Brezhoneg, yezh Breizh-Izel

Aozer : Nelly Blanchard / Here 2020
Pemzek kant vloaz zo e vez yezh e Breizh-Izel, ha komzet e veze gant en tu all da 90 % eus he foblañs e penn-kentañ an XXvet kantved. Bremañ eo aet implij ar yezh war an diskar (13 %), e weler eo stag-mat an dud (80 % anezho) evit ma chomfe bev ar yezh, ha splannoc’h eo ar c’hlemmoù en he c’heñver. Penaos e c’heller displegañ seurt plegenn ? Petra eo bet tennadoù bras e istor implij ar Brezhoneg ?

Ganedigezh ha yezh dre gomz

N’ez eus koulz lavaret tost tamm titour ebet diwar-benn ar yezh/où kaozeet en Arvorig a-raok ma vefe bet keltiekaet evit ar wech kentañ da vare ar c'hent‑istor, ha dre beseurt doare e vefe aet ar yezh/où‑se diwar-wel, war-bouez ar fed e vefe bet kaozeet ur yezh c’halianek eno. Goude-se ez eo erru aloubadeg ar Romaned (-51 betek tro‑dro 300), pezh ne dalvez ket e vefe bet latinekaet ar boblañs en he fezh, implijet al latin gant pennoù-bras ar velestradurezh ne lâran ket. Tamm‑ha‑tamm eo gwanaet bezañs ar Romaned da vare an impalaeriezh izel, hag ouzhpenn da-se ez eus erruet bagadoù soudarded eilerien eus Breizh-Veur er Vvet kantved. Goude-se e weler ur red poblañs stankoc’h, ingalet war zaou gantved tost a-walc’h, ul lodenn eus poblañs Breizh‑Veur o tec’hel dirak Skoted Iwerzhon e‑touez pobloù all. Da neuze eo e teuas an Arvorig da vout Breizh-Vihan, ha mesket Predeneg gant Galianeg, mui‑pe‑vui hervez ar broioù, hag alese ganet ar Brezhoneg. Darn eus uhelidi ar gevredigezh sivil pe relijiel o deus kuitaet Breizh e-doug tagadennoù an Normaned en Xvet -XIIvet kantved, ha kaset o doa doareoù yezhoù oïl en-dro ganto.

Daou vod a gaver evit adkavout an Hen-Brezhoneg-se, da gentañ teskadoù gerioù ha troiennoù a gaver strewet e stumm spisc’herioù e korf dornskridoù latin, hag anvioù-tud hag anvioù-lec’h bet miret betek an deiz a‑hiriv, hag a ziskouez deomp aozadur ar vro dre rakgerioù (Plou, Lan, Lok, Lan). Lakaat a reer peurliesañ e oa ledet implij ar Brezhoneg dre gomz d’ar boblañs a‑bezh  betek ar XVvet kantved ; padal n’eo ket kement‑se ur yezh a sevenadur skrivet : ne adkaver ket a skridoù heuliet, ha gant ar spisc'herioù e weler splann ar plas a eil renk a chom gant ar yezh, hag e‑keit m’emañ al latin o tapout perzh an eskemmoù sevenadurel en Europa a‑bezh, eo ar Galleg a zo bet implijet gant uhelidi ar politikerezh e Breizh, evel gant an duged.

Yezh ur sevenadur skrivet : XVvet-XIXvet kantved

Er XVvet kantved e weler o tont war‑raok un implij lennegel relijiel skrivet eus ar Brezhoneg, e doare misterioù ha barzhonegoù kevrinek, awenet gant talvoudoù meur ha skouerioù treuzkaset gant an Iliz, gwerzaouet en ur mod kemplezh a‑walc’h. Ar skridoù‑se a lak splann un dispac’h yezhoniel ha sokiologel stag ouzh ul luskad ganet diwar ur c’hoant sevenadur gant ur rummad eus ar boblañs, brasoc’h‑brasañ e c’halloud : bourc’hizien ar c’hêrioù, ha dreist‑holl re ar porzhioù-mor, pa weler o fouez ekonomikel o vont war‑raok. Ha dre ma n’int stummet nag war al latin na war ar Galleg e c’houlennont digant ar veleien katolik (an urzhioù kesterien).

Ur bajennad diwar dornskrid Buhez Santez Nonn, gwerzennoù 1443 da 1457.

Goude-se, p’eo barrek bourc’hizien ar c’hêrioù‑se da dizhout ul live e Latin koulz hag e Galleg, ha sachet evel m’emaint gant statud noblañsoù ar c’hêrioù, e paouezo tamm‑ha-tamm an doare‑resis-se. Adalek ar XVIIvet hag an XVIIIvet  kantved ez eus bet gwelet ur rummad sokial ha politikel all e c’halloud o kreskiñ : ar juloded, e‑liamm gant noblañs ar maezioù. Desachet eo ar rummad-se war-zu ur sevenadur hanter-hent etre e stummadur klasel e-barzh skolajoù ar Jezuisted, e Galleg hag e Latin, hag o c’hoant bezañ hanterourien evit o strollad orin, ar vrezhonegerien diwar ar maez. Evit-se ez eo meret ar brezhoneg sevenadurel-se gant ar veleien katolik hag o skoazellerien soubet ma’z int en div sevenadur. Un nebeud eus uhelidi an noblañs a ra gant ur yezh mondian memestra, pell a-walc’h diouzh framm ar veleien, ha setu ma weler o tont labourioù kentañ  ar c’heriadurourien. Tud ar rummadoù izel – ar re niverusañ – a gomz Brezhoneg, met dislennek int war o yezh peurliesañ, daoust ma c’hellont tizhout ul lodenn eus ar sevenadur relijiel e Brezhoneg dre ar yezh komzet.

Cantiquou spirituel da beza canet er catechismou, ha lechiou all gant an christenien, composet bet a nevez gant un tat eux à Compagnunez Jesus gant M. Machuel (Quemper Caurentin), 1642 - BnF, rann Mirouriezh al levrioù rouez, RES-YN-15

 

An Dispac’h : penn-deroù an diglosiezh

Mare an Dispac’h ma kaver ennañ a bep eil emled ar spered sitoaian, un unvaniezh broadel ha kavout abeg en e enebourien politikel a vez ganto ar galloud war sevenadur ha deskadurezh, aze e weler eo bet c’hwitet an taol da zegas ur sevenadur brezhonek all estreget ur sevenadur relijiel. Adalek 1789 hag e‑pad un nebeud bloavezhioù ez eus bet troet e Brezhoneg skridoù ofisiel ha skridoù a harpe al luskad adreizhourien. Diwar‑se eo bet ar Brezhoneg ur benveg a‑fed tabutoù ha politikerezh, ha buan a‑walc’h e voe adtapet ivez gant ar veleien didou. Un doare nevez d’ober, kaset gant ar rummad-se, brezhonegerien diwar ar maez a renk etre. Met adalek 1791 m’eo deuet an Dispac’h da vout radikal eo c’hoarvezet an efed kontrol diouzh al luskad kentañ : kaset eo ar rummad-se pell eus pep perzh politikel, ha tamm-ha-tamm e ya war wanaat spered an dispac’h e Brezhoneg skrivet. Hag ur wech serret skolajoù ar Jezuisted ez eo pellaet ivez al lodenn eus yaouankiz ar vro a veze stummet eno ivez. Ar stourm ouzh seziz ar veleien war ar sevenadur hag an deskadurezh ne dremen ket ken dre yezh ar sitoaianed, met dre ur raktres kelennadurezh hollek, ha dre unvaniezh yezhoniel broadel war goust ar yezhoù rannvroel.

Diskleriadur Gwirioù Mad-den hag ar Sitoaian e Brezhoneg - Andreo ar Merser, 1789 hag ar brezoneg, Brest, Brud Nevez-Emgleo Breiz, 1990, levrenn. II, pajennoù. 127-129

E dibenn an Dispac’h, ul lodenn eus an noblañs diwar ar maez ne implije ket yezh ar vro, pe ne ouie ket ar yezh ken ; padal o deus tennet gounid eus ur stummadur klasel e latin hag e Galleg, ha diouzh un tu all ul lodenn all outo a anvez Brezhoneg c’hoazh, met n’o deus ket a stummadur klasel ken. An dasparzh pleustrek etre Galleg ha Brezhoneg, hag ar rummad-sokial divyezhek-se, eno emañ penn-kentañ an diglosiezh da zont. En XIXvet kantved e weler an emdroadur yezh-se o tont tamm-ha-tamm : diouzh un tu yezh komzet ar bobl (yezh ar vuhez bemdeziek hag al lennegezh dre gomz), treuzkaset a-hed ar c’hantved betek ar Brezel Bras hep bezañ strafuilhet kement-se ; pleustr sevenadurel dre skrid ar veleien a dap e blas kentañ en-dro, goude ur pennad a drubuilhoù ; implij ar Galleg o tont war-c’horre muioc’h-mui e-touez an uhelidi diwar ar maez ; un doare desket, soñjet ha gant ur spered stourm e-touez un niver bihan eus ar boblañs a chom stag ouzh difenn ar Brezhoneg, evit abegoù politikel liesseurt.

Breuriez ar breizouneg a dou da wareziñ, da zifenn ha da enoriñ yezh Breizh-Izel evel yezh kentañ hor bro… - Font Teodor Hersart Kervarker. Eiladur niverel CRBC, merket LV15.087

XXvet kantved : war-zu dibenn pleustr un hêrezh

En XIXvet kentved e weler anaoudegezh ar Galleg o vont war-raok e-touez ar rummadoù poblek : war zemokratekaat e ya kelennadurezh ar Galleg, muioc’h-mui a dud a gemer perzh en ensavadurioù an dilennadegoù hag an arme, tud desachet muioc’h-mui war-zu ar melestradur ha kement zo. Kregiñ a ra ar Galleg da vout implijet er c’hadorioù-prezeg etre an daou vrezel, met ivez en darempredoù ofisiel. Un implij eus an div yezh (diglosiezh) a gas ar Brezhoneg da vezañ implijet en darempredoù kemparek, etre tud «kar ha par», padal ec’h implijer ar Galleg gant an dud n’anavezer ket (darempredoù digemparek), hag an daremprederezh-se a gas da empentiñ  plegennoù a verk hag a damall an dud alies-mat :

·       tud diwar ar maez en-enep tud kêr

·       peizanted en-enep kêriz

·       mod-kozh en-enep giz nevez

·       prevez en-enep publik

·       dre gomz en-enep dre skrid

·       lec’hel en-enep hollvedel.

Er bloavezhioù 1950-1970 eo ar vrezhonegerien en oad gour hag o deus paouezet da gomz Brezhoneg ouzh o bugale. Echu eo gant an treuzkas er familh a veze dre-holl, dre efedoù an eil war-c’horre egile eus an holl pleustroù-se, adalek diorren ar skoliadur er skolajoù war ar maez (skolioù-lojañ), ar c’hoant tizhout liveoù studi uhel, an degemer doareoù bevañ giz-kêr ha dilez ar gevredigezh hengounel, diorren ar mediaoù e Galleg, ha kement zo. Gwelet a reer ivez dibenn ar pleustr sokial relijiel : reform al liderezh en 1963 a ro ar plas kaer d’ar Galleg war-goust ar Brezhoneg.

 

Azgoulennoù ha stourmoù an emsav e-doug 200 vloaz

 

Evel an «efed melezour» en tu kontrol eus implij sokial ar brezhoneg o vont war‑gresk, eo aet war-gresk niver an azgoulennoù hag ar stourmoù en erbed d’ar Brezhoneg abaoe trederenn gentañ an XIXvet kantved, hag en un doare stankoc’h c’hoazh en XXvet kantved, ha gant skoazell ar galloudoù publik  er XXIvet kantved. Plediñ a reont gant ar c’hudennoù da heul :

·    an treuzkas: deskerezh skol, stummadurioù war an daoulamm, met ivez ar mediaoù, ha nevesoc'h zo adpakañ an dachenn brevez gant ar broudañ ar pleustroù familh, ar vugaligoù, ar c’hreizennoù vakañsoù ;

·       ar reizhegezh : statud ar yezh (ofisielañ, karta ar yezhoù minorel) ha sevenadur  dre skrid ar stourmerien (normalizañ ar yezh, labourioù geriadurel, lennegezh hag embann, prizioù, troidigezhioù) ;

·       gwelusted : panellerezh ha skorioù kehentiñ divyezhek, ar Brezhoneg implijet da loc’h arouezel, marketing  ha bruderezh an embregerezhioù pe hini tiriad Breizh a-bezh (en tu all da Vreizh-Izel))…

Kemplezh eo stad ar Brezhoneg hiriv an deiz : p’emañ an darn vras anezho oc’h embann ez int stag ouzh ar yezh (ar glad), e-keit m’eo an dud war an oad ar re a implij ar yezh war ar bemdez (pleustr poblek hêret), padal n’int ket niverus ken, hag e kresk an azgoulennoù evit difenn ar yezh (dre ur pleustr nevez, ideologel gwechoù zo, arouezius gwechoù all).

Levr evit deskiñ Brezhoneg savet gant Per Denez – dastumad prevez

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Nelly Blanchard, « Brezhoneg, yezh Breizh-Izel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/10/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/brezhoneg-yezh-breizh-izel

 Levrlannadur

  • Broudic Fañch, La pratique du breton de l’ancien régime à nos jours, Rennes, PUR, 1995.
  • Broudic Fañch, Parler breton au XXIe siècle, Brest, Emgleo Breiz, 2009.
  • Calvez Ronan, « Une histoire sociolinguistique du breton », Finistère. Encyclopédie Bonneton, Paris, Bonneton, 2003, p.144-159.
  • Hornsby Michael, Vigers Dick (dir.), International Journal of the Sociology of Language, Breton : the post-vernacular challenge, 223, 2013.
  • Le Berre Yves, Le Dû Jean, « Parité et disparité : sphère publique et sphère privée de la parole », La Bretagne Linguistique, 10, p.7-25.
  • Bibliographie sur la langue bretonne [pdf]

liammoù :

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité