Breizh er Brezel bras : pennbouzellet buhez ar bobl

Aozer : Didier Guyvarc'h / Eost 2020
Ar fosoù-difenn eo skeudenn bennañ ar brezel bras. « An talbenn » a voe graet, just-awalc’h eus al linenn-se e lec’h e talas ar soudarded an eil ouzh ar re all pevar bloavezh-pad, pa veze graet an « diadreñv » eus an tiriennoù disoudard. Abaoe 1990 avat e kustumas an istorourien dilezel an termen-se pa gavjont gwelloc’h ober gant « an eil talbenn » pe « talbenn an diadreñv », kement ha diskouez en em lede ar brezel war gement tachenn a oa. Dereann mat a ra an termenoù-mañ ouzh Breizh a oa anezhi koulz un talbenn war-vor hag un talbenn ekonomik, sokial ha sevenadurel… ha pa ne oa enni talbenn ebet war an douar.

Ar brezel war talbenn an armerzh hag an arc’hant

Ken bras e voe an niver a soudarded bet lazhet kerkent ha ma oa krog ar brezel, ha ken splann e oa tonket hennezh da badout pelloc’h evit na oa bet soñjet, ken e voe galvet ul lod bras eus ar wazed eus 20 da 47 vloaz d’ar c’houlz-se. Ar re yaouankañ a voe galvet ar stankañ hag an abretañ-tout. 90% eus ar re a oa arru pare e 1912 pe goude-se a voe galvet kerkent. Stankoc’h e voe galvet ar Vretoned d’ar brezel avat dre ma oa yaouankoc’h poblañs Breizh dre vras (28 vloaz ha seizh miz) evit hini ar Stad c’hall (32 vloaz ha 3 miz). An tiegezhioù bras a oa war ar maez d’ar c’houlz-se zo kaoz, dreist-holl, d’ar seurt demografiezh. Kement-mañ a zispleg penaos eo Vigneux-de-Bretagne ar gomun eus departamant al Liger-Izel a gollas ar muiañ ar wazed : 915 eus an 3 063 den a oa o chom eno a voe galvet ha 211 dioute a voe lazhet er brezel, labourerien-douar ar pep brasañ anezhe (195), da lâret eo 6,75 % eus poblañs ar gomun.

Galvet an holl, ar merc’hed hag ar re gozh en o zouez, da souten al labour-douar. Dastumad Alain Breteau
Ur glaoustre stenn e voe gant ar Vretoned eta kerkent hag en hañv 1914 pa rankjont talañ ouzh pourvez soudarded niverus gant nebeutoc’h a wazed er parkeier. Ha pa voe startoc’h c’hoazh ar vuhez e kêr, ez eas parkeier zo da fraost hag an eostoù war goazhañ. Tapet e voe krennañ an diskar-se memestra o lakaat war ar stern koulz ar merc’hed, ar vugale hag ar brizonidi a vrezel, hag oc’h astenn koñjeioù ar soudarded, adalek 1915, da sikour an devezhioù bras war ar maez. War a skrivas prefed Penn-ar-Bed e 1916 e voe gwellaet gounidoù ar merc’hed diwar ar maez dre ma oa keraet priz an trevajoù.  E 1918, e verzas skolaer Sant-Lormel e oa gwellaet stad ar gwragez kement ken e oa fichet krannoc’h lod dioute zoken. E kêr avat en em ledas an dienez ha tailhet e voe o boued d’an dud.

Ar pesketaerezh ivez a c’houzañvas eus an dienez hag eus kerded ar prizioù. 257 bag a voe distrujet e Breizh etre 1914 ha 1918. Ne chomas war besketa nemet ar re goshañ-tout dre ma oa bet galvet er « Roial » ur c’halz eus ar re a oa war roll ar vartoloded. Krennet e oa bet ar gwir da besketa ouzhpenn-se diwar urzh an armeoù. Pa n’hallent ket ober e-mod all e stagas an dud gant doareoù pesketa nevez eta, tostoc’h d’an aod. Preizhet e voe pesked a veze graet fae warne kentoc’h, gant ardivinkoù a oa berzet ober gante a-raok ar brezel. E 1916 avat, pa grogas an Alamanted da gas ar brezel dindan-vor e voe krennet c’hoazh ar pesketaerezh-se ha pa c’houlenne ar friturioù muioc’h-mui a besked da bourveziñ paotred an talbenn.

Kemm a voe degaset gant ar brezel e doareoù labourat hag e palioù ar greanterezh. Pourveziñ an talbenn a zeuas da vezañ broud uzinioù Breizh. Kavout a reas fornerezioù LU ha BN e Naoned fred nevez o fardañ « bara ar brezel » tra ma paske ar friturioù Cassegrain ha Beauvais « kig-marmouz » (Corned-beef) d’an arme. Tost da 2 000 a vicherourien hag a vicherourezed a veze o labourat e 29 uzin gwriat gwiskamantoù-soudarded. Ar govelerezh, aet da greanterezh an armoù an hini a roe fred d’ar muiañ a dud eveljust : 21 800 den a laboure ennañ e Naoned, 4 700 a wragez ha 2 250 a vugale en o zouez.

Gant fornerezioù sivil, peurliesañ, e veze poazhet « bara ar brezel », hañval-mat d’ar gwispid-mor. Dastumad Alain Boucheres

Amprestoù evit ar Vro – Dastumad Alain Breteau
Diwar urzh ha dre he frenadegoù e oa bras perzh ar Stad e armerzh ar brezel. Kemer harp war ar maerioù hag an aotrouniezhioù penn-kanton a reas evit kas un armerzh-brezel diazezet war un dle hag a rankje paeañ mod pe vod. Ha gervel ar Frañsizien neuze da « diyalc’hañ o aour evit Bro-Frañs », da zegas o lod en amprestoù « broadel », da gemer perzh en devezhioù « brogarour » niverus... Hag ar Vretoned da vont da heul stank-ha-stank : War an trede hag ar pevare renk, e-touez an holl zepartamantoù bet skuilhet aour gante e korzailhenn varlonk ar brezel e voe departamantoù Il-ha-Gwilun hag al Liger-Izel en devezhioù-se.

Ar c’henstriv sokial ha sevenadurel

Kemm a voe degaset ivez gant kenstriv ar produiñ hag an arc’hantiñ er perzh sokial a oa bet hini ar merc’hed hag ar vugale betek-henn. A-viskoazh e oa bet ar Bretonezed o labourat, el labour-douar paneveken. Gant ar brezel avat e voe roet d’ar re-mañ ur gefridi nevez p’en em gavjont o terc’hel penn ar menajoù. E kêr an hini e voe ar c’hemmoù brasañ avat. Fred a gavas ar merc’hed en uzinoù-armoù, hag int niverusoc’h evit ar wazed a-wechoù : 3 000 plac’h a oa e milin poultr du Brest e 1917 pa ne oa nemet 2 500 gwaz en o c’hichen.

Micherourezed milin poultr-du Pont-ar-Veuzenn e-pad ar Brezel Bed kentañ. - 6 000 implijad(ez) e 1916 pa ne veze nemet 400 anezhe da goulz ar peoc’h - Meskañ spis elfennoù ar poultr war ul lien hag a veze gwentet ar pevar c’horn anezhañ a rae ar micherourezed. Ul labour tenn hag enkrezus e oa. Faoutet e veze daouarn diwarez ar merc’hed gant ar produennoù chimik a veze meret gante. Cartolis

5 100 a wragez a oa e 1918 e atalier gouinañ-tennoù arsanailh Brest. E Roazhon, e miz even 1917 en em gavas ar « munisioneziged »-se e penn un emsavadeg evit kaout goproù dereatoc’h ha doujañs digant ar vistri vihan. Kemer lec’h ar wazed a rejont er skolioù-paotred, o konduiñ an tramweoù hag o kas al lizhiri. En em enrollañ a rejont evit ober war-dro ar c’hloazidi pa oa deuet Breizh da vezañ un ospital bras, pell eus tachenn an emgannoù. Koulz hag « aeled wenn » a veze sellet oute, o tont da soagnañ ha da frealziñ an 800 000 soudard bennak zo bet o klask repu en ospitalioù bet savet e-leizh war ar prim e Breizh. Diskouez ar ra tresadennoù bugale ar c’houlz-se pegen bras e oa an eston neuze, o welet merc’hed o sammañ kargoù nevez. Kement ha ken brav ken e krogas ar veleien da vezañ nec’het gant ar soñj e c’hellfe ar merc’hed mont gant hent an disentidigezh. Hag ar c’hazetennoù katolik, asambles gante, da zegas kentelioù ar Skriturioù sakr war plas ar wazed hag ar merc’hed da soñj d’an holl neuze.

Devezh ar Vretoned e Penn-ar-Bed e 1915 E miz here 1915 e savas prefed Penn-ar-Bed « Devezh Penn-ar-Bed » da zastum arc’hant evit ar soudarded bet kaset d’an talbenn, klañv gant an droug-skevent pe lakaet da brizonidi. Div destenn vrogarour zo war ar skritell bet savet da vrudañ an dastumadeg arc’hant a oa d’an 10 a viz here 1915 : unan e brezhoneg, bet savet gant Frederic ar Gwiader, eben gant  Auguste Dupouy, oc’h embann e c’heller bezañ Breizhad ha difenn Bro-c’hall war un dro. Kement hag ober e oa bet embannet ivez ul levrig da vezañ gwerzhet an deiz-se, ennañ barzhonegoù ha tresadennoù gant a bep seurt tud, Charlez ar Govig, Théodore Botrel, Frédéric ar Gwiader en o zouez. - Cartolis –
Ar vugale a voe galvet ivez da gemer perzh er « c’henstriv » evit ar brezel. Urzh e oa d’ar skolioù reiñ ton da « brezel ar gwir » ha streviñ had ar vrogarouriezh. Enrollet e veze ar vugale en devezhioù brogarour, da vizitañ ar c’hloazidi, da zegas bleunioù war ar bezioù da c’houel an Hollsent ha da enoriñ unan dioute zoken : « le Petit Poilu », ur bugel-soudard aet war ar roll d’an oad a pemzek vloaz ha bet lazhet da 18.

Broudañ kemmoù e kevredigezh Breizh a reas ar brezel o toullañ enni, plijet pe get, prenester ouzhpenn, digor ouzh ar bed. Kerkent ha deizioù kentañ ar brezel e tegouezhas repuidi e Breizh, Belgiz dreist-holl. War o lerc’h e teuas prizonidi-brezel alamant, deuet-fall gant ar Vretoned er penn-kentañ. Un nebeut mizioù war-lerc’h e oa kaeraet imor ar Vretoned oute dre ma oa dioute labourerien marc’hadmat. E 1914 e tilestras ar soudarded saoz e porzhioù-mor Breizh, Rusiz e 1916 hag Amerikaned dreist-holl adalek 1917. Ober a reas ar Sammies eus Brest ha Naoned o diazlec’hioù pennañ e Breizh ; hag ar Vretoned d’ober anaoudegezh neuze gant ar jazz, ar chewing-gum hag an dispartiaj gouennelour en arme amerikan.

Dont a reas an uzinioù hag an ospitalioù bet savet war ar prim lec’hioù daremprediñ etre ar Vretoned hag an estrenien. Ha pa oa bet tomm an degemer alies er penn-kentañ, e teuas an darempredoù da vezañ stennoc’h goude-se, betek degas emzalc’hioù gouennelour war-wel adal neuze, dreist-holl ouzh ar « Sidi », evel ma veze graet eus al labourerien deuet eus trevadennoù gall Norzh-Afrika. Ober gant liested an denelezh e teskas ar Vretoned ober ivez da goulz ar brezel-se.

Tennourien aljerian ha senegalat bet gloazet, war bare e Naoned. Dastumad Alain Breteau

Forzh peseurt hent a oa mat gant ma veze enrollet ar speredoù o vont gantañ. O reiñ ton d’ar vreizhadelezh e voe klasket tostaat ar Vro vihan d’an hini vras. Ne rae ket ar Stad van ouzh ar brezhoneg kennebeut all adal ma oa afer broudañ an dud da deurel o skouedoù e skudell vras an amprestoù « broadel ». Ha Théodore Botrel, lakaet da varzh meur an armeoù, da zisac’hañ gwerzennoù brogarour da vagañ rummadoù kartennoù post hag a veze kaset d’an talbenn. Ha kazetennoù ar vro, minellet-mat, da ganañ meuleudi da soudarded Breizh, ken kalonek ha ken brokus.  Ne oa sañset an implij berrbad-se eus arouezioù Breizh nemet harpañ ar vrogarouriezh c’hall. Diverkañ skeudenn ar blouked, bet kaset pelloc’h gant « Bécassine », a reas ar c’hoari pilpous-se avat ha broudañ ur skeudenn nevez en he flas. Rak perzh eus eñvor ar brezel e oa deuet an arouezioù-se eus ar vreizhadelezh da vezañ.  Ha pelloc’h c’hoazh : dalc’hoù disheñvel, pe enep zoken, o deus tapet krog en eñvor, diouzh ar plas hag an dalvoudegezh a zo bet roet dezhe. Rak brezel ar memor e c’hell memor ar brezel bezañ war un dro.

« Emprest ar Vikor ». Mat-awalc’h e oa ar brezhoneg evit rastellat arc’hant ar brezel. Dielloù departamant Penn-ar-Bed

 

Bet troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Didier Guyvarc'h, « Breizh er Brezel bras : pennbouzellet buhez ar bobl », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/breizh-er-brezel-bras-pennbouzellet-buhez-ar-bobl

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité