Goañv 1906-1907 : harz-labour er saverezh botoù e Felger

Aozer : Jérôme Cucarull / Genver 2017
E-doug ar goañv 1906-1907 e voe e Felger un harz-labour hir ha pouezus en unan eus brasañ saverezh botoù er Frañs, un harz-labour a laosko evit pell amzer e roud e luskad micherourien bro-Frañs.

Eus ar c’hofignonoù d’ar botoù


Da gentañ-penn ez eo ar saverezh botoù e Felger ur mod da cheñch oberiantizoù ha da liesseurtat labour ar gwiaderezh a zo war an diskar tro ar bloavezhioù 1830. Da gentañ e farder kofignonoù gloan plezhennet, gwiadet war ur stumm gant ar vicherourezed. Goude-se en em lakaer d’ar feltr, gwriet gant an dorn da gentañ, gant ar mekanik goude-se. Ha neuze e krog diorren ar botoù-lêr, en ur implijout da gentañ danvezioù kivijerezhioù ar vro, ha dont a ra Felger da vout arbennig war ar sevel boteier maouezed . Tremen a reer eus 9 labouradeg 1861 a ro labour da 1 666 a vicherourezed ha micherourien,da 35 pe 37 e 1899 oc’h implijout 11 000 den. Labouradegoù a bep seurt mentoù int, lod o vezañ embregerezhioù familh, lod all labouradegoù mekaniket.

Usine Cordier : intérieur. Organisation typique des usines fougeraises, avec la galerie à l'étage où se trouvent la coue et la piqure, système qui permet d'avoir un bon éclairage au rez-de-chaussée où se trouvent les opérations de montage - Archives municipales de Fougères

Desachet e vo e Felger poblañs ar maezioù tro-war-dro ha dindan berr e tremeno eus  11 201 annezad e 1872 da 23 537 e 1906.
Dalc’het e vez soñj eus an istor dibar-se pa reer bepred «kofignonerien» eus micherourien ar botoù eno, pa ne gaver ket an anv-se e kreizennoù all ar saverezh botoù.

Ur sindikaliezh lañsus

Ken abred ha 1887eweler daou sindikad oc’h en em staliañ : hini an droc’herien hag hini ar vicherourien kofignonerien. E 1900 e asant ti-kêr Felger ma vefe savet un ti-sindikad a lak war-sav ur servij ambroug d’al labour digoust. Met e 1908 e tiviz ar sindikadoù kemer o emrenerezh ha sevel un Ti ar Bobl.

Ti ar Bobl. Dihelloù kêr Felger.

Hag evit respont ouzh ar wask lakaet warno gant sindikadoù ar vicherourien eo savet e miz C’hwevrer 1910 kambr sindikad saverien botoù Felger. Sikour a ra da voueta ar wask a vez etre al labouradegoù.

Ar stourm 

En diskar-amzer 1906 e krog an implijerien gant divizoù a labouradeg da labouradeg evit ma vefe adwelet feur priz gopr ar vicherourien. Met kazeg a ra an divizoù hag aozañ a ra ar vicherourien un harz-labour a-zarn. Respont a ra an implijerien gant ul lock-out, da lavaret eo e serront an 22 embregerezh sindiket, gant ar soñj rediañ ar vicherourien da sentiñ ouzh o marc’had. D’an 13 a viz Du 1906 eo votet an harz-labour hollek.
Da heul e vo un hir a amprou dre nerzh. Sindikad «ruz» ar servij ambroug, ur 1200 ezel ennañ, zo kenurzhier al luskad. Met ne fell ket da sindikad an implijerien anavezout ar sindikad-se, ha gwelloc’h e kav marc’hata gant sindikad ar re velen en ti emren, un 200 ezel ennañ. Ha gant skoazell ar sindikad-se e fell d’ an implijerien klask terriñ an harz-labour dre forzh peseurt doare. Hag un hir a amprouenn nerzh da heul. Kenurzhiet eo al luskad gant sindikad «ruz» an ti-implij, ur 1 200 ezel ennañ. Met ne fell ket da sindikad an implijerien anavezout ar sindikad-se, dre ma kav gwelloc’h marc’hata gant sindikad ar «re velen» en ti-implij emren, un 200 ezel bennak ennañ. Ha gant skoazell ar sindikad-se eo e fell d’an implijerien terriñ an harz-labour dre forzh peseurt doare.
E bro-Frañs a-bezh e c’heller lenn e peseurt dienez emañ micherourezed ha micherourien bro-Felger. Krog emeur gant skoazelloù, gant ar gomunisted eo aozet stalioù soubenn voutin   evit reiñ predoù d’ar vicherourien harzet gant o labour, dic’hopr, ha d’o familhoù. D’an 9 a viz Kerzu eo bet kaset ur c’hant bennak a vugale micherourien da familhoù degemer e Roazhon, Sant Nazer, Laval, Montroulez, Flers ha Paris. Kontañ a raio Jean Guehenno e eñvorennoù eus an harz-labour e e levr   Changer la vie, Mon enfance et ma jeunesse, bet embannet e 1961.

Dihelloù kêr Felger

Trec’h ar vicherourien

Degouezhout a ra ur c’homision parlamant e Felger e-doug miz Genver 1907 evit klask diskoulmañ an afer. Adkregiñ ‘ra ar c’hevraouerezh etre sindikad an implijerien ha dileuridi ar sindikad ruz, a zo bet anavezet a-benn ar fin. Met d’an 10 a viz C’hwevrer, pa oa al labour da gregiñ en-dro an deiz war-lerc’h, eo drouklazhet Alexis Morice, un harz-labourer «ruz», gant unan «melen». Degemeret eo evel atahinerezh a-berzh an implijerien, gant ar soñj broudañ ar vicherourien da vont feuls. Etre 2  ha 6 000 den e zeuas da heuliañ an obidoù.
D’an 11 a viz C’hwevrer ec’h adkrogas ar vicherourien gant o labour, goude 103 devezh a stourmoù hag a gevraouiñ labouradeg ha labouradeg.
Ne zegaso an harz-labour ken met ur c’hresk dister war ar goproù, met un trec’h da vat eo evit ar vicherourien p’eo bet anavezet o sindikad.

Jaures e Felger

A-drugarez d’ar c’hengred divent a zo bet diskouezet eo bet paket an trec’h gant ar vicherourien. A-hent-all, rentet eo bet enor da galonegezh tud Felger gant Jean Jaurès d’ar 17 a viz C’hwevrer. Ur skouer e oa evitañ stourm kofignonerien Felger, rak diskouezet o deus o nerzh-kalon en ur chom e barzh framm al lezenn, ha lakaet an implijerien da blegañ.

Jaurès. Dihelloù kêr Felger.

Felger « ar gêr ruz »

E 1932 e voe un harz-labour hollek all a badas en tu all da seizh miz. Ar stourmoù-se, daoust ma c’hoarvezont ral a wech, a roio da Felger, evit an dud o sellet eus an diavaez, e skeudenn a gêr « ruz » a gaver e kêrioù greantel all, hag a chomo e-pad pell stag ouzh skeudenn ar gêr.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jérôme Cucarull , « Goañv 1906-1907 : harz-labour er saverezh botoù e Felger », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/01/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/goanv-1906-1907-harz-labour-er-saverezh-botou-e-felger

LevrLennadur

  • Le Bot Florent, « 1906, Changer la vie, Jean Guéhenno mémorialiste des ouvriers fougerais de la chaussure », Cahiers Guéhenno, n° 2, 2010.
  • Cucarull Jérôme, « L’industrie de la chaussure à Fougères avant 1914 d’après les dossiers de faillite des entreprises », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, tome 114, mars 2007, numéro 1, p. 163-184.
  • Cucarull Jérôme, « La chaussure fougeraise, de la mémoire à l’Histoire », Bulletins et mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie du pays de Fougères, tome XLIII, année 2005, p. 261-288.
  • Geslin Claude, « La grève des chaussonniers fougerais de l’hiver 1906-1907 », Cahiers Jaurès, 2011/1 (n° 199), p. 41-52.
  • Bouffort Daniel, Cucarull Jérôme et Heudré Daniel, édition et commentaires de Pitois Jean-Marie, « Souvenirs d’un vieux fougerais. Notes à bâtons rompus d’un ancien ouvrier de la chaussure », L’industrie de Fougères au XIXe siècle, Mœurs et coutumes, Fougères, 1998.
  • «La Sirène» garde éveillée la mémoire de «Fougères l'ouvrière» - histoiresordinaires.fr

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù