Drouklazh Arzhur Iañ, dug Breizh

Aozer : Frédéric Morvan / Du 2016
Darbet e oa bet da Arzhur Iañ, hêr dugelezh Vreizh, kaout impalaeriezh an tiegezh Plantagenêt da herêzh. Gellet en dije neuze dont da vezañ unan eus galloudusañ roueed Europa ha hep mar ebet eus ar bed kristen peogwir e oa ar re bPlantagenêt hollc’halloudus war un dachenn divent ; roueed Jeruzalem zoken a oa eus an dinastiezh-se. Met ne zeuas ket da wir abalamour d’an disemglev ha d’ar c’hevezerezh a oa er familh. Mervel a reas en un doare skrijus d’an oad a 16 vloaz.

Un anv brudet leun a c’hrad

Arzhur I (30 a viz Ebrel 1187 – 3 a viz Ebrel 1203) eo mab dalif Geoffroy Plantagenêt ha Konstañs a Roazhon, dugez Breizh ha kontez Richmond. N’eo ket bet dibabet e anv hep abeg. D’ur c’houlz ma veze strewet ha skignet an danevelloù  arzhuriek er gristenelezh a-bezh eo bet roet an anv-se dezhañ gant e dud evit diskouez n’eo ket o mab hêr an impalaeriezh Plantagenêt hepken, met ivez par-eeun d’ar roue Arzhur, pennroue ar VIvet kantved, an hini a ranko unvaniñ Bretoned an daou du eus Mor Breizh ha kevreañ feodalc’helezh ar c’hornôg.

Gwarezet gant e vamm

Evit e walleur e chomas e-pad pell mab reizhwir nemetañ ur mab reizhwir da Herri II Plantagenêt, roue Bro-Saoz. Noazout a ra ivez dezhañ an darempredoù fall-tre a zo etre e vamm hag Eleanora Akitania, e vamm-gozh. Diouzhtu pa’z eo bet ganet e voe desavet gant e vamm gant aotre ar roue Herri II. Nebeut amzer goude marv Herri II e tiviz e warlerc’hiad Richarzh Kalon Leon e 1190, divugel d’ar c’houlz-se, e vefe e niz Arzhur e hêr reizhwir nemetañ; klask a reas dilemel anezhañ digant e vamm, en aner. War a seblant en doa lakaet toullbac’hañ Konstañs e 1196 evit rediañ anezhi da reiñ gouarn Arzhur dezhañ, 9 bloaz e oa ar bugel d’ar c’houlz-se. Amzer he deus bet dugez Breizh da fiziout Arzhur en he zud-nes a-raok bezañ bac’het. Trec’het eo bet bagadoù Richarzh e Karnoed, nepell eus Tosenn Sant Weltaz, pa oant o klask war-lerc’h ar bugel hag e warezerien. Arzhur a gavas repu e ti roue Bro-C’hall el lec’h m’eo bet savet asambles gant mab ar roue, Loeiz VII da zont. War-dro 1199 e teuas Arzhur en-dro da Vreizh, hag e voe lakaet da gemer perzh e gouarnamant an dugelezh gant e vamm, addimezet a-benn neuze da Guy de Thouars.

Etre Yann Dizouar ha Fulup an Aogust

Un taol strak : mervel a ra Richarzh Kalon Leon d’ar 6 a viz Ebrel 1199 e-pad seziz kêr Châlus e Limousin. Gant skoazell noblañsoù Breizh, perc’henn war zouaroù en daou du eus Mor Breizh, e c’houlenn groñs Arzhur e hêrezh, da lavarout eo Bro-Saoz, Normandi, Anjev, Maine ha Touren. Ober a ra gwazoniezh da Roue Bro-C’hall e miz Mae evit Anjev, Maine ha Touren, gant harp Guillaume des Roches, senesal Maine hag Anjev.

Yann Dizouar, pevare mab Herri II (pa oa Tad Arzhur an trede), kont Mortain hag aotrou Iwerzhon, a zo skoazellet gant e vamm Eleanora Akitania, ha dre-se en deus harp Poatev hag Akitania. Dont a ra a-benn da vezañ kurunet dug Normandi d’ar 25 a viz Ebrel 1199 ha roue Bro-Saoz d’ar 27 a viz Mae.

Dont a ra Guillaume des Roches a-benn da zifachañ an eontr hag e niz evit herzel ouzh dispenn impalaeriezh Anjev. E miz Gwengolo ez a Arzhur, 12 vloaz neuze, da Bariz en-dro da repuiñ e ti roue Bro-C’hall. Koulskoude e vez dilezet gant ar roue e-pad ur pennad pa sin hemañ, e miz Mae 1200 gant Yann Dizouar, feur-emglev Goulet e-kichen Vernon. Anzavet eo Yann Dizouar da hêr nemetañ impalaeriezh Anjev. Rankout a ra Arzhur ober gwazoniezh dezhañ evit Breizh.

Eilpenn er rouantelezh

E miz Gwengolo 1201 e varv e vamm. Setu Arzhur dug Breizh da vat. E miz Ebrel 1202 e torr roue Frañs feur-emglev Goulet hag e anzav Arzhur hêr nemetañ Herri II. Marc’heget eo gant ar roue goude kemeridigezh Gournay-en-Bray, dimeziñ a ra anezhañ d’e verc’h Marie, hag evit echuiñ e ro dezhañ kontelezhioù Anjev, Maine ha Touren, gant ma vefont gounezet gantañ. Gant e c’hoar Eleanora e tiviz Arzhur e miz Eost 1202 aloubiñ kreñvlec’h Mirebeau (e-tal Loudun) el lec’h m’emañ e vamm-gozh Eleanora Akitania o chom. C’hwitañ a ra war e daol penn da benn abalamour da Yann Dizouar, bet kelaouet gant e vamm. Paket eo Arzhur hag Aleanora a Vreizh, kaset eo Arzhur da Falaise ha da Rouen da c’houde.

Arthur et Hugh de Burgh - Cette œuvre illustre la pièce de W. Shakespeare, Le roi Jean. La relation d’Arthur avec son geôlier paraît loin de la réalité supposée. Arthur, duc de Bretagne et Hubert de Burgh, 1882 Manchester City Art Gallerie, Manchester, UK William Frederick Yeames (1835-1918)

Arzhur ha Huberzh a Vurgh

Al livadur-mañ az a da skeudenniñ pezh-c’hoari W. Shakespeare, Ar roue Yann. Pell emañ moarvat an darempred diskouezet amañ etre Arthur hag e jolier eus ar wirionez. Arzhur, dug Breizh ha Huberzh a Vurgh, 1882, Manchester City Art Gallerie, Manchester, UK, William Frederick Yeames (1835-1918)

 

Un disoc'h dispis ha skrijus

Ne ouzer ket a-dra-sur ar pezh a c’hoarvezas war-lerc’h. D’an 3 a viz Ebrel 1203, hervez danevelloù bloaziek Margam, « e voe lazhet Arzhur gant ar roue Yann e-unan, mezv, a vannas ar c’horf er stêr Saena, staget ouzh ur pezh maen. » Koulskoude e tou Huberzh a Vurgh, gward e Rouen, bezañ roet Arzhur da wazourien ar roue Yann deuet da Rouen d’e spazhañ (marvet e vefe bet a-ziwar an oberatadenn). Distreiñ a reas Huberzh a Vurgh war e c’her da c’houde. Brud drouklazh ar priñs a strewas buan e Breizh hag e Normandi hag a voe penn kaoz un emsavadeg bras hag un digarez da roue Frañs da dapout krog war impalaeriezh ar bPlantajeneed.

Drouklazh Arzhur gant Yann Dizouar dindan sell Pierre de Maulac. Engravadur Olivier Penguily, La Bretagne ancienne et moderne (1859), Pitre-Chevalier, p. 245

 

Troet gant Kuzul ar Brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Frédéric Morvan , « Drouklazh Arzhur Iañ, dug Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/drouklazh-arzhur-ian-dug-breizh

Levrlennadur

  • Dubois Gaston, Recherches sur la vie de Guillaume des Roches, thèse publiée dans la Bibliothèque de l’École des Chartes, t. XXX, 1869, pp. 377-424, t. XXXII, 1871, pp. 88-155 ; t. XXXIV, 1873, pp. 502-541.
  • Petit-Dutaillis Charles, Le Déshéritement de Jean sans Terre et le meurtre d’Arthur de Bretagne, Paris, F. Alcan, 1925.
  • Carter Kathy, Arthur I duke of Brittany, in History and Literature, Florida State University, 1996.
  • Borgnis-Desbordes Éric, Arthur de Bretagne (1187-1203), L’Espoir breton assassiné, Yoran Embanner, 2012.
  • Morvan Frédéric, La Chevalerie de Bretagne entre Capétiens et Plantagenêts, XIe-milieu XIIIe siècle, Coop Breizh, Spézet, à paraître mars-avril 2014.

Liammoù 

Lennegezh

  • Shakespeare William, Le Roi Jean, in Œuvres complètes de William Shakespeare traduites par François-Victor Hugo, t. III : Les Tyrans, Paris, Pagnerre libraire-éditeur, 1966.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù