Istor bevennañ departamantoù Breizh

Aozer : Alain Pennec / Du 2016
E-kerzh nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe diskaret frankizioù Breizh hag e krogas labour didroc’hañ ar vro e departamantoù. Kannaded Breizh a oa e penn a-raok an Dispac’h, ne rejont netra evit mirout unded ar vro. E miz Genver 1790, dindan levezon lobi Roazhon, ez asantjont da bemp departamant daoust da Sant-Maloù a ginnige 6 departamant, ha da galzik kêrioù all en em gave da neuze lec’hiet fall ha lakaet a-gostez.

Abalamour da ziskar an “ dreistgwirioù ” (na voe ket divizet ken aes ha ma lavared) pe ar “ frankizioù lec’hel ” (ur gwir zislavar evit Breizh, e-skoaz goulennoù ar c’haieroù klemm hag ar feurioù-emglev), e c’helled lakaat un aozadur broadel nevez war sav. E-pad sizhunvezhioù ha sizhunvezhioù e voe breutadegoù taer er vodadeg vroadel evit gouzout peseurt diazez ment pe niver a vefe dibabet pe etre 80 ha 120 “ departamant ” bihan kevatal, pe 25 rannvro vras (o dije erlec’hiet ar proviñsoù kozh mui pe vui). Daou aozadur disheñvel eus ar Stad a bled gant an diazezoù-mañ : unan kreizennet hag unan kevreadel. Ne badas ket pell ar vreutadeg avat. Kannaded Breizh, kevreadelourien anezho, met etre daou, n’o devo tamm pouez ebet. E penn-kentañ miz Du e voe divizet didroc’hañ Bro-Chall etre 75 ha 85 departamant, gant ur renkamant : miret e voe bevennoù ar proviñsoù. Dav e oa mont buan avat.

An niver departamantoù

En ur ober tri miz, goude meur a emvod, e voe divizet gant kannaded Breizh rannañ ar vro e 5 departamant pep hini rannet e 9 distrig. Tabut a savas diwar an diviz-se. Adalek an 21 a viz Du e kinnigas dilennidi Sant-Maloù, deuet niverus, ur raktres arguzennet ha disheñvel gant 6 departamant. Nac’het e voe ar raktres gant kannaded Breizh, a felle dezho en em ziskouez tud penn a-raok an Dispac’h. Dav eo lavarout ec’h enebe ouzh al labour a oa bet kaset da-benn pemzektez a oa, hag a oa diazezet war ur steuñvenn bet savet gant Bodad diazezañ bevennoù ar rouantelezh e miz Gwengolo ! Dereout a rae mat-tre ar steuñvenn-se da galz a gannaded a oa tud a justis, dre ma klote mui pe vui gant aozadur ar pevar frezidial (lezioù-barn etre ar senesaliezhoù hag ar Parlamant). Dre-se e klote departamant ar c’hornôg gant prezidial Kemper, a vode Kerne ha Leon.
Tamm chañs ebet ken evit Sant-Maloù. Abaoe marv ar c’hannad e miz Gwengolo e oa difennet ar raktres gant un alvokad eus Roazhon... a yeas a-du gant kannaded lobi galloudus-tre Roazhon (Le Chapelier, Lanjuinais, Defermon...). Koulskoude, pa seller a-dost ouzh ar raktres e seblant poellek kaout c’hwec’h departamant, pa gemerer e kont ment ar proviñs ha stankter ar boblañs. Ouzhpenn-se e vije bet tostoc’h eus douaroniezh, istor, sevenadur hag ekonomiezh ar vro (evel evit keinvro porzh Sant-Maloù), hag aodoù an norzh ne vijent ket bet laosket kement a-gostez. Roazhon a nac’has ar raktres avat, dre ma vije bet bihanoc’h he zepartamant, ha hep tamm talbenn mor ebet.

Bevennoù ar 5 departamant

Ur bern kemmoù a voe etre raktresoù kentañ miz Gwengolo hag ar gartenn divizet gant ar Vodadeg d’an 30 a viz Genver 1790. An didroc’hañ mentoniel kentañ a oa diazezet war ar stêrioù ha war linennoù eeun a groge er c’hêrioù bras. Dre ma felle d’ar re-mañ kaout ur geinvro, avat, e voe kempleshaet ar gartenn hag e pellaas ar bevennoù ouzh harzoù naturel ar stêrioù evel an Ele, ar Gwilun pe ar Renk. Departamant Roazhon eo an hini en em dennas ar gwellañ : en em ledañ a rae war-zu ar c’hornôg ha war-zu Mor Breizh en ur lonkañ Sant-Maloù, a zeuas a-benn war-bouez nebeut da virout ar chanterioù sevel bigi e tu all ar Renk – en ur lezel gant Sant-Brieg meur a barrez e reter ar Renk. Kousto pe gousto e klaskas Roazhon lakaat an arigrap war Redon a zo tost ouzh bro Wened met digor war ar meurvor Atlantel. Lezel a reas Kastell-Briant da vont gant Naoned hag ar Roc’h-Bernez gant Gwened. Splann eo trec’h an ekonomiezh war an hengoun, dindan gwask bourc’hizien ar c’hêrioù. An trevioù, int-i, a zo tonket da vont da heul o farrezioù. Evit a sell ouzh bevennoù bro marzoù su al Liger e voe rannet ar marzoù boutin etre bro Vande hag al Liger-Izelañ (ar pezh a zispleg ar vevenn dort etrezo), daoust ma felle d’ar boblañs bezañ staget ouzh Breizh.

E 1790, daoust ma viras departamant Aodoù-an-hanternoz e anv, e voe dibabet buan-tre Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan evit envel aodoù “ ar c’hornôg ” hag “ ar su ”. Mor-Bihan eo an anv brezhonek nemetañ bet miret, ar memes anv evel hini ar pleg-mor.

Kartenn eus ranndadur Breizh e 6 departamant (Miz Kerzu 1789). Ar gartenn-mañ a ziskouez mat ar youl da gavout un emglev etre un doare geometrek da rannañ ar vro (ket ken gwir-se) hag an doujans ouzh bevennoù hengounel meur a eskopti. Diell miret e Diellaoueg vroadel Pierrefitte-sur-Seine. Skeudenn Stal fotogragiezh an Diellaoueg vroadel.

Diemglev

Pa voe deuet ar c’houlz da zibab kêrioù pennañ an distrigoù ha dreist-holl hini kêrbenn departamant Penn-ar-Bed etre Kemper ha Landerne e savas reuz bras etre Leoniz ha Kerneviz. Ar Gerneviz a oa gwelloc’h itrikourien hag e teujont a-benn da lakaat Landerne da gentañ. E Redon, er Faoued hag e Karaez dreist-holl, e krogas ivez an dud da sevel o mouezh, en aner. An departamanteladur bet kaset da benn dindan tri miz a oa didorrus, lod ma oa eus an Dispac’h. 

 

Troet gant Kuzul ar brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Alain Pennec, « Istor bevennañ departamantoù Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/istor-bevennan-departamantou-breizh

Levrlennadurezh

  • Pennec Alain, De la Bretagne eaux départements. Histoire d’un découpage, coll. Bleue, n° 14, décembre 1989, éd. Skol Vreizh, 84 p.

lec'hiennoù internet

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù