Galv an 18 a viz Even 1940 gant ar jeneral de Gaulle

Aozer : Christian Bougeard / Du 2016
Sklaer eo pegen pouezus eo Galv an 18 a viz Even en istor an Eil Brezel Bed, pa verk ganedigezh ar Rezistañs diavaez Bro-Frañs hag an efedoù en deus bet raktal e Breizh.

De Gaulle, ur jeneral nebeut anavezet oc’h embann ur galv war ar BBC

Is-sekretour Stad an Difenn broadel hag ar Brezel e gouarnamant Paul Reynaud, a-du evit ma vefe kendalc’het gant an emgannoù, deuet eo ar jeneral de Gaulle en-dro eus Londrez da Vourdel, lec’h m’en deus asantet ouzh un Unvaniezh etre Bro-Frañs ha Breizh-Veur, d’ar 16 a viz Even 1940. Distroet eo da Londrez d’ar 17 diouzh ar mintin pa ya ar marichal Pétain, a oa e penn ar re a-du gant an armistis, da benn ar gouarnamant. Degemeret eo ar jeneral gant Winston Churchill d’abardaez an devezh-se, hag aotreet da gomz ouzh ar frañsizien war gwagennoù ar BBC. Tro 6 eur eo enrollet e skrid kentañ, hag a voe sañsuret evit ul lodenn gant gouarnamant Breiz-veur a felle dezhañ chom hep tagañ re Pétain c’hoazh, ha tro 10 eur noz eo skignet, d’an 18 a viz Even. An deiz war-lerc’h e veneg kelaouennoù Bro-Frañs ar c’halv kentañ-se ha n’eo ket bet klevet kalz en ur vro tresmaet, gant e vilionoù a dud war hent an Harlu. Etre an 22 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e skign De Gaulle war ar BBC stummoù all taeroc’h-taerañ ouzh Pétain (gant asant gouarnamant Breizh-Veur). Pezh a raer Galv an 18 a viz Even zo e gwirionez ur skrid diorroet war ur pemzektez bennak : ne vo diazezet ar skrid da vat nemet e dibenn miz Eost, hag embannet war ur skritell er Frañs dieub o tont war-c’horre.

Diouzh Breizh a-bezh e teu gwazed davet an Nerzhioù Frañs Dieub (FFL)

E Breizh eo bet klevet prezegennoù de Gaulle skignet war ar radio, met gant pet den ? E Gwened e veneg ar jeneral Kœchlin-Schwartz an div brezegenn gentañ, hag an danvez outo, en e zeizlevr d’an 23 a viz Even. War Enez Sun eo bet klevet gant meur a hini prezegenn an 22 a viz Even, ha kadarnaet e vo o diviz gant 132 den, oadet etre 14 ha 54 bloaz, da vont war-zu Breizh-Veur war o bigi pesketa, d’ar 24 ha d’ar 26 a viz Even (4 den all a oa aet kuit dija). Ur skouer arouezius meulet en oferennoù mignoned de Gaulle eo paotred Enez Sun, enrollet en Nerzhioù Morlu Frañs Dieub (FNFL) – p’emaint e kalon ar soudarded kentañ, 4,1 % anezho d’ar 1 a viz Du 1940  – pe c’hoazh e-touez martoloded ar verdeadurezh a genwerzh o tegas marc’hadourezh da Vreizh-Veur. Tro hanter miz Even 1940, ez eus kantadoù a wazed yaouank, soudarded, martoloded pe paotred enrollet a-youl-vat ha ne asantont ket ouzh an drouklamm, ha diwar blaen ha barr o deus kuitaet porzhioù Breizh. Ul lodenn vat anezho ha n’o deus ket bet klevet ar Galv a ya en Nerzhioù Frañs Dieub (FFL) bet savet e dibenn miz Even. Meur a Vreizhad a ya en FFL neuze, met er rouedad titouriñ o labourat evit ar BCRA dindan renerezh de Gaulle pe evit servijoù Breizh-Veur an Intelligence Service. E 1940-1941 e vo kaset ar misionoù kentañ war-zu aodoù Penn-ar-Bed gant pesketourien Breizh. Ar Vretoned eo - da lavaret eo gwazed bet ganet pe o chom e Breizh a-raok pe goude ar brezel (hep kontañ al Liger Atlantel !)- a ra 30% eus kentañ strollad ar re enrollet en arme en FFL e 1940 (hep kontañ ar soudarded o tont eus an trevadennoù), ha c’hoazh 11,2 % eus an eil droaid e 1943. Gant 17,2 % eus ar Free French (16,4 % en Enez-Frañs) pa sav da 5,5 % eus poblañs ar Frañs, ez eo Breizh ar c’hentañ rannvro evit pezh a sell ouzh an dud o doa respontet da galv ar jeneral de Gaulle (pemp gwech uheloc’h eget keidenn Frañs). Gwazed Penn-ar-Bed a zlee bezañ ar vegenn eus ar garantez-vro gant 8,76 % eus an FFL (2 860 gwaz), eus Aodoù-an-Arvor e oa deuet 4,34 %, eus ar Mor-bihan 2,42 % hag eus an Il-ha-Gwilen 1,68 %. Breizh-Izel an aodoù hag ar porzhioù (Brest, Douarnenez…) ha gaver dreist ar c’horn-broioù all e-mesk an FFL, betek mont da sevel e Bro-Saoz, ha goude-se en Afrika an Hanternoz, ur genvreuriezh oberiant-tre Sao Breiz evit ar Vro gallek. Gant an Dr Vourc’h eus Ploudiern, hag e oa e familh a-bezh o kemer perzh er rezistañs diavaez (tri mab en FFL, unan anezho bet lazhet e 1944, ha lakaet da Gompagnun an Dieubidigezh) eo bet kaset en-dro, goude e zistro eus Aljeria, met ivez gant paotred ar rezistañs diabarzh (rouedad titouriñ ha tec’hadennoù dre ar mor), ur gevredad bet savet diwar intrudu ar jeneral Sicé, unan eus pennoù bras ar Frañs Dieub.

Gweladeg ar bagadoù soudarded gant de Gaulle, film Why we Fight : Divide and Conquer, gant Frank Capra

 Gaolouriezh a vrezel ha Rezistañs e Breizh

Da heul Galv an 18 a viz Even 1940, ha  daoust da Vers-El Kébir, e verzh renerien Vichy e veze selaouet kalzig ar BBC ken abred ha 1940. Ar « gaolouriezh » e-liamm gant ar « saozkarouriezh » a gresk a-vras. Ur santimant forc’hellek alies a-walc’h, hag a daol sklerijenn war ar spi, ha war ar c’has ouzh an alouberien hag ar « german-gasouriezh ». Alies e tro war-zu Londrez ur rezistañs diabarzh abred ha lies-stumm, hini ar rouedadoù hag al luskadoù, hag a vo frammet e Breizh evit reiñ ur respont d’ar frazenn vrudetañ e Galv an 18 a viz Even : « Forzh petra a c’hoarvezo eo arabat ez afe tan rezistañs ar Frañs da vervel, ha ne varvo ket ». Istor-meur ar c’haolouriezh a vrezel, a gaver stank e Breizh war-lerc’h 1945, a droio d’ur c’haolouriezh politikel da vare an RPF, nerzh a-bouez war zilennadegoù penn-kentañ ar Vvet Republik, dre c’haolouriezh ar referendom hag ar prezidant.

 

Troet gant Sten Charbonneau

Levrlennadur

  • François Delpla, L’Appel du 18 juin 1940, Paris, Grasset, 2000.
  • Guillaume Piketty, « Appel du 18 juin », dans Dictionnaire De Gaulle, s. d. de Claire Andrieu, Philippe Braud, Guillaume Piketty, Paris, R. Laffont, 2006.
  • Christian Bougeard, La Bretagne de l’Occupation à la Libération (1940-1945), Rennes, Presses Universitaires de Rennes, 2014.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù