Binioù-Bombard -Beuz

Aozer : Michel Colleu / Du 2016
En XIXvet kantved e veze graet « laz-seniñ broadel Breizh » eus ar c'houbladoù binioù-bombard, a veze harpet gant un tabouliner. Met ma 'z eo an hengoun-se arouezius eus sonerezh Breizh, ar veuz, an eil binioù eus Breizh, zo bet tost da vont da get e-kreiz an XXvet kantved.

Byniou, benio, veze, beni, bombard, oboell…

Binioù  Diwar wikimédia
Beuz bet kavet e Froidfond (Vañde) gant Louis Gillet. Dastumad Association Sonneurs de Veuze, EthnoDoc & Arexcpo.

En tu all d'o hirder disheñvel, pezh a ra d'ar binioù da soniñ un eizhvedell uheloc'h eget ar veuz, e c'heller merzhout n'eo ket savet heñvel toulladurioù diabarzh an daou levriad.

Bombard e koad beuz gant 6 toull dialc'hwez, ur stumm a gaver stank a-walc'h e bro-Wened. Diwar wikimédia.

Kerkent hag ar bloaz 1464 e  kaver ar gerioù bombart ha benny e Catholicon Jehan Lagadeuc, met ne ouezer ket resis diouzh peseurt binviji e reont anv. E 1716 e skriv Dom Le Pelletier e dornskrid e C'heriadur ar Brezhoneg e raer gant ar ger binioù « evit komz eus an oboell hag eus ar bini, ar binviji a implijer forzhig e Breizh evit lakaat ar beizanted da zañsal ».

Un daouad binvioù pobl ha ne gaver nemet e Breizh

N'o nemet adalek ar bloavezhioù 1800 e weler da vat an daou venveg, oboell ha binioù e levriad verr, hag a-drugarez da dresadennoù Olier Perrin eus Kerfeunteun (e-tal Kemper). Soniñ a ra levriad berr ar binioù-mañ en eizhvedell uheloc'h eget an oboell. An dibarder-se hag ar fed emañ ar soner bombard o c'hoari bep eil frazenn notennoù, a lak an daouad binioù-bombard da vout un unvez, daoust m'eo kaset gant daou soner.

Pa veze an daouad binioù-bombard en e barr, tro ar bloavezhioù 1900, e veze meur a stil c'hoari gant ar vegenn eus ar c'hoarierien e Kerne-Izel, padal e veze kavet gwelloc'h gant sonerien bro-Wened chom tost ouzh ar sonioù kanet er vro. Tro-dro da Loudieg e veze diazezet-mat an daouad sonerien ivez. En Oriant ez ae ar sonerien da bourchas o binviji, lec'h ma veze kavet ludourien a-vicher brudet-kaer, evel Jean-Pierre Jacob. N'eo bet adkavet hini ebet eus ar binviji bet savet  a-raok kreiz an xixvet kantved koulskoude.

Daou diwar ar pemp breur Sciallour eus Sant-Ivi e-kreiz Kerne, lec'h ma veze kavet ar muiañ a sonerien daou-ha-daou. Yvon ouzh ar vombard, ha Jean-Marie ouzh ar binioù (tro ar bloavezhioù 1870 e oant ganet). Dastumad Mirdi Breizh
Soner beuz e koad ar Chaize e Nervouster (1896). Dastumad. EthnoDoc hag Arexcpo.

Kenstrivadegoù «muzik kaer»

Ingal e veze graet fed gant ar romantelourein da gentañ, gant ar folklorourien goude-se, pegen dibar e oa an daouad binioù-bombard, ha meuleudi ar sonerien pobl a veze kanet, evel da vMatilin an Dall (1789-1859), soner bombard ampart eus Kemperle. Adalek 1880 e weler o tiflukañ «kenstrivadegoù biniaouerien» e Kerne Izel koulz hag e Bro-Wened, kement ha lakaat war-wel doare c'hoari an daouad binioù-bombard, war-goust an doareoù-soniñ all hengounel a Vreizh. Met ne vo ket trawalc'h evit mirout ouzh an daouad da vont war an diskar : rouez e veze ar sonerien a gase en-dro euredoù ha gouelioù poblek tro ar bloavezhioù 1930.

Ar veuz, an eil binioù a Vreizh

Gant ar folkloristed ne veze ket taolet pled ken aketus ouzh ar sonerien beuz, ar binioù-se a veze c'hoariet gant ur soner en e-unan e Breizh-Uhel. Tro ar bloavezhioù 1900 ne chome e ledenez Gwenrann, hag e Geunioù Breizh ha Vañde, nemet un ugent bennak a sonerien beuz a gendalc'he da soniñ c'hoazh. Ha siwazh n'eo bet enrollet hini ebet anezho, met an enklaskoù kaset gant Bernard de Parades, hag an holl dud bodet adalek 1976 er gevredigezh Sonerien beuz a viro ouzh an eil binioù breizhek da vont en ankounac'h. Ul levriad dibar a zo d'an eil binioù a Vreizh, pa son un eizhvedell izeloc'h eget ma son ar binioù kozh.

Eus ar biniaouachoù da arouez ur sevenadur

E 1940 eo bet kaset o binviji d'ar blotoù gant ar viniaouerien. Ne fell ket d'an emsaverien yaouank ankounac'haat ar sonerezh pobl koulskoude. Hag an hini kentañ anezho, Polig Monjarret (1920-2003), a grog da zastum tonioù digant ar sonerien daou-ha-daou diwezhañ er bloavezhioù 1940. Diskouez a ra o zalvoudegezh d'ar sonerien yaouank bodet er bagadoù, deuet niverus da lakaat o anv da zeskiñ soniñ ar binioù bras skos, un ijinadenn nevez-flamm. Dont a ra ar binioù kozh diouzh ar c'hiz en-dro tro ar bloavezhioù 1960, tal-kichen ar binioù Skosad, lez-anvet binioù bras. Er bloavezhioù 1970 ez eus bet dastumet tonioù ha doareoù soniñ dic'hortoz c'hoazh digant sonerien gozh. Kantadoù a sonerien daou-ha-daou a gaver e Breizh hiziv.

Koublad sonerien daou-ha-daou e pardon Forest-Fouesnant, a-raok 1900. Dastumad Dastum
Konogan an Habask (ouzh ar vombard) & Yannick Martin (ouzh ar binoù) / Fest-noz Gouel Fisel e Rostrenenn (2013)

En tu all d'ur c'hantved etre an daou boltred… Met n'eo ket cheñchet an daouad koulskoude : an hevelep binviji, azezet heñvel, an talabarder a-zehou d' ar biniaouer a-gleiz, daou zaouad o soniñ evit lakaat an dud da zañsal !

Troet gant Sten Charbonneau

Lervlenadur / Roll pladennoù

  • BIGOT L. (dir.), « Sonneurs de couple biniou-bombarde : les enregistrements historiques », anthologie des chants et musiques de Bretagne / Volume 6, Douarnenez, Le Chasse-Marée-ArMen, 1994, CD - livret 28 p.
  • COLLEU M., BIGOT L. (dir.), Musique Bretonne. Histoire des sonneurs de tradition, Douarnenez, Le Chasse-Marée-ArMen, 1996, 512 p.
  • DE PARADES B., MORVAN C., POSTIC F. , MALRIEU P., Matilin an Dall, naissance d’un mythe, Quimper, Les Amis de Bernard de Parades, 2003, 250 p.
  • Sonneurs de veuze (dir.), « Sonneurs de veuze en Bretagne et Marais breton-vendéen », anthologie des chants et musiques de Bretagne, Douarnenez, coédition Dastum / Le Chasse-Marée-ArMen, 33 t. vol. 3, livret 20 p., 1987, et CD vol. 6, livret 20 p.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù