Diskar Penmarc'h, mojennoù ha traoù gwir

Aozer : Serge Duigou / Du 2016
Mare an dizeur eo fin ar XVIvet kantved e Breizh, gwastet ma 'z eo gant brezelioù ar C'hevre etre 1589 ha 1598. Hervez un hengoun dre gomz bet adskrivet hag amplaet gant ar skrivagnerien o veajiñ dre ar vro en XIXvet kantved, e vije bet diskaret neuze, e beg ar C'hap Kaval, kêr poblet-stank Penmarc'h asambles gant e borzh-mor. Gwir pe vojenn ?

Lestr kizellet war borched iliz Sant Nonna. Orin : Ofis an Douristed Penmarc'h.
A-hed hanterenn gentañ ar XVIvet kantved ez eo kustum divskouarn poblañsoù aodoù ar meurvor Atlantel da glevet anv Penmarc'h. Anavezet eo e vartoloded evit bezañ pesketourien sili-mor, morleaned ha merluzed hardizh, ha rederien-vor kalonek. Mistri int war an dougen gwin Bourdel ha kerboullenn Tolosa (ur blantenn-livañ a ro ul liv glas priziet gant ar ballennerien-veur) eus ribl ar stêr-Garona betek kêrioù bras Europa an hanternoz. E 1533-1534, diwar 980 lestr oc'h antreal en Arnemuiden, an hini brasañ e-touez rakporzhioù Anvers, e teu 270 eus Penmarc'h, a ziskouez bezañ porzh brasañ aodoù an Atlantel evit paramantiñ listri-kenwerzh.

Mareoù diaes

Adalek 1540-1550 ez a da cheñch ar c'henarroud etrebroadel, ha setu Penmarc'h taget taer. Breskaet e vez an aocherezh breton gant an Hollandiz o sevel ur strollad listri-karg, ar brezelioù diabarzh e Frañs hag en Izelvroioù, hag ar glas-Indez o tont war ar marc'had da gevezata ar gerboullenn. Kroget eo Penmarc'h da vont war ziskar, goustadik met dalc'hmat.

Preizhet gant La Fontenelle

Alc'hwez : Relegoù tour Sant Gwenole. Orin : Ofis an Douristed Penmarc'h.

Diskaret e vo Penmarc'h da vat gant ar Brezel relijion diwezhañ, anvet «Brezel ar C'hevre» e Breizh. E 1596 e lak La Fontenelle ar seziz war Benmarc'h. Hemañ, penn-brezel didruez, dalc'hiad an dug Merkeur, gouarnour ar broviñs ha penn ar C'hevre e Breizh, a embann stourm a-enep da zalc'hidi Henri IV. E gwirionez, kaeet en e doull-kuzh war Enezenn Tristan e Douarnenez, e lak ar spouron da ren war Gerne-Izel dre forzh preizhata ha drastañ ar vro. Tud Penmarc'h a ya d'en em gaeañ en o iliz-parrez hag e kreñvlec'h Kerbezeg e penn Keriti. Met pladet int raktal gant soudarded diwar-c'hopr La Fontenelle.

Gall a reer krediñ testeni ar Chaloni Moreau, a skrive d'ar mare-se : «Bras e voe preizh an enebour, rak an holl re binvidik eus al lec'h-se, pere a voe bras o niver, [...] a gollas an holl madoù o doa, ha surtout un niver bras a listri, bagoù ha barkoù ouzhpenn tri c'hant anezho a bep ment, e-barzh pere La Fontenelle a lakas kargañ ar preizh, hag ez eas ganto d'e greñvlec'h e Douarnenez. N'em eus ket gouezet an niver a dud marvet e Penmarc'h, kement ma c'hoarvezas ar muiañ eus al lazhadeg en iliz.» Klozañ a ra ar chaloni war un ton du : «Goude an drast-se e voe rivinet kêr Penmarc'h d'ur poent ma ne c'hello adsevel e keit hanter-kant vloaz na biken ken, moarvat.»

N'eo ket fin dizeurioù beg ar Vro Vigoudenn. Chom a ra briz-soudarded La Fontenelle e Keriti e-pad ur vloavezh-pad ha gall a reer empennañ pegen gwallgaset e vez tud Penmarc'h ganto, ar merc'hed da gentañ. E 1597 int kaset kuit gant soudarded ar markiz Sourdeac, gouarnour Brest. Div walenn a gouez neuze memes amzer war ar re chomet bev : an naonegezh hag ur stropad bosenn.

Diaes an adc'hanidigezh

E deroù ar XVIIvet kantved, ne chom ket kalz a dra eus brasted kêr Penmarc'h. Aet da nebeut a dra he forzh-mor birvidik ; aet d'ar strad he brav a strollad karavellennoù (listri dougen a 60-80 tonell) ; aet kuit he martoloded eus porzhioù pe rakporzhioù Londrez, Bristol, Bruges pe Anvers.

Evit se, kontrol d'ar pezh a zo bet skrivet a-wechoù, n'eo ket aet Penmarc'h da netra, hag e oa un 3000 den bennak o chom enni c'hoazh er bloavezhioù 1600-1610. Paramantiñ a ra he c'habitened-marc'hadourien ur strollad bagoù dougen ha pesketa a striv da adc'henel ar porzh distrujet. Met torret eo ar mekanik, n'eus ket arc'hant a-walc'h, un niver vras a dud o deus kuitaet ar vro mantret-se. E 1640 ne ziniverer nemet 6 bag eus Penmarc'h oc'h antreal e Bourdel, listri dister o fard, etre dek hag ugent tonell. Santet e vez pegen kri eo ar gwastadur. Un aocherezh bihan an hini a vez kaset gant ar barkoù-se, o tilestrañ merluzed ha gwinizh, o lestrañ gwin hag holen etre Saint-Jean-de-Luz hag aodoù Breizh. An dienez eo dirak ar bloavezhioù pinvidik.

Gwir en em ziskouezas bezañ diougan du ar chaloni Moreau : ne adsavas ket Penmarc'h goude gwalleurioù dibenn ar XVIvet kantved. Ret e oa gortoz 1870 hag ar friturioù kentañ oc'h annezañ e Keriti ha dreist-holl e Sant-Gwenole evit ma teufe fin ar bloavezhioù reuzeudigezh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Serge Duigou, « Diskar Penmarc'h, mojennoù ha traoù gwir », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/diskar-penmarc-h-mojennou-ha-traou-gwir

Levrlennadur

Levr hollek

  • Le Goff Hervé, La Ligue en Bretagne. Guerre civile et conflit international (1588-1598), Rennes, Presses Universitaires de Rennes, 2010, 576 p.

Istor Penmarc'h

  • Quiniou François, Penmarc’h, son histoire, ses monuments, Ar Vorenn, 1984.
  • Montfort Rémy, Penmarc’h à travers ses historiens, Penmarc’h, 1985.
  • Duigou Serge, Les mystères de Penmarc’h, Éditions Ressac, 1994.
  • Duigou Serge, Le BoulangerJean-Michel, Histoire du Pays bigouden, Éditions Palantines, 2002.

Mammennoù 

  • Mémoire du chanoine Jean Moreau sur les Guerre de la Ligue en Bretagne, publié par Henri Waquet, Quimper, Archives départementales, 1960, 313 p.
  • Brousmiche Jean-François, Voyage dans le Finistère, 1829, 1830 et 1831, Réédition Morvran, 1977.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù