Henri Fréville

Un den a-bouez evit an demokratelezh kristen
Kerzu 2023

A-orin eus Pas-de-Calais eo Henri Fréville (1905-1987). Studiañ a ra e Khâgne e Pariz hag agregat eo war an istor. Anvet eo e lise Emile Zola Roazhon e 1932. Gouestlañ a ra e dezenn da renad ar verourien e Breizh (1689-1770), ha dont a ra da vezañ kelenner war an istor modern e Skol-Veur al Lizhiri adalek 1949. Etre an daou vrezel en deus stourmet e strollad ar Republik yaouank (Jeune République), luskad tu kleiz an demokratelezh kristen bet krouet gant Marc Sangnier. Rezistant eo Henri Fréville, anvet da zileuriad rannvroel an Titouriñ dindan guzh evit Breizh e 1944. D'an Dieubidigezh eo karget da adrenkañ ar mediaoù ha da c'hlanaat ar mediaoù o deus kenlabouret.

Emezelañ a ra en MRP, ar strollad demokrat-kristen nevez. Maer Roazhon eo eus 1953 da 1977, ha modernaat a ra ar gêr a zo o tiorren buan (staliañ an uzinoù Citroën, krouiñ ar ZUPoù). Dilennet da gannad e 1958 e sav a-enep da bolitikerezh De Gaulle goude 1962. Votiñ a ra an disfiz da c'houarnamant Pompidou da vare reuz miz Mae 1968, ha trec'het eo goude-se gant Jacques Cressard, eus an UDR. Met e 1971 eo deuet maer Roazhon tostoc'h ouzh ar muianiver UDR. Bleinañ listenn an tu kreiz hag an tu dehoù a ra en dilennadegoù ar Sened. Senedour a vo betek 1980. Harpet en deus Valéry Giscard d'Estaing (republikan dizalc'h) e dilennadegoù ar prezidant, setu e 1974 e teu Henri Fréville (Centre démocrate) da vezañ ezel eus ar muianiver nevez. Emezelañ a ra e Tu kreiz an demokrated sokial (Centre des démocrates sociaux) e 1976, e-lec'h m'eo Pierre Méhaignerie levier e zepartamant, ha da heul en Unvaniezh evit demokratelezh Frañs (UDF) Valéry Giscard d'Estaing e 1978. Prezidant kuzul-meur Il-ha-Gwilen eo bet Henri Fréville ivez etre 1966 ha 1976. Met d’ar bloavezh-se eo trec'het en e ganton dezhañ gant Jean-Michel Boucheron, ur sokialour yaouank. N'ez a ket war ar renk evit dilennadegoù-kêr 1977. Gounezet eo kêr Roazhon neuze gant Unvaniezh an tu kleiz, Edmond Hervé (PS) en he fenn. Yves Fréville, kelenner war ar gwir ha mab Henri, a gaso e labour war-raok : kannad eus an tu kreiz eo evit Il-ha-Gwilen etre 1986 ha 1997, ha senedour war-lerc'h etre 1998 ha 2008.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

, « Henri Fréville », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/12/2023.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/henri-freville

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù