Flora armorica : ur rouedad war ar stern

Aozer : Maëlle Mériaux / C’hwevrer 2019

Savet e oa bet Flora armorica e stern ar raktres Flora celtica a oa e gefridi renabliñ an holl implijoù bet graet gant ar bobl eus ar plant, diwar an hengoun keltiek, Bro Skos ha Bro Saoz ennañ.

Gant ar gevredigezh Jardins du Monde e oa bet kaset ar raktes-mañ eus 1997 da 2005, e Breizh a-bezh, sañset, ha pa voe gwriziennnet ar raktes e Kerne-Uhel.

E 2007 e voe astennet ar raktres d’ur rouedad gwriet gant ar c’hevredigezhioù Skol louarnig, Herborescence, hag Eñvorennoù Kreiz-Breizh, dre ma oa bet dilezet gant ar gevredigezh Jardins du Monde . E 2008 e voe dalc’het an emvodoù kentañ ha savet e voe pemp diazlec’h-teska : e Bulad-Pistien, er Gemene, e Kore, er Fouilhez hag e Karaez.

Eus 2009 da 2011 e voe harpet ar raktres gant skoaziadoù Kuzul rannvro Breizh ha reoù an departamantoù pe ar broioù a veze kaset ar raktres war o zachenn. E diwezh ar prantad-mañ e voe embannet al levr Dastumadeg kentañ, danevell an tri bloavezh enklask-se. E 2012 e voe kemmet statud Flora armorica evit ma c’hellfe bezañ frammet e stumm ur gevredigezh ha derc’hel da labourat kuit a skoaziad ebet. Cheñchamant a voe ivez gant an diazlec’hioù-teska : darn anezhe ac’h eas da get, dre ma oa aet o startijenn gant an amzer, tra ma voe savet reoù all, e Breizh-Izel dreist-holl. Neuze e krogas ar gevredigezh da sevel un diaz-roadoù a c’heller kavout ennañ anvioù brezhonek pe galloek forzh pe louzaouenn, hag an implijoù-pobl a vez dioute, dre vizkrivañ hec’h anv gallek.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Maëlle Mériaux, « Flora armorica : ur rouedad war ar stern », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/02/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/flora-armorica-ur-rouedad-war-ar-stern

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité