Breizh & Liesseurted

                             

 

                          « Nous sommes tous des personnes déplacées.»
                                                                                                                    Jean Gagnepain

 

Ha bezañ zo eus al liesseurted sevenadurel

Ur stadadenn hepmuiken…

pe penaenn an denelezh, unan ha lies war un dro ?


 

 

D’an deiz a hirie zo eus unander an denelezh un anadenn ken splann d’an holl hag he liesseurted. Embannet he deus an UNESCO, en he disklêriadenn hollvedel war al liesseurted sevenadurel (2001) ez eus diouti mad an holl, « ken hollret da Mab den ha liesseurted ar vuhez d’ar vuhez hec’h-unan ».

 

Teurel a ra an diskouezadeg war vale « Breizh ha Liesseurted », bet savet gant Sevenadurioù Breizh, ur sell ouzh ar modoù a bep seurt ma veizer al liesseurted sevenadurel hag ar gwirioù a zo sañset mont d’he heul, dalc’hoù meur ar bed a-vremañ a dra sur, dre ma pleder drezo gant an allegezh, al liesidentelezh hag ar vuhezegezh.

 

O vont eus ar gouelioù d’ar yezhoù, hag o tremen dre ar maezioù hag ar morserezh e klask ar sonerezh hag ar skeudennoù ac’h a d’ober an diskouezadeg teiryezhek-mañ broudañ skiantoù an nen ha sachañ e evezh ouzh pinvidigezh ar bed lies-mañ.

 

Tu zo deoc'h pellgargan ar C'haier gwelladeniñ :