi, Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, 2009.
  • Kervella Divi et Bodlore-Penlaez Mikael, Guide des drapeaux bretons et celtes, Yoran Embanner, 2008.
  • Paumier Jean-Yves, « Les signes de reconnaissance – Autres symboles », La Bretagne pour les nuls, First Éditions, 2011.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité