Fañch an Uhel (1821-1895) Ar rikted skiantel a-enep d'ar romantelezh ?

Aozer : Fañch Postic / Meurzh 2023
Er bloavezhioù 1860 e teu an Tregeriad Fañch an Uhel da vezañ unan eus dislavarerien bennañ Kervarker, ha Gwerziou Breiz izel, embannet gantañ e 1868, a vo gwelet gant lod evel levr-nac'h ar Barzaz-Breiz. Enklaskoù a raio diwar-benn ar c'hontadennoù hag ar mojennoù ivez war-lerc'h, hag an dastumad eus ar c'hentañ en deus graet na vo ket embannet e stumm levrioù a-raok ar bloavezhioù 1880.

Ganet eo bet Fañch an Uhel e 1821 e maner Keramborn e parrez Plouared, e ti peizanted pinvidik. Da genderc'hel gant e studioù eo aet da skolaj Roazhon lec'h ma kelenne e eontr, Jean-Marie Le Hüerou, istorour meur ha dastumer kanioù pobl gwech ha gwech all ivez. Marv eo eñ yaouank e 1843 hag an Uhel en deus divizet neuze adkemer ha kendelc'her e labourioù dezhañ. Ken abred ha 1845 ez eus bet roet ur ur gefridi ofisiel dezhañ : mont a raio da zastum kanioù pobl ha dornlevrioù misterioù breton. Met d'ar memes bloavezh e kinnig Kervarker eil embannadenn ar Barzaz-Breiz ha mont a ra labourioù an Uhel diwar wel. Ne vez ket roet yalc’had all ebet dezhañ. Labourat a ra neuze kamm-digamm er c'helenn, ha kregiñ a ra da skrivañ un oberenn varzhek a vern kalz dezhañ. Anavezout a ra Ernest Renan. Pennañ e vo evitañ ha dizehan e eskemmont adalek 1858 ha betek marv ar skrivagner e 1892.

Kervarker e dalc'h

Estlammet eo chomet Fañch an Uhel dirak ar Barzaz-Breiz da gentañ, met tamm-ha-tamm eo deuet da abegiñ war hentenn embann Kervarker ha dont a ra da vezañ unan eus e zislavarerien gentañ. Enebiñ a reont evit ar wech kentañ da vare embannadur Santez Tryphina hag ar Roue Arzur  (1863), pa respont Kervarker dezhañ gant Le Grand Mystère de Jésus (1865).

Femme en costume de Plouaret, village natal de François-Marie Luzel, et homme en costume de Bannalec (détail). Musée de Bretagne: 992.0077.2033.E strollad an eneberien (René-François Le Men, Léopold Sauvé, hag all hag all) e kemer perzh an Uhel gant aked. Taeroc'h-taerañ eo o lizhiri pa vez anv eus Kervarker hag eus e zoare da embann ar misterioù hag ar barzhonegoù pobl. Tamall a ra skiantourien eus Pariz 3de embannadur ar Barzaz-Breiz, e dibenn ar bloavezh 1866. Gant an Uhel ez eus bet roet dezho lod eus o arguzennoù. « Tabut ar Barzaz-Breiz » a grog e lodenn bublik e miz Here 1867 da vare Kendalc'h keltiek Sant-Brieg, rak rakskrid adembannadur ar Catholicon gant René-François Le Men a gaver ennañ un notenn a dag Kervarker didruez. An Uhel ne rann grik. Ne fell ket dezhañ, sur a-walc'h, en em vroc'hañ da viken gant ur penn-bras kement a levezon dezhañ e Breizh. Emañ neuze an Uhel o labourat hardizh war levrenn gentañ Gwerziou Breiz-Izel, a deu maez dindan stumm levrigoù hag hini ul levr war-lerc'h (1868). Degas a ra dezhañ meuleudioù ar « skol burutellat nevez » met kazeg a ra e werzhioù da vat. Ne vo ket embannet an eil levrenn a-raok 1874.

Un hentenn « hep kinklerezh » diaes da zeskiñ

Daoust hag e teu da blediñ gant ar c'hontadennoù abalamour da se ? Adalek 1868, goude ma anavez Marc’harid Fulup ha Barba Tassel, div ganerez ha konterez a vo e-touez ar re bennañ evitañ, e c'hell an Uhel tennañ gounid eus ur rummad kefridioù nevez, o danvez ar c'hontadennoù pobl da gentañ penn. Embann a ra e zisoc'hoù er c'helaouennoù « skiantel » a deuio maez adalek 1870, en o zouez ar Revue celtique, bet krouet gant e vignon Henri Gaidoz. Politikeloc'h e teu an tabut da vezañ e Breizh, lec'h m'eo enebet ar republikaned, eus tu an Uhel, ouzh ar gatoliked a-du ar Vourboned, a zifenn Kervarker, ha dont a ra an Uhel da vezañ en distro, dreist-holl pa 'z eus bet cheñchet tu, krenn-ha-krak, gant René-François Le Men, hag eñ degouezhet eus tu oberour ar Barzaz-Breiz.

Sevel a ra Fañch an Uhel a-du gant mennozhioù ar republikaned hag a-zevri-bev e kemer perzh, asambles gant Henri Gaidoz, e Almanak Breiz Izel 1872. Gantañ e vez graet an troidigezhioù d'ar brezhoneg. Ur c'hwitadenn eo met chom a raio troet war ar c'hazetenniñ hag adalek 1875 e vo pennskridaozer ar Journal de Morlaix : n'eus doare gwelloc'h hervezañ da gomz d'ar Vretoned diwar ar maez war-eeun evit skignañ ar mennozhioù republikan, hag evit ma chomfe bev o sevenadur hag o yezh dezho ivez. Deuet eo a-raok e amzer, sur a-walc'h. N'eo ket gwelloc'h an degemer graet da eil levrenn Gwerziou Breiz-Izel eget an hini a oa bet graet d'al levrenn gentañ, en diavaez eus metoù skiantourien Bariz.

Ken abred ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1870 eo prest meur a levrenn gontadennoù dornskrivet da vezañ embannet, met ne gav an Uhel embanner ebet evito. Evit ober un taol-arnod e kinnig memes tra ul levr berr, Contes Bretons e ditl, e 1870 (Clairet, Kemperle). E 1879 e lak Veillées Bretonnes da embann, daoust ma n'eo ket direbech doare « skiantel » al levr hervezañ : en em daolenniñ a ra e-touez ar gonterien, oc'h ober gant un doare lennegel en deus tamallet da skridoù e ziagentourien.

Amzer an embannadurioù hag an enorioù

Cheñch a ra an traoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 1880. Paul Sébillot, Breizhuhelad bet broudet da zastum gant Fañch an Uhel, a grou e Pariz an dastumad « Littératures populaires de toutes les nations » (lennegezhioù pobl an holl vroadoù). E Littérature orale de la Haute-Bretagne a vo al levr kentañ anezhañ. Kinnig a ra diouzhtu d'an Uhel skrivañ al levrioù da heul :  Légendes Chrétiennes de la Basse-Bretagne (1882) a vo embannet an div levrenn anezhañ da gentañ, ha war-lerc'h, e 1887, Contes Populaires de la Basse-Bretagne e teir levrenn. Broudet ma 'z eo, e krog An Uhel da zastum en-dro, a-wechoù o kas gantañ ur c'helenner yaouank eus Lise Kemper, Anatole Le Braz e anv, a sikouro outañ da embann div levrenn ar Soniou Breiz-Izel e 1890.

Le Musée départemental breton de Quimper que dirige, à partir de 1883, François-Marie Luzel (Carte postale). Musée de Bretagne: 981.0024.504.Stabilaet eo buhez micherel an Uhel a-benn ar fin pa 'z eo anvet diellour an departamant e Kemper e 1881, ha war-lerc'h mirour e Mirdi Kemper. Eilprezidant ar Société archéologique du Finistère (kevredad henoniezh Penn-ar-Bed), en em akord a ra en-dro, war a seblant da nebeutañ, gant Kervarker a zo prezidant anezhañ. Eñ an hini eo a ro al Legion a Enor dezhañ d'an 30 a viz Genver 1890. Mervel a ra Fañch an Uhel e Kemper e miz C'hwevrer 1895.

Troet gant Lena Catalan

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Fañch an Uhel (1821-1895) Ar rikted skiantel a-enep d'ar romantelezh ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/03/2023.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/fanch-an-uhel-1821-1895-ar-rikted-skiantel-a-enep-d-ar-romantelezh

BIBLIOGRAPHIE

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité