Italianed er Mor-Bihan tro 1930

Aozer : Anne Morillon / Ebrel 2019

Ar pennad etre an daou vrezel zo ur mare a gemmoù eus ur bloaz d’egile evit al labourerien estrañjour. Kement a dud zo bet lazhet e-doug ar Brezel Bras, ma’z eus bet ranket, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1920, gervel estrañjourien evit dont da vicherourien.  Met pa darzho an enkadenn ekonomikel gentañ, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1930, e vo strishaet niver an estrañjourien o tont tre d’ar Frañs, ha roet e vo labour d’an dud bet ganet er Frañs da gentañ. Er mare-se eo uhel feur an dilabour hag an disfiz ouzh an estrañjourien a vez tamallet outo «kemer plas» ar Frañsizien. Ret eo da embregerezhioù Breizh, evel d’ar re all, displegañ perak e kaver estrañjourien e-touez o implijidi. Gant lezenn 1932 ez eus bet lakaet e plas kotaioù estrañjourien hervez an ezhommoù, takad dre dakad. Ne baouez ket penn-da-benn ar rekour d’ar vicherourien estrañjour koulskoude. Evit-se e kaver forzhig Italianiz war dachenn al labourioù foran, er Mor-Bihan dreist-holl. Labourat a reont e-barzh embregerezhioù savet gant Italianed abaoe ur pennad, ha lakaat a reont da zont o bugale pe o breudeur chomet er vro. Meur a chanter a oa un abeg evito da zont, sevel stankell Gwerledan da skouer e 1928, preventoriom Pluveleg e 1928, ti-kêr Sine e 1926, savadurioù kamp soudarded Koedkidan e 1930, ar fritur war Enez Groe e 1935, stankell Kergadoù e Karnag er bloaz 1933. Gwir eo ez eo mañsonerien pe simanterien 81 % eus Italianed ar Mor -Bihan, ha kaset o deus o barregezhioù micherel ganto eus o broioù orin o barregezhioù micherel. Ha ma kaver darn vras anezho o labourat er sevel-tiez ez eo abalamour m’eo bet desachet enbroidi o doa ur vicher ha ne oa ket a-walc'h a dud oc’h ober anezhi e embregerezhioù ar vro. Er bloavezhioù 1930 koulskoude e c’houlenn artizaned ar sevel-tiez er vro ma ne vefe ket roet ken aotreoù-labour d’an Italianed.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anne Morillon, « Italianed er Mor-Bihan tro 1930 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/04/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/italianed-er-mor-bihan-tro-1930

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù