Kastell Dinan ha pallenn-moger Bayeux

Aozer : Michel Brand'Honneur / C’hwevrer 2017

Taolenniñ a ra pallenn-moger Bayeux kastell Dinan lakaet seziz warnañ gant soudarded Gwilherm. Treset eo e stumm ur voudenn, un douflez hag ur c’hleuz tro-dro dezhi, hag ur voger-dro war-c’horre evit diwall un tour. War an tour-se eo kromm un disterañ lein an doenn, ur skeudenn heñvel-poch ouzh pezh a zispleg deomp ar roadennoù arkeologel, hag ouzh irc’hier an xivet kantved, savet ma oant e stumm tiez ar mare.

Ret eo notenniñ ivez e c’helled kaout un digor war savenn moudenn Dinan dre un dreuzell, hag eo savet darn ar savadur gant koad . O klask plantañ tan enni emañ gwazed Gwilherm, war-bouez o flammerennoù hir.

N’eus ket ken eus kentañ kastell Dinan. Ne oar den e pelec’h e veze zoken. M’eo skeudennet heñvel ouzh patrom ur voudenn-gastell, n’eo ket evit kement-se e vefe bet treset evel ma veze. Pal saver ar pallenn-moger a oa tresañ doare ur c’hastell a vefe bet aes da dud e vare anavezout evit pezh a oa, ha n’eo ket dre ret taolenniñ tresoù resis kreñvlec’h Dinan.

Levrlennadur

  • Flambard Herichier Anne-Marie, « La tapisserie de Bayeux et l’archéologie », dans La Tapisserie de Bayeux : l’art de broder l’Histoire, dir. par Pierre Bouet et al., Actes du Colloque de Cerisy-la-Salle,1999, Presses Universitaires de Caen, 2004, pp. 261-288.
  • Lewis Michael J., The Archaeological Authority of the Bayeux Tapestry, BAR (British Series 404), 2005.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù