Gavriniz, pennoberenn arz ar vein-veur

Aozer : Philippe Gouezin / Here 2017

Skeiñ a ra ar savadur-se ouzh ode pleg ar mor-bihan, e penn pellañ beg uhelañ su an enezenn, war vord stêr Wened. An izel m’eo an dour etre an enezenn hag an douar bras a ro splann-awalc’h da gompren e oa stag an eil d’egile da vare an neolitik.

E 1832 e voe kroget gant ar furchadegoù kentañ. Etre 1979 ha 1984 avat an hini e voe furchet hag adsavet talbenn gevred ar savadur-se. Ken uhel hag 8 metr eo hennezh hag ouzhpenn 50 metr e dreuzkiz. Damgelc’hiek eo e stumm diavaez abalamour d’ar gwiskad traezh-pri bet lakaet war gorre ur grugell hag a vefe kensturiek kentoc’h. Mogerioù diavaez zo a bep tu da ahel ar savadur, anezho mein-pastur fichet a-varc’h an eil war egile.

Un daolvaen, dezhi un trepas hag ur bez skouergornek, zo dindan ar grugell. Mein plat en o sav eo an holl vogerioù diabarzh ha daroù a ya d’ober al leur penn-da-benn. Ouzh ar gevred e sko toull-dor an alez, bevennet gant div voger, anezhe 23 maen plat en holl, daou vaen kwartz en o zouez. 2,60 m war 2,50 m eo ment diaz ar bez ha ken uhel hag 1,80 m eo e solier. Goloet eo gant un daol-vaen divent a weler war he gorre kizelladurioù a glot gant reoù taol-vaen ar Re Varchand e Lokmariaker. Un adimplij eus ar peul bras kizellet, bet diskaret ha stlejet pelloc’h, eo an daol-vaen-se.

Berzet e oa bet ar savadur war-dro 500 kent JK. Kizelladurioù brav-eston, treset dre bikañ mein a weler war 23 eus an 29 maen-sav a ya d’ober ar mogerioù diabarzh. An holl lunioù diazez, treset hag adtreset a ya d’ober ar c’hlinkaj leun-faezh-se, kement ha ken brav ken e seblant ar vein bezañ gwisket o dilhad-sul : skouedoù, bouc’hili, armoù, arouezioù stumm un « U » dezho, kammigelloù, krommelloù en eil e gouin eben, lec’hiet diouzh ur renkadur strizh.

E-barzh krugell Gavriniz :  lunioù stumm un « U » dezho ha krommelloù an eil e gouin eben – Foto gant Philippe Gouezin
E-barzh krugell Gavriniz : bouc’hili ha kammigelloù – Foto gant Philippe Gouezin
Adsavidigezh unan eus ar peulioù-maen meur bet didammet hag adimplijet da sevel krugelloù Er Wrac’h - pe Er Vaengleuz – ar Re Varchand ha Gavriniz – Tresadenn gant C.T. Leroux

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Gouezin, « Gavriniz, pennoberenn arz ar vein-veur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/10/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/gavriniz-pennoberenn-arz-ar-vein-veur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité