Dañjerioù an natur (1)

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2021

Gant ar mennoz d’ober aon d’ar vugale ewit ampich anezhe d’ober betizoù pe mirout anezhe deus ur gwallzarvoud, e veze kontet dezhe ur sac’had marvailhoù gant o zud. Ha neuze ewit herzel ar reoù vihan da dostaat deus ar rinieroù e veze lâret dezhe penaos e oa an nadoz-aer ur sarpant-nij pe c’hoazh ur spilhenn-aer. Gallout a rae an amprevan fall-se gwriat daoulagad ar vugale pa welent anezhe e-barzh o en-dro. Peadra neuze d’ober aon dezhe. E Breizh-Uhel e veze kontet ar memes istor.

Anavezet vez pegen pinvidik eo ijin ar bobl hag he barregezh da grouiñ gerioù nevez. Ha neuze, veze roet d’an nadoz-aer anvioù all evel en Treger : ar marc’h aer pe marc’h an naer. Ken poanius a oa he flemm hag hini an droukañ loen stlej, herveze. E Breizh Uhel e veze graet ivez c’hva d’caleuve deusoutañ, da lâret eo, marc’h-silienn-harzh. Tu vefe mont pelloc’h c’hoazh ha komz eus pezh vez lâret en saozneg : dragon--fly, kelienenn-sarpant. Anat eo, ar memes pal oa evite, klask pellaat ar vugale diouzh al lec’hioù gleb dañjurus evite. Pa anvezer mat ar vugale ec’h ouzer, - pe e ouied da nebeutañ – o deze ar re-seoù muioc’h aon rak ul loen vil hag a flemm evit difenn groñs oute ober un dra bennak a sort-se.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « Dañjerioù an natur (1) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/danjeriou-an-natur-1

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité