Dispenn Impalaeriezh Roma en Arvorig

Aozer : Patrick Galliou / Ebrel 2019
Cheñchamantoù bras, politikel, sokial ha sevenadurel, a voe adalek diwezh an IIIde kantved en Arvorig evel er peurrest eus Impalaeriezh Roma. Dilezet e voe d’ar c’houlz-se, e tiriadoù norzh-Galia, an doareoù-bevañ bet degaset gant ar Romaned.

Enkadenn an Impalaeriezh nevesañ

Fin voe gant ar peoc’h hag ar binvidigezh a rene e Galia abaoe ouzhpenn daou gantved p’en em gavas an impalaeriezh roman en un enkadenn vras e kard diwezhañ an IIIde kantved goude J.K., koulz evit a sell ouzh hec’h armeoù, hec’h ensavadurioù hag he buhez sokial.

Koazhañ a reas pennkêrioù ar c’heodedoù roman neuze, bep ma veze savet enno mogerioù kreñv da wareziñ tachennoù strishoc’h evit ar gêr en he fezh (Roazhon, Gwened, Naoned) ; War ar maez ivez e voe distrujet, pe dilezet ul lodenn vras pe vrasoc’h eus savadurioù ar c’henkizoù a rene war an atantoù bras ; kement all a c’hoarvezas en Arvor e lec’h ma voe dilezet ar stalioù salañ pesked, evel e bro Douarnenez e lec’h ma oa kalz dioute.

Aoglennoù hilienniñ garum ar Plomarc’h e Douarnenez. Hañval e oa an hili-se, a veze  fardet gant sardin goet, ouzh an nuoc-mâm. avet e oa bet an aoglennoù-se, ouzhpenn pemzek anezhe, er c’hentañ kantved goude J.K. Brasañ stal goiñ garum Europa e oa, hag an hini miret er stad wellañ betek an deizioù a-vremañ. Gant aotre Kêr Zouarnenez

N’eo ket aloubadegoù zo bet kaoz a gement-se

Ne gred da zen ebet ket ez eo argadoù ar C’hermaned, dre an douar pe dre ar mor, a vije bet kaoz a gement-se. Diskouez a ra kentoc’h ar c’huzhiadoù pezhioù moneiz niverus d’ar c’houlz-se pegen nec’het e oa ar boblañs abalamour da reolennoù nevez hag a lakae talvoudegezh an arc’hant da goazhañ. N’eo ket evit stourm ouzh « morlaeron » c’hermanat kennebeut all e oa bet savet mogerioù kreñv Alet e Sant-Malo, ar Yeoded e Ploulec’h (dep. An Arvor) hag e Brest e fin an IIIde kantved : evit kadarnaat surentez ar c’henwerzh war vor an hini oa.

Un teñzor bet kuzhet war-dro 282-283 goude J.K., bet dizoloet e jardin prefeti Roazhon. Gant aotre Mirdi Breizh – Nenn renabliñ 881.0015.164

Ur voger eus ar c’hastellum roman deuet da vezañ perzh eus moger-kreñv kastell Brest. Gwelet e vez roud un tour ront eus ar c’hastellum el leur. Aotre gant Wikimedia. S. Deniel

Diaesoc’h eo ijinañ ar c’hemmoù zo bet e buhez pobladoù romanekaet Arvorig e-kerzh an daou gantved war-lerc’h.War-bouez ar c’hêrioù a oa bet savet mogerioù-kreñv tro d’o zro, ez eas ar re-se, arouez ar sevenadur roman er proviñsoù, war goazhañ, ha pa voe un tamm adkrog gante e deroù ar IVre kantved. Dilezet pe tost-distrujet e voe savadurioù publik ha prevez pennkêrioù ar c’heodedoù : forum ha c’hoariva Gwened, Neved Haut-Bécherel e Corseul (dep. An Arvor), dourbont Karaez (Penn-ar-Bed). Ne gaver roud ebet eus un adsavidigezh pe eus ul labour reneveziñ da vat er c’henkizoù war ar maez kennebeut all, war-bouez un nebeud re e su ar Vro (tro-dro da Wened hag e Bro-Naoned), nepell eus traoñienn al Liger a oa bet merket donoc’h gant ar sevenadur roman. Taolioù kempenn dister a gaver enne memestra, hag a ziskouez e oa annezet al lec’hioù-se c’hoazh.

Un troc’h war an dourbont divolz, o tegas war-wel e vuzulioù, e vasonerezh hag an indu diabarzh. Er IVre kantved ne veze ket kempennet an dourbont ken ha taolet e veze lastez ennañ. Lec’hienn Persivienn (Karaez), Devezhioù ar Glad, d’an 21 a viz gwengolo 2008. Foto gant Jean-Claude Even

Dilez ar mod « roman » da vevañ

Ne soñj da zen ebet ken e vije bet an annezidi-se trimarderien pe trevidi brizh-romanekaet a vije bet degaset eus Breizh-Veur gant ar Romaned evit difenn Arvorig diouzh argadennoù ar C’hermaned. Priajoù hag endalc’hoù gwer zo bet kavet enne hag a oa deuet a bell-vro : eus koadeg Argona, eus trowardroioù Bourdel hag eus su Breizh-Veur : re ger a enporzhadennoù evit pobladoù kouezhet diwar lost ar c’harr.

Un displegadenn sevenadurel zo d’an dizoloadennoù souezhus-se e gwirionez : ha pa zalc’has brientinelezh c’halian norzh Galia, e kêr koulz ha war ar maez, da chom en o zier hag en o c’henkizoù, e tilezas ar re-se o mod-bevañ romanekaet, oc’h ober salioù bras pe stalieroù eus salioù-dour o c’henkiz, o sevel fornioù war daroù pe ouzh indu livet o salioù-degemer hag o sevel pourpezioù koad hag ardilh un tamm pelloc’h diouzh o zier masonet.

Un uhelvos eus an eil kantved bet kavet e mesk eskern boserezh ur c’henkiz e Mane-ar-Vechenn, Pleheneg (56). Gwelet e vez amañ Dyonisos hag e heuliad pa gavjont Ariana o kousket war enez Naxos. Ne ouier ket re vat pehini a oa kefridi ar savadur galian-roman-se. Stumm gresian-roman ar c’hlinkadur-se avat a ro da c’hoût e oa un den eus ar re vuiañ-romanekaet perc’henn warnañ. Kemmoù bras a oa bet e fin an IIIde kantved (kuzhiadoù pezhioù-moneiz, roudoù tangwalloù). Rikoù brezel hag artizanel (boserezh ha govel) zo bet kavet en annez-se ivez, hag a ziskouez pegen bras eo bet ar cheñchamantoù er gevredigezh galian-roman e fin an impalaeriezh. Furchet eo bet kenkiz Mane-ar-Vechenn gant Alain Provost. Perc’henn eo ar Stad war al lec’hienn-mañ, bet adkempennet ha digor d’an holl. Foto gant Herve Paitier, Inrap

Azginivelezh ar galloud lec’hel

D’ar vrientinelezh c’halian-se e oa ivez ar rikoù metal (spilhennoù, boukloù gouriz) bet dizoloet e lec’hioù zo ha p’eo bet soñjet e-pad pell e oant roudoù un aloubadeg armet deuet eus Breizh Veur pe eus lec’h all. Reiñ a ra ar relegoù koustus-se da c’hoût o doa adkavet ar vrientinion c’halian ur galloud politikel ha / pe difenn an urzh bep ma yae frammoù melestradurel an impalaeriezh da get. Ur renkadur sokial ha frammoù politikel nevez a oa o tiflukañ tra ma yae roudoù diwezhañ ar romanekadur diwar-wel ha ma teue ar sevenadur kent war c’horre en-dro e maezioù Arvorig.

Bibliographie

  • Galliou Patrick, L’Armorique romaine, Brasparts, Les Bibliophiles de Bretagne, 1983.
  • Galliou Patrick, Simon Jean-Michel, Le castellum de Brest et la défense de la péninsule armoricaine au cours de l’Antiquité tardive, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, coll. « Archéologie et Culture », 2015, 220 p.

Liens

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù