Eskopti dibar Dol

Aozer : Armelle Le Huërou - Coulbeaux / Eost 2020

N’eus roud ebet eus un eskopti e Dol ac’hann da greiz an IXvet kantved, nebeut amzer a-raok ma tarzhas tabut ar vammiliz a-enep Tours. An hini bihanañ e zachenn eo e-touez holl eskoptier Breizh avat ; hag un dachenn dibar ouzhpenn-se pa oa rannoù-douar strevet a bep tu o vont d’ober ar brasañ anezhi, ha dister-tre an nebeut parrezioù strollet en-dro d’e sez. Strevet e oa an hanter kant bennak a rannoù-se e pevar eskopti da gentañ, ha seizh goude-se : Alet (deuet da vezañ Sant-Maloù), Kastell-Paol, Rouen hag Evreux da gentañ ; Roazhon adalek 851 hag eskoptier Landreger ha Sant-Brieg e fin an Xvet / deroù an XIvet kantved (s.o. ar gartenn). Un iskis a ballenn takonet, skeudenn e istor dibar, an hini voe tachenn eskopti Dol betek an Dispac’h, pa yeas da get.

Akord eo an istorourien a-vremañ, da heul Hubert Guillotel paneveken, pa gav dezhe zo dioutañ un hêrezh eus galloud politikel meroveat ar manati bet savet e Dol gant Sant-Samzun (VIvet kantved) hag eus e berzh forc’hellek : un abati-eskopti, dibar e Breizh vihan ha pa veze kavet kement all war dachenn ar Franked betek an IXvet kantved. Galloud un eskob zo bet eta moarvat gant Samzun hag an ebed a zeuas war e lerc’h, war o dalc’hoù e Breizh hag e Neustria a oa niverus dija da goulz Samzun sur-awalc’h, hag a greskas c’hoazh betek fin an IXvet kantved, bep ma veze graet donezonoù nevez dezhañ.

 

 

Parrezoù eskopti Dol

Darn kreiz  an eskopti (43 parrez)

 

Mamenn : Lunven Anne, Du diocèse à la paroisse - Les évêchés de Rennes, Dol et Saint-Malo du Ve au XIIIe siècle, Rennes, PUR, 2014

Darn kreiz  an eskopti (43 parrez)

An abati-Dol (Dol)

Bagar-Morvan

Bagar-Bihan

Bonaban (Gouenaer)

Bonmaen

Karfantan (Kumun Dol)

Cendres (Roz-an-Arvor)

Chapel-Hilveven

Kerruer

Kugenn

Dol, Itron-Varia

Sperneg

An Onneg

Hirel

Lanhelen

Lanvalae

Enez-Veur

Mellieg

Minieg-Morvan

Menez-Dol

Planfili

Plergar

Pleder

Pleudehen

Plegeneg

Roz-Lanrieg

Roz-an-Arvor

Sent

Sant-Brewalaer

Sant-Jord-Grehan

Sant-Guênoù

Sant-Haelen

Sant-Leonarz (Sperneg)

Sant-Marc’han

Sant-Pêr-Plewenn

Sant-Solen (Lanvalae)

Trémaeg

Tresant (Lanvalae)

Trese

Gwilde-Bidon (Roz-an-Arvor)

Gwilde-an-Arvor (Hirel)

Gwiver

Enklozet en eskopti Roazhon  (3 farrez)

Ar Fantanig

Rivoù

Sant-Revig-ar-Plaen

Enklozet en eskopti Sant-Maloù  (24 farrez)

Oskaleg

Bowidel

Hengleuz, An

Ilifav

Lannandeg

Langan
Languenan

Loc’h, Al

Lanwaz

Sant-Andrev-an-Doureier

Sant-Karneg

Sant-Kouloum

Santez-Urielle (Trediarn)

Sant-Ideuc (Sant-Maloù)

Sant-Yagu-an-Enez

Sant-Yuzeg

Sant-Laoueneg

Saint-

Lanvaelvon

Sant-Melar

Sant-Melar Boursol

Sant-Samzun

Sant-Tual

Sant-Tewiniav

Trebêran

Enklozet en eskopti Sant-Brieg  (12 parrez)

Enez-Vriad

Koedmaeg

Kérity (Pempoul)

Landebiav

Landehen

Lanwal

Sant-Loup

Lannolon

Perros-Hamon (Plaeraneg)

Sant-Glenn

Sant-Ke-Porzh-Olued

Tregenestr (Melin/Lambal)

Enklozet en eskopti Treger  (7 parrez)

Koadoud

Lanneur

Lanvaodez

Lanvaeleg

Loguivi (Lannuon)

Perroz-Gireg

Trevoù, An

   

Enklozet en eskopti Kastell-Paol (1 parrez)

Lokenole

   

Enklozet en arc’heskopti Rouen (4 parrez)

Conteville Marais-Vernier Saint-Samson-de-la-Roque
Saint-Samson-sur-Risle    

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Armelle Le Huërou - Coulbeaux , « Eskopti dibar Dol », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/eskopti-dibar-dol