Klozioù-parrez ha tisavouriezh

Aozer : Yann Lagadec / C’hwevrer 2017

Retable de Saint-Thélo - photo Bernard Bègne / Service de l'Inventaire et du Patrimoine Culturel © Région Bretagne

Un testeni eus pinvidigezh bras-awalc’h su eskopti Sant-Brieg er XVIIvet kantved, hag en XVIIIvet kantved muioc’h c’hoazh, eo ilizoù tolead produiñ al lienoù bretagnes, evite da vezañ uveloc’h evit reoù Bro-Leon. N’eo ket dister adsavidigezh al lod brasañ eus an ilizoù-se, d’o brasaat… e kantved ar « Gouleier ». Reoù Loudieg, Treve, Sant-Karadeg hag ar C’hillioù paneveken a oa bet treuzfurmet a-galz. Ret e oa en ober, moarvat, ken bras e oa bet ar c’hresk war ar boblañs gant berzh ar produiñ lien ; moaien a oa en ober ivez avat, ken pinvidik e oa deuet kuzulioù fabrik ar parrezioù-se da vezañ. Ha n’eo ket gant al loa vihan ez aent alies : adsavet e oa bet iliz Loudieg penn-da-benn e korf un dornad dekvloazhiadoù, ha klinket goude-se gant delwennoù marmor bet degaset a-ratozh-kaer eus Carrare en Itali.

Arouezus eo iliz Sant-Teliav, disteroc’h anezhi, eus ar cheñchamantoù-se, hag eus perzh brientinion vihan al lien en emdroadur-se muioc’h c’hoazh. Adsavet e oa bet ar pep brasañ anezhi e trederenn ziwezhañ ar XVIIvet kantved hag e bloavezhioù kentañ an XVIIIvet kantved, klinket he c’hazell-su gant ur stern-aoter barok meurdezus o taolenniñ an « tremenvan kaer » evel ma oa diouzh ar c’hiz neuze. Savet e oa bet gant Gwilhom Poder ha profet d’ar barrez e 1676 gant Pierre Moulnier a Geraodoù ha Mathurin Rolland de Chasteau Rianc, daou varc’hadour lien anezhe, bet goulennet gante moarvat ma vije kizellet o anvioù war e bastellenn greiz.

Troet gant Jean-Dominique Robin

levrlennadur

  • Guillemot Anthony, « Le patrimoine religieux de la manufacture des toiles bretagnes », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 2011-1, p. 87-111 [http://abpo.revues.org/1896]

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù