Breizh e 1914

Aozer : Patrick Gourlay / Genver 2017
E-pad an dek vloaz kent ar Brezel Bras ez a Breizh war vodernaat, e-skeud ma ’z emdro ar speredoù diwar efed ar skoliata hag an demokratelezh o toullañ he hent. Votiñ a ra bremañ ar braz eus an dud a-du gant kostezenn ar Republik.

Stank-stank ar boblañs e Breizh

Gant 3,2 milion a dud o chom e Breizh e 1911, emañ poblañs ar vro en he barr. Er c’hontrol d’ar proviñsoù all, eno ez eus bet kresk warni penn-da-benn d’an XIXvet kantved. Uhel eo chomet ar feur genel : ouzhpenn pevar a vugale zo c’hoazh en ur familh diwar deir. Dreistpoblet ar maezioù eta, ha niverus ar yaouankizoù enno : 41 % eus ar Vretoned zo en tu-mañ da ugent vloaz. Re vihan ma ’z eo an atantoù evit reiñ o bevañs d’an holl, e rank kalz tud divroañ etrezek kêrioù kreisteiz Breizh, peotramant bro Pariz, ar porzhioù evel an Havr-Nevez, an trevadennoù gall, ha betek Amerika a-wezhioù.

Ur gevredigezh diwar ar maez ha katolik

Diouzh al labour-douar, etre kleuz ha garzh, an hini emañ reizhet buhez an dud en argoad. Pal pennañ al liesgounezerezh a chom c’hoazh magañ ar familhoù peizanted. Ne vez gwerzhet nemet ar pezh zo ouzhpenn (marc’hadoù, foarioù e kêr). War cheñch emañ an traoù avat : astennet e vez an douaroù labouret diwar goust al lanneier, temzañ a reer, gounit labour-douar ha gwinizh, ha sevel moc’h muioc’h-mui. E 1913 ez eo an tiegezhioù bihan ar re niverusañ : an daoufarzh anezho zo nebeutoc’h eget 10 hektar enno.

Ar c’hastellioù hag ar presbitalioù a chom bras o levezon e Breizh. Mistri war o douaroù eo an noblañsed, kavout a reont dudi en o darempredoù mondian pe gant ar chase. Lod a gemer perzh e modernadur ar maezioù, dre sikour kas war-raok teknikoù nevez, evel James Kerjegu gant Skol labour-douar Penn-ar-Bed. Ar veleien an hini a ra war-dro, puilh evel ma ’z int e Breizh. Santez Anna zo lakaet patronez ar vro e miz Gouere 1914. Dalc’hen a ra an Iliz hec’h aotrouniezh war buhez ar blouezidi, gant ar pouez a laka war dachenn ar skol, gant he fardonioù hag he gouelioù a-hed ar bloaz, broudet an dud ganti da enoriñ sent o farrezioù.

Breizhadelezh

E 1914, diwar 1,5 milion a Vreizh-Izeliz, un hanter anezho ne gomzont nemet brezhoneg hag un ¾ a ra gantañ ordin en o buhez pemdez. Difennet-krenn ober gantañ er skol gant an IIIvet Republik avat, koulz er c’hlas ha war ar porzh. Sed e talc’h ar gouarnamant d’an hevelep poell atav : stourm ouzh implij ar brezhoneg. An taol kreñvañ e voe hini Emile Combes (1902) pa vennas berziñ ouzh ar veleien mont e brezhoneg evit prezeg ha kelenn ar c’hatekiz. Diwar se e teu an Emsav kentañ d’ober e renkoù, ha da c’houlenn da gentañ penn ma vefe lakaet ofisiel ar brezhoneg ha kelenn ar yezh. Kement-mañ a vez goulennet gant Kevredigezh Vroadel Breizh (URB, 1898), enni ur mil ezel bennak, pennoù bras anezho peurvuiañ – noblañsed ha beleien.

Madoù ha micherioù an Arvor 

Breizhiz a ya d’ober un hanter eus paotred an arme-vor. En o zouez, martoloded aet fall o jeu dre benn da enkadenn ar sardin, dilojet ar friturioù d’he heul betek bro-Spagn, Portugal hag Aljeria. Padal e chom ar pesketaerezh unan eus diazezoù ekonomiezh ar vro. Heñvel tra : un hanter eus pesketaerien Frañs zo Breizhiz. Eus Kameled d’ar Groazig, sardineta an hini a vez graet ar muiañ. E Douarnenez ez eo 700 bag ha 4000 martolod a gas o danvez da 26 fritur. Ha Konk-Kerne zo c’hoazh, ha Gwaien, hag ar Gelveneg, enno friturioù bras ivez. Toneta a vez graet gant martoloded Enez-Groe, an Intel ha Porzh-Loeiz. E Sant-Maloù avat emañ ar melloù batimantoù a ya d’an Douar-Nevez d’ober micher vras ar morueta. Kamelediz ez eo o micher bennañ hini ar grilheta, e-tal Maoritania.

Bagoù ouzh ar c’hae en ur porzh eus Su Penn-ar-Bed moarvat. Deroù an Xxvet kantved. Gant peskerezh ar sardin e vez bouetaet ar friturioù niverus a zo e Kernev-Izel.

Ur c’hard eus ar Vretoned zo o chom e kêr

N’eus ket kalz a gêrioù bras. E 1914, 25 % eus Breizhiz zo kêriz anezho, e-skoaz 44 % evit Frañs. Naoned eo ar gêr vras e Breizh da neuze, gant 200 000 a dud o chom er veurgêr. En eil renk emañ kêr Vrest vras, enni 117 517 annezad. E Roazhon e kresk ar boblañs betek tapout 79 372 a dud, e-keit ma ’z eus 50 000 en Oriant. Ar pezh a zo disheñvel e Breizh eo ar rouedad stank a gêrioù bihan hag a vourc’hioù bras, o vevañ skoaz-ouzh-skoaz gant ar maezioù war o zro (artizaned, stalioù, lec’hioù foar ha marc’hadoù). E kêrioù an arvor eo e kresk ar boblañs avat, pa ne ra ket ken e kêrioù bihan an argoad.

Emsikour etre an dud da vare an diskrog-labour e Felger, goañv 1906-1907 :  « Ar soubenn voutin pe gomunour ».

Dister pouez an industriezh e Breizh e 1914

El Liger-Izel emañ an hanter eus industriezh ar vro : industriezh boued (gwispid Lu, BN, sukr, tapioka, chokolad, riz), industriezh kimiek (temz), metalouriezh (goveloù Trinieg) ha lestrsaverezh (Naoned ha Sant-Nazer). Er bloazioù a-raok ar Brezel pevarzek ez eus muioc’h-mui a vicherourien en arsanailhoù, en Indret, an Oriant, Roazhon, hag e Brest dreist-holl (8000 e 1913). Ouzhpenn ar milinoù-poultr e Pont-ar-Veuzenn hag er Releg-Kerhuon, emañ ar Stad e penn michererezhioù butun Naoned ha Montroulez. Liammet eo industriezh Breizh ouzh al labour-douar hag ar pesketaerezh : amann, bleud, friturioù pesked ha kig-moc’h (Henaff). E goveloù Henbont e vez graet an houarn-gwenn a zo rekis evit ar friturioù. Gant industriezh ar botoù-lêr e Felger e vez gopret 10 000 a dud e 1900.

Uzin LU e Naoned, a-raok 1930. www.cartolis.org

Lañs an touristerezh kouronkañ dre berzh an hent-houarn

E 1914, dre vras, e c’heller mont eus ur gêr-benn kanton d’eben gant an tren. Daoust ma n’eo ket peursavet ar rouedad hentoù-houarn c’hoazh, ez eus, ouzhpenn an div linenn bennañ (Norzh ha Su), eilhentoù hag a gas d’ar porzhioù pesketa, d’ar c’hornioù-bro labour-douar, d’ar c’hêrioù kouronkañ. Gant an hent-houarn ez eo enframmet gwelloc’h ekonomiezh Breizh e-barzh marc’hadoù Frañs, aesoc’h eo d’an dud mont ha dont, ha kement-mañ a zigor al ledenez d’un obererezh nevez : an touristerezh kouronkañ. Gant ar c’hiz nevez da gouronkañ er mor ha da vale war an traezh e vez sachet tud, pinvidik alies, eus Bro-C’hall hag eus Breizh-Veur, a zeu da chom e-pad an hañv da Zinarzh, d’ar Groazig, d’ar Baol, da Vorgad (Kraozon) ma lak Armand Peugeot sevel Leti ar Mor. Ha setu ma saver kenkizoù ha letioù forzh pegement en arvor, aozet ha terket hemañ a-wezhioù kenkoulz hag ar c’hêrioù bras (servij an dour, gouleier tredan, kanioù-skarzhañ) betek evit an dudi (kazino, golf, redva-kezeg).

Itron Varia ar Sklaerder e Perroz-Gireg. Prosesion Gouel Maria hanter-eost. Deroù an Xxvet kantved. Al lezenn gristen, lezenn an holl. Lidoù ar relijion a sach an douristed er broioù ma vezont stankoc’h-stankañ.

E 1914 emañ Breizh a-du gant ar Republik

Daoust d'ar stegnet ma voe an traoù war an dachenn bolitikel pa voe lakaet an Disparti etre an Iliz hag ar Stad da dalvezout (1905), ne voe ket lakaet en arvar an degemer gwelloc'h-gwellañ a veze graet d'ar stumm gouarnamant republikan. Gwriziet ar Republik eta, disoc'h un hir a stourm ouzh ar virourien. Ur Republik gant muzul, avat, eo an hini a blij d’ar braz eus ar Vretoned er bloazioù 1900, ar pezh a vez lakaet aesoc'h gant an niver bras a gatoliked aet a-du ganti dindan levezon Albert de Mun. Klevet e vez mouezh ar gatoliked republikan-se diwar neuze war ar gazetenn bemdeziek Ouest-Eclair, nevez embannet e Roazhon (1899). E-kichen ar re a labour dindan ar Stad hag a gas ar mennozhioù republikan en-dro, emañ ivez ar c'hazetennoù Dépêche de Brest, Avenir de Rennes, Phare de la Loire e Naoned a sikour kreñvaat reol ar Republik. E 1914 ne chom nemet un niver bihan a noblañsed oc’h enebiñ, izili eus an Action française alies. Da geñver dilennadeg 1914 ez a meur a di-kêr gant ar republikaned : Naoned, Brest, Roazhon, An Oriant, Sant-Maloù, Gwened. Er c’hêrioù micherourien ez eo kresket ar sindikadoù ha mennozhioù ruz ar sokialourien. Brest eo ar c’hentañ kêr vras e Breizh hag a vo renet gant tud eus o c’hostezenn (1904). Eno e vo dilennet ar c’hentañ kannad sokialour breizhat e 1910.

Breizhiz zo Frañsizien kar-o-bro anezho, e-kreiz an enebiezh vras a sav neuze etre ar Stadoù. Ar gannaded vreizhat aet a-du gant lezenn an tri bloavezh koñje-soudard a ya ganto etre 60 ha 70 % eus ar mouezhioù e dilennadegoù 1914. Gouzañvidik eo ar speredoù pa darzh ar brezel e miz Eost 1914, gant ar santimant ez eo ret mont d’en em gannañ evit difenn « ar vammvro vras » taget gant an Alamaned vrezelgar.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Gourlay, « Breizh e 1914 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/breizh-e-1914

Levrlennadur

  • GESLIN Claude, « Une « petite patrie » dans la grande (1900-1914) », dans Histoire d’un siècle. Bretagne 1901-2000, Morlaix, Skol Vreizh, 2010, pp. 17-63
  • Dictionnaire d’histoire de Bretagne, sous la direction d’Alain Croix, Jean-Christophe Cassard, Jean-René le Quéau, Jean-Yves Veillard, Morlaix, Skol Vreizh, 2008
  • GESLIN Claude et SAINCLIVIER Jacqueline, La Bretagne dans l’ombre de la IIIe République (1880-1939), Rennes, Éditions Ouest-France, coll. université, 2005
  • Dictionnaire du patrimoine Breton, sous la direction d’Alain Croix et Jean-Yves Veillard, Rennes, Apogée, 2001
  • BOUGEARD Christian, La Bretagne d’une guerre à l’autre (1914-1945), Paris, Éditions Jean-Paul Gisserot, 1999

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù