Gerioù a reuzidi

Aozer : Gauthier Aubert / Mezheven 2023
Modernaet eo bet ar yezh.

« Aotrou, ar reket bihan-mañ a ginnigan deoc'h evit menegiñ deoc'h dre ar munud kement tra a zo bet kollet ganin abalamour d'an tan-gwall. Kollet em eus ur gwele en e bezh, div armel, div daol, lienaj, a bep seurt armoù-kegin ha mac'hagnet pe devet gant un taol bouc'hal eo bet ma brec'h, pehini a zo bet lienet gant an Aotrou Laquiton surjian. Me 'm eus tri a vugale war ma chouk, klañv ma gwreg ingal, ha kollet an holl grec'hen am boa da labourat. O chom e oan er rue Neuve e ti an Aotrou Charost, kuzulier er prezidial. Ma anv eo Pierre Dumeny kere. Ar c'hrec'hen am eus kollet a dalveze kant lur evit bezañ rik. Bremañ emaon o chom e karter ar Vadalen » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3336).

Marie hag Anne Gautier : « Disklêriañ a reomp hon eus kollet en hon zi lec'hiet place du Grand bout de Cohue e-lec'h m'emaomp o chom tout hon arrebeuri hag hor marc'hadourezh pere a zo bet taolet er-maez gant soudarded pe vicherourien a zeuas da zistruj an ti war urzh an Aotrou merour ha tout hon eoulioù, marc'hadourezh, drammoù ha kompozisionoù a zo bet devet, laeret, hor pourvezioù ha betek ar gwiskamantoù a veze implijet ganeomp… » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3333).

Ao. Hévin, kuzulier er prezidial : « Me hag a sin amañ dindan a zisklêr en tan-gwall bet c'hoarvezet er gêr-mañ, ouzhpenn an tiez am eus kollet, rak rediet on bet da zilojañ diouzh an hini lec'h ma oan o chom e-kichen ru ar Gommerien er gêr-mañ hag a-herr ha diouzh noz lakaat dezougen ma arrebeuri da veur a lec'h ha lod anezho da blasenn Santez-Anna, da vered ha da iliz Sant-Albin, kollet em eus ouzhpenn tri c'hant levrenn, bras kement ha bihan, kalz a vedalennoù arc'hant hag aour, ul lodenn eus ma arrebeuri bras, taolennoù, lienaj ha pourvezioù, ur c'holl pehini ne c'hell ket bezañ dindan tri pe pevar mil lur. » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3335).

Ao. Descartes, kuzulier er Breujoù : « evit harzañ red an tan-gwall pehini, war-lerc'h bezañ devet lodenn vrasañ kêr Roazhon, a oa o vont dre ar rue de la Cordonnerie da garter Sant Pêr, e oan pedet da asantiñ e lakfe seurezed an Dreinded diskar daou di […] a-us d'o hini en hevelep ru hag e asantis e vije graet ganto evit mat an holl. Lakaat a rejont diskar an daou di hag ur c'horn eus o hini, pezh a aotreas an dud da harzañ an tan eno… » (Dielloù departamant Il-ha-Gwilen, C 3334).

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Gerioù a reuzidi », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/06/2023.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/geriou-a-reuzidi

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020 (avec en particulier deux contributions de David Garrioch sur l’incendie proprement dit).
  • Charil de Villanfray Michel, Reconstitution de la propriété urbaine après l’incendie de Rennes en 1720, Rennes, Presse de Bretagne, 1923.
  • Fillaut Raymond (dir.), Rennes, des combattants du feu aux techniciens du risque, Rennes, Amicale des sapeurs-pompiers de Rennes, 1999.
  • Le Boulch Matthieu, Rennes, fabrique et formes de la ville, 1420-1720, thèse de doctorat d’histoire, sous la direction de G. Aubert et P.-Y. Laffont, Université Rennes 2, 2020.
  • Leloup Daniel, Rennes. Une capitale en pan-de-bois, Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Nières Claude, La reconstruction d’une ville au XVIIIe siècle. Rennes 1720-1760. Rennes, Université de Haute-Bretagne, Institut armoricain de recherches historiques, vol. 13, 1972.
  • Rioult Jean-Jacques, « Hôtel de ville [de Rennes] » et « Demeures [de Rennes] », in Pérouse de Montclos Jean-Marie (dir.), Bretagne : dictionnaire/guide du patrimoine, Paris Monum-Éditions du patrimoine, 2002, p. 402, 407-409.
  • Richer Antoine, Le Grand Incendie. L’incendie de Rennes de 1720, mémoire de master 1 sous la direction de Aubert Gauthier, Université Rennes 2, 2018.

WEB-LENNADUR :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù